Eskopti

Un eskopti (ti an eskob hervez ar gerdarzh), a vez laret eus an tiriad dindan e veli, pe eus palez an eskob.

Tiriad

Un tiriad dindan aotrouniezh an eskob eo an eskopti.

Palez an eskob

Pamplona - Palacio Arzobispal 2
Palez eskibien Iruñea.

E meur a lec'h e vez komzet eus palez an eskob. Broioù zo eus Europa a oa renet gant ur priñs-eskob, evel priñselezh Liège.

Istor

Breizh

Breizh-broiou2-br
Kartenn nav eskopti kozh Breizh

A-raok an Dispac'h gall e 1789 e oa nav eskopti e Breizh: Naoned, Roazon, Dol, Sant-Malou, Gwened, Kernev, Leon, Sant-Brieg, ha Landreger.

Bremañ ez eus pemp : Naoned, Roazon, Gwened, Kemper ha Leon, Sant-Brieg ha Landreger.

Bro-C'hall

Lennegezh

  • E penn-kentañ Gwerz Metig e lenner: « Me zo ur c'hloareg yaouank eus eskopti Kemper/ O vont d'ober e studi da eskopti Treger » ; hogen gant kanerien zo e vez laret "skolaj Landreger".
Bro-Dreger

Bro-Dreger pe Treger (e galleg : Trégor pe Trégor(r)ois pe Tréguier) a zo unan eus nav bro diazez Breizh, hag a glot dre-vras gant an nav eskopti a oa bet e Breizh betek an Dispac'h gall, met un dek parrez bennak eus Bro-Dreger a oa stag ouzh eskopti Dol. Dont a rafe an anv eus Tri+*kor = Tri bagad. An eskob staliet e Sant-Brieg bremañ a zo eskob Sant-Brieg ha Landreger diouzh e ditl ofisiel.

Kêr-benn a-gozh Bro-Dreger eo Landreger, sez diazezer an eskopti.

Bro-Leon

Leon pe Bro-Leon a zo unan eus nav bro gozh istorel Breizh. Un eskopti eo bet ivez (gwelet Eskopti Leon). Kastell-Paol a oa kêr-benn ar vro hag eno e oa ti an eskob. E 2012 e oa 424 020 a dud o chom e Bro-Leon. En em astenn a ra ar vro war ur gorread a 2 030 km².

Bro-Zol

Bro-Zol, pe Bro-Dol(Daveoù a vank), a zo unan eus nav bro hengounel Breizh, ha Dol he c'hêr-benn. Nav c'humun ha tregont a gaver enni, war un tiriad a 623 km². 55 300 a annezidi a oa e Bro-Zol e 2012.

Arabat kemmeskañ Bro-Zol gant Eskopti Dol a oa kalz ledetoc'h, gant parrezioù strewet un tammig dre-holl e Breizh, ha betek e Normandi.

Eskob

Un eskob (liester : eskobed, eskeb, eskibien) a zo un den uhel en urzh en Iliz katolik roman, en Iliz Ortodoks, en Iliz anglikan hag e lod eus an Ilizoù protestant. E penn un eskopti e vez un eskob.

Ul lid a vez aozet gant un eskob all (pe meur a hini) evit e eskobiñ, da lavarout eo reiñ ar garg dezhañ.

Eskopti Dol

Eskopti Dol zo bet savet gant sant Samzun, kentañ eskob Dol.

Eskopti Gwened

Eskopti Gwened zo bet savet gant sant Padern, kentañ eskob Gwened.

Eskopti Kemper ha Leon

Eskopti Kemper ha Leon (Dioecesis Corisopitensis-Leonensis e latin) eo anv an eskopti a zo bet savet e 1801 hag a glot gant tachenn departamant Penn-ar-Bed. Emañ e sez e Kemper. En eskopti-se e kaver an holl barrezioù a oa en Eskopti Leon, ul lodenn vat eus ar re a oa en Eskopti Kernev, un darn eus ar re a oa en Eskopti Treger, un dornadig eus ar re a oa en Eskopti Gwened, hag un nebeudig eus parrezioù Eskopti Dol.

Abaoe ar c’henta a viz Gwengolo 2017 ez eus en eskopti ugent parrez nevez (betek hen e oa 323 parrez ha 18 deanded).

Unan eus eskopti Proviñs ekleziastikel Roazhon eo.

Eskopti Kerne

Eskopti Kerne, pe eskopti Kemper a-wechoù, zo un eskopti kozh e Breizh, bet savet hervez an hengoun gant Sant Kaourintin, kentañ eskob Kemper, hag a glote, war-bouez nebeut – parrez Magor –, gant Bro-Gerne. Padout a reas betek 1790. Kemper, ar sez anezhañ, a zo deuet da vezañ sez Eskopti Kemper ha Leon abaoe ar bloaz-se.

Eskopti Leon

Eskopti Leon zo bet savet gant sant Paol Aorelian, kentañ eskob Kastell-Paol. Klotañ a rae gant Bro-Leon war-bouez Lokenole a oa stag ouzh Eskopti Dol.

Eskopti Naoned

Eskopti Naoned (Dioecesis Namnetensis e latin), a zo unan eus nav eskopti istorel Breizh, hag a glote mui-pe-vui gant Bro-Naoned gwechall, gant departamant al Liger-Atlantel hiziv.

Eskopti Roazhon

Eskopti Roazhon zo unan eus nav eskopti istorel Breizh, hag a glote mui-pe-vui gant Bro-Roazhon gwechall, e reter ar vro. E Roazhon e oa an iliz-veur ha sez an eskob.

Rannet e oa e daou arriagondi, hini Roazhon ha hini an Dezerzh.

Da vare an Dispac'h gall e voe bodet eskopti Roazhon gant eskoptioù Sant-Maloù ha Dol evit mont d'ober un eskopti nevez, unan brasoc'h, Eskopti Roazhon, Dol ha Sant-Maloù, hag a glote gant departamant gall an Il-ha-Gwilen.

Eskopti Sant-Brieg

Eskopti Sant-Brieg eo unan eus nav eskopti kozh Breizh, a zo bet distroadet gant krouidigezh an departamantoù gall e 1790. Klotañ a rae gant Bro-Sant-Brieg war-bouez ar parrezioù a oa stag ouzh Eskopti Dol.

Eskopti Treger

Eskopti Treger zo bet savet gant sant Tudwal, kentañ eskob Landreger. Klotañ a rae gant Bro-Dreger war-bouez ar parrezioù (8 parrez + 2 trev) hag oa staget ouzh Eskopti Dol, evel Perroz-Gireg, (ennan Sant Ke Perroz), Lokireg, ha Lanneur.

Iliz anglikan

Rannet eo da gentañ ar Gumuniezh anglikan e peder Iliz dizalc'h :

Iliz Bro-Saoz

an Iliz e Kembre

Iliz eskoptiel Skos

Iliz Iwerzhon

Iliz katolik roman

An Iliz katolik eo an iliz kristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Ilizoù ortodoks hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Benead XVI eo ar Pab abaoe 2005. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma").

Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer "ordrenet" (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned.

Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.

Llanelwy

Llanelwy (St Asaph e saozneg) zo ur gêr vihan eus Sir Ddinbych en hanternoz Kembre, ha penn Eskopti Llanelwy en Iliz Anglikan Kembre (Yr Eglwys yng Nghymru).

Manafon

Manafon zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ e tolead Sir Drefaldwyn gozh, er c'hreisteiz da Llanfair Caereinion hag er c'hornôg da Y Trallwng.

Emañ Manafon war ribl an Afon Rhiw, e-kreiz torgennoù izel. En Eskopti Llanelwy emañ ar barrez ha gouestlet eo an iliz da sant Mihangel (Mikael).

E 2011 e oa 301 a dud o chom e kumuniezh Manafon ha 54 anezho a oa kembraegerien (18,4%).

Nav bro gozh Breizh

A-raok 1790 e oa rannet Breizh e nav eskopti, a vez graet anezho nav bro gozh Breizh dre ma oant live melestradurezhel a-us da hini ar parrezioù, a-raok hini an dugelezh.

Ul lodenn eus istor Breizh zo en nav eskopti-se eta, a vez graet anezho ivez an nav bro gozh a zo aroueziet war ar Gwenn-ha-Du.

E 1790 e voe rannet ar vro e pemp departamant gall ha ne voe ket anv eus Breizh ken er velestradurezh, a-raok krouidigezh ar rannvro pevar departamant.

Tyddewi

Tyddewi (da lavaret eo ti Divi e kembraeg, pe St Davids e saozneg) zo ur gêr eus Kembre, e kontelezh Penfro, e mervent ar vro, war lez ar stêr Alun.

Titl a geoded he deus Tyddewi, gant peder all er vro, hag an hini vihanañ anezho eo. Sez eskopti eo abaoe m'eo bet savet. Un iliz-veur brudet zo enni.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.