Ermaeziadeg

An Ermaeziadeg (Chemot (שְׁמוֹת) en hebreeg), a vez graet eus eil levr ar Bibl hag an Testamant Kozh, hag a zo anvet Exodus e latin. Ennañ eo kontet istor an Hebreed o vont kuit eus Egipt, o treuziñ ar Mor Ruz, renet gant Moizez, o vont dre Gouelec'h ar Sinai, ma resevas Moizez an Dek Gourc'hemenn war ar Menez Sinai, war o hent da vetek an Douar Prometet.

The Crossing fo The Red Sea
"Treuziñ ar Mor Ruz", gant Nicolas Poussin.

Troidigezhioù brezhonek

Belaruseg

Ar belaruseg (беларуская мова, byelaruskaya mova) zo ur yezh eus skourr yezhoù slavek ar reter. Er strollad-se emañ ivez ar rusianeg hag an ukraineg. Unan eus yezhoù ofisiel Belarus eo, gant ar rusianeg, ha komzet e vez ivez e Polonia (e Podlazia) (40.000 den bennak), en Ukraina (e-lec'h m'eo anzavet) (55.000 yezher bennak), e Rusia (316.000 yezher) hag en un toullad broioù all gant Belarused divroet pe o diskennidi. Gwechall e veze kaoz eus "bielorusianeg", diwar e anv rusianek.

Skrivet e vez gant ul lizherenneg kirillek diazezet e penn-kentañ an XXvet kantved.

Hervez gouarnamant Belarus (2009) ne vefe nemet 11,9% eus an dud oc'h ober gant ar yezh er gêr, 29,4% a ouife komz, lenn ha skrivañ, ha 52,5% a ouife komz ha lenn, ha 10% eus tud ar vro ne ouifent ket ar yezh. Dav eo gouzout evelkent n'eo tamm tomm ebet ar renad a zo bremañ e Belarus ouzh ar yezh, gwelet evel ur yezh warlerc'hiet ha diwar ar maez.

Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr eo anv an droidigezh eus ar Bibl graet gant Yann-Frañsez ar Gonideg (1775-1838), hag embannet goude e varv, e 1866, gant ti-embann L. Prud’homme, mouller eskopti Sant-Brieg. Div levrenn a oa.

C'hoarioù arc'hant

Ar c'hoarioù arc'hant a vez graet eus ar fed da bariañ arc'hant pe un danvez ker war un darvoud (redadegoù, krogadoù sport, dilennadegoù...) douetus ar pal o vezañ da c'hounez muioc'h a arc'hant pe a zanvez ker evit an hini lakaet en arvar.

Dek Gourc'hemenn

An Dek Gourc'hemenn (hebraeg עֲשֶׂרֶת הַדִּבְּרוֹת , asereth ha-dibroth, "an Dek Komz") zo ul listennad urzhioù a zo e Testamant Kozh ar Bibl, levr nevet ar Yuzevien hag ar Gristenien.

Hervez an hengoun e vijent bet degemeret gant Moizez war Menez Sinai.

Gourc'hemennoù Doue a reer anezho ivez er skridoù brezhonek..

Douar Santel

An Douar Santel (en hebraeg: ארץ הקודש, Éreẓ haQodeš peʾÉreṣ haqQāḏēš ; e latin: Terra Sancta ; en Arabeg: الأرض المقدسة, al-Arḍ ul-Muqaddasah) eo an anv relijiel a vez graet eus an tiriadoù e-lec'h ma vevas Jezuz Nazaret (Jezuz-Krist ar gristenien), ha ma voe brezelioù a relijion betek hon amzer.

An Douar Santel-se zo anezhañ douaroù rannet hiziv etre stadoù Israel, Palestina, Jordania (Betania ha reter ar ster Jordan), aodoù al Liban (gant Tir ha Sidon).

Er stadoù-mañ e kaver lec'hioù sakr evit ar gristenien, ar yuzevien hag ar vuzulmaned. Al lec'hioù pennañ a vez kavet e Jeruzalem : Iliz an Adsav, ar Golgota, Menez an Olived, Jetsemani, Sal ar Gambr-lid, Menez Sion, iliz santez Anna, ha Lenn Siloe. E Betlehem e kaver iliz ar C'hinivelezh ; e kêriadenn Ein Kerem iliz ar Weladenn ; hag e Nazaret iliz ar C'hemennadur.

Met e Galilea a-bezh e vez kavet lec'hioù e lec'h ma vez lidet buhez ha tremen ar C'hrist, evel e lenn Tiberiad pe er menez Tabor.

Santel eo abalamour ma'z eo eno emañ gwrizioù istorel an teir relijion undoueek, yuzeviezh, kristeniezh, islam.

Brezelioù ar Groaz a voe graet war-zigarez "dieubiñ" an Douar Santel diouzh "yev an Islam".

Hiziv emañ an douaroù-se e-kreiz ar gorventenn gant an tabut etre Israel hag ar broioù arab amezek.

Elesbed

Elesbed zo un anv-badez brezhonek, deuet diwar an anv gallek Elisabeth, a orin hebreek, a zo bet brudet bras e Kornogeuropa dre ar Bibl, peogwir e oa anv mamm Yann ar Badezour. Ar stumm Elizabed a gaver e troidigezhioù an Aviel gant Maodez Glanndour, gant « Kenvreuriez ar Brezoneg », gant Pêr Guichou. Kar d'an anv Elesbed eo an anv Izabel.

Elim (Bibl)

Elim (אֵילִם, ’êlim en hebraeg) a oa unan eus kamplec'hioù an Hebreed goude an Ermaeziadeg eus Henegipt. Meneget eo en Ermaeziadeg 15.27, hag e Levr an Niveroù 33.9, evel ul lec'h ma oa daouzek puñs ha dek palmezenn ha tri-ugent," hag eno "e kampjont tost d'an dour".

Ginivelezh

Ginivelezh (eus ar verb genel) a zo ur ger hag a vez implijet dreist-holl da ober anv eus gouel Nedeleg el liderezh kristen.

Setu amañ petra a zisklêr ar pennlider e penn-kentañ noz-veilh ar Pellgent, da ginnig ar Gouel a-bouez-se d'ar Gristenion, an eil goude hini Pask:

«Kantvedoù hir goude krouidigezh ar bed, pa grouas Doue, er penn-kentañ, an neñv hag an douar,

Pell amzer goude al Liñvadenn-veur,

Ouzhpenn daou vil bloaz goude ganedigezh Abraham,

Hogos pemzek kant vloaz goude Moizez,

hag ermaeziadeg Pobl Israel eus Bro an Ejipt,

War-dro mil bloaz goude tronedigezh ar roue David,

Er pemzekvet bloavezh ha tri-ugent diougan Daniel,

Er pevarzekvet olimpiadenn ha nav-ugent hag er seizh kant eizhvet bloavezh hag hanter-kant eus savedigezh Roma,

Er bloaz daou ha daou-ugent an impalaer Octavius Augustus,

E-doug c'hwec'hvet oadvezh ar bed douarel,

Ar bed holl o vezañ e peoc'h,

Jezuz Krist,

Doue peurbad ha Mab an Tad peurbad,

mennet da santelaat ar bed dre e Zonedigezh trugarezus,

goude bezañ bet engehentet dre ar Spered Santel,

a zo bet ganet e Betlehem Bro-Youda

eus ar Werc'hez Vari

doue graet den.

Setu ginivelezh hon Aotrou Jezuz Krist hervez ar c'hig.»Merkañ a ra eta ar C'hinivelezh darvoud meur an Enkorfidigezh evit ar Gristenion.

Kastiz ar marv

Kastiz ar marv a reer eus ur c'hastiz lezennel a aotren ur Stad da lazhañ un den a zo bet anzavet da gablus hag unan da nebeutañ eus an torfedoù a zo anvet "mervel" gant gwir ar Stad da vare ar barn. Gant ul lez-varn stadel e vez embannet ar varnedigezh, goude ur prosez ma vez difennet an den tamallet gant un alvokad(ez) pe veur a hini ; gant kargidi e vez kaset al lazh hervez un argerzh bet termenet dre lezenn.

E ken degouezh ma vije lazhet an den hep doujañ d'al lezennoù e teu al lazh da vezañ un torfed all, dre zial, dre justis prevez pe dre abeg pe abeg, hag al lazher(ez) a rank bezañ barnet ivez gant ar Stad.

Lies abegoù zo evit kastiz ar marv er Stadoù o deus e viret en o gwir : muntr, spierezh (da geñver ar Stad), trubarderezh (da geñver ar Stad), heñvelreviadezh, avoultriezh, renavierezh, nevid tud, goubrenadur politikel. A-wezhioù e vez kastiz ar marv implijet da venveg politikel a-benn reiñ ur skouer d'ar boblañs : e 2007, e Korea an Norzh, e voe lazhet un den dirak 15 000 a dud abalamour m'en devoa pellgomzet d'an estrenvro. Koulz en egor hag en amzer e kemm ar sell a bar an dud, ar c'hevredigezhioù hag ar sevenadurioù war kastiz ar marv. Paot e oa er bed a-bezh gwezhall , stourmet e voe outañ e-kerzh Kantved ar Sklêrijenn, raloc'h-ralañ eo abaoe eil darn an XXvet kantved. Koulz muntrerien hag enebidi politikel o deus e c'houzañvet.

D'an 18 a viz Gwengolo 2012 e oa 100 bro ma oa torr kastiz ar marv dre lezenn ; 7 bro o devoa e dorret dre lezenn evit an torfedoù boutin ; 42 vro o devoa miret kastiz ar marv hep bezañ e lakaet e pleustr e-pad dek vloaz da nebeutañ ; 5 bro o devoa goursezet al lazhoù ; 44 o devoa miret kastiz ar marv hag e lakaet e pleustr e-kerzh an dek bloavezh tremenet. Tremen 5 000 den a c'houzañvas kastiz ar marv e 2011 e 19 bro..

Anzavet eo kastiz ar marv gant an ensavadurioù etrebroadel, daoust ma sav eneptañ an darn vuiañ anezho. Berzet eo kastiz ar marv er pep niverusañ eus ar Stadoù, met ur bihanniver int e-keñver poblañs ar bed, p'emañ 60% eus an dud o vevañ e broioù ma vez lazhet tud a-berzh ar Stad. Holl izili Unvaniezh Europa o deus he dilezet abaoe krouidigezh Karta Unvaniezh Europa ar Gwirioù-diazez, d'an 2 a viz Here 2000 ; ne vez mui sevenet en Europa dre vras, war-bouez e Bielorusia.

D'an 18 a viz Kerzu 2007 e voe embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) an disentez 62/149 evit goulenn ma vije goursezet al lazhoù ; eizh ezel eus an ABU a-douez an dek Stad poblekañ o devoa mouezhiet a-enep, India, Indonezia, Republik Pobl Sina ha Stadoù-Unanet Amerika en o zouez.

Levr Izaia

Levr Yeshaia pe Levr Izaia a zo unan eus levrioù an Tanac'h e lodenn ar Brofeded. Ul levr meneget alies eo.

Rannet e vez e teir lodenn peurliesañ rak evitañ da vezañ dindan anv un den hepken, Yeshaia, n'eo ket un oberenn unpezh.

Sklaer eo ez eus anv el levr eus prantadoù disheñvel-kaer, eus skrivagnerien disheñvel mat o stumm ; ha kement-se en un doare ken mesket ma ranker soñjal n'eo ket bet dastumet an holl bezhioù-se gant an hevelep hini, na kenstrollet gant un den e-unan. Gwall gemmesk avat a seblant bezañ e lodennoù zo. Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour : " Krediñ a reer en em gaver dirak labour ur skol brofedek ; hini Izaia; o'n em astenn war gantvedoù, o terc'hel gant mennadoù hag esperañs ar profed kentañ-se, en ur virout gant aked, dre 'n eñvor pe dre skrid, an diouganoù bet savet gantañ pe ganto, an diskibien o-unan, a-hed an amzer. Aes a-walc'h eo dispartiañ e Levr Izaia teir lodenn vras."

N'heller ket lavarout gant piv eo bet kenstrollet an holl hengoun profedek-se, en ur gregiñ gant Yeshaia kentañ (VIIIvet kantved KJK) da vont betek goude na harlu (Vvet kantved KJK). N'heller ket spisaat ar c'houlz m'eo bet roet d'al levr an taol-stumm diwezhañ zoken. Da varn diouzh an troidigezhioù kozh, diouzh an dornskridoù bet kavet e Qumrân , e seblant al levr bezañ un dra peurechu abred a-walc'h goude an harlu. Mont a ra al lodenn gentañ eus ar pennad 1 betek ar pennad 39. Kavout a reer enni diouganoù Yeshaia e-unan , gant da echuiñ dielloù diwar e benn , met hep renkadur resis ebet. Anat eo ez eus en o zouez pezhioù all eus prantadoù hag oberourien disheñvel, hiniennoù zoken o vezañ eus an amzervezh goude an harlu. Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout al lodenn-se : " Kregiñ a ra levr Izaia gant klemmadennoù Doue diwar-ben e bobl. Eus un tu, setu taolenn pec'hedoù Jeruzalem, fallagriezh ar re binvidik, kammdroioù an dud e karg, ar pompadoù, an direizhderioù a bep seurt ; hag eus un tu all, ur soñj don eus meurded Doue, eñ an hini santel, ar galloudeg , an hini n'eus nemetañ a ve mestr ar bed ha krouer pe tra. Gortoz a ra Izaia kastiz ar re gablus, rak n'hell ket Doue gouzañv e vefe disprizet da viken na nac'het e wirioù. Met war un dro, sed amañ profed ar fiziañs : rak an Doue santel a zo doue an drugarez, a oar gant ur restad, un toullad hepken a dud fidel, adsevel en e c'halloud ar rivinoù. [...] Gant se, muioc'h eget profed ar feiz eo Izaia profed an esperañs. Diouganañ a ra trec'h doue war an droug [...]. Met profed an esperañs eo dreist-holl gant e ziouganoù diwar-benn ar Mesiaz. Evel gant Mika, ar Mesiaz evitañ a zo ur roue eus lignez David, a lakaio da en ar peoc'h, ar justis peurvat, an hini a zesko d'an dud an doujañs-Doue hag ar santelezh."An eil lodenn a zo anezhi ar pennadoù 40-55. Anvet e vez Levr Frealzidigezh Israel diouzh komzoù kentañ ar pennad 40. Lavaret e vez ivez an Eil Yeshaia . Met touellus eo kement-mañ rak meur a oberour a gaver amañ adarre. Netra urzhiet sklaer. An dastumad a seblant dre vras bezañ eus amzer an harlu war e fin..

" Tost emañ an distro. Un ermaeziadeg nevez e vo, ken burzhudus hag an hini gentañ. Bremañ emañ koulz ar frealzidigezh, ar pardon a-berzh Doue, ur gevredelezh nevez gantañ(...]. Kemennadur a levenez displeget en ur stumm aes ha splann. [...], Ret eo diforc'hañ diouzh ar re all ar pevar diougan a reer anezho Barzhonegoù ar Servijer (42, 1-7 ; 49, 1-9b ; 50, 4-9a ; 52, 13 ; 53, 12). Heñvel maz int kenetrezo ez int disheñvel-mat diouzh ar peurrest eus lodenn-se Izaia. Amañ ez eus ano eus ur servijere da Yahve , karget eus ur gefidi speredel e-keñver Israël hag ar broadoù, a vo enebet outañ, hag a yelo betek reiñ e vuhez evit silvidigezh an dud : met Yahve e-unan eo a n hini a rento glor dezhañ. " Gwelet eo bet gant ar gristenien ar servijer-se evel ur rakskeudenn eus ar C'hrist.

Ar pennadoù 56-66 a ya d'ober an trede lodenn. Pezhioù dizanv, disheñvel o stumm hag o soñjoù, hep renkadur spis ebet. Moarvat ez eo oberennoù bet savet goude an harlu gant diskibien profed pennañ an eil lodenn.

"Emaomp goude an Harlu ; graet eo an distro e Palestina ; nemet ne respont ket bepred an darvoudoù d'an esperañsoù a-wechall. Emaomp e-kreiz ar c'herse hag an diskonfort ; arroudoù e-leizh a zo tamalloù enep ar renerien, an idolouriezh, an direlijion , ar mac'homerezh en-keñver ar re baour. N'eus ket koulskoude da zigalonekaat : bras e vo gloar ar Jeruzalem da zont mennet gant Doue [...]."

Levr ar Furnez

Levr ar Furnez zo unan eus levrioù eilkanonel an Testamant Kentañ. Ne gaver anezhañ nemet e Bibl ar Seikont hag er Bibl katolik eta.

Bet eo bet skrivet al levr er c'hantved diwezhañ KJK, war-dro ar bloaz 50 gant ur Yuzev o chom en Egipt, moarvat en Aleksandria. Skrivet eo bet e gresianeg hag anavezet mat eo ar yezh-se gant an oberour.

Anvet eo bet "Furnez Salaun" e Bibl ar Seikont. Boaziet oa furien Israel da lakaat war anv ar roue brudet an holl skridoù a furnez (da skouer ar C'hrennlavarioù, Levr ar Prezeger).

Diskouez ar a ar mennozhioù hag ar geriadur en deus an oberour un anaoudegezh resis eus al lennegezh hag ar sevenadur gresianek. Mirout a ra ur garantez divrall evit feiz hag hengounioù Israel hep ober fae evit-se war ar pezh a zo talvoudus en-dro dezhañ.

Teir lodenn a gaver el levr :

- Ar pennadoù 1-6 a ziskouez tonkadur an den hervez Doue : disheñvel-mik eo hent ar re fur diouzh hini ar re fallakr. N'eus netra da c'hortoz evit ar vuhez da zont , nemet ha heuliet e vee bremañ hent ar furnez.

- Ar pennadoù 7-9 ha zispeg petra eo ar Furnez.

-Ar pennadoù 10-19, diazezet war darvoud an Ermaeziadeg a ziskouez pegen dibar eo Furnez Israel a zo el Lezenn roet dezhañ gant Doue. Ur sklêrijenn eo evit ar pobloù. Mennozh ur vuhez da zont evit ar re just ha zoken hini dasorc'hidigezh ar c'horfoù a gaver el levr.

Menez Horeb

Ar Menez Horeb eo ar menez ma vije bet roet an Dek Gourc'hemenn gant Doue d'ar profed Moizez, hervez a gonter en Testamant Kozh (Ermaeziadeg, III, 1 ha Rouaned I, XIX, 8).

Meuriad Reouven

Meuriad Reouven a zo unan eus Daouzek meuriad Israel. Diskennidi Reouven, mab henañ Yaakov hervez Levr ar C'heneliezh. E Levr Yehoshoua e c'heller lenn peseurt lodenn eus tiriad Kenaan a voe roet da veuriad Reouven goude an Ermaeziadeg (Ys 13, 15-23).

Midyan

Hervez Levr an Ermaeziadeg (Er.) ez eo Midyan ar vro ma tec'has Moshe goude bezañ lazhet un Egiptad hag a skoe gant un Hebread (Er. 2,15).

Koazezet e oa e-kichen ur puñs pa zeuas merc'hed Reouel — hag eñ beleg Midyan — da gerc'hat dour. Argaset e voe ar merc'hed gant mêsaerien ha sikouret gant Moshe.

Kontañ a reas ar merc'hed an afer d'o zad. Setu ar pezh a lenner en Tanac'h (Er 2 20-22) :

Hag e lavaras d'e verc'hed : "Pelec'h emañ ? Perak hoc'h eus lezet an den-se ? Galvit anezhañ ma tebro bara." Hag ez asantas Moshe da chom gant an den, a roas Zipora e verc'h da v/Moshe. Ha houmañ a c'hanas ur mab, hag eñ a c'halvas e anv Gershon, rak, emezañ, "Ostiziad on bet e bro estren."

Pentateuc'h

Ar Pentateuc'h, pe Al Lezenn, pe Tora ar Yuzevien, eo anv pemp levr kentañ ar Bibl : Geneliezh ; Ermaeziadeg ; Leviegezh ; Niveroù hag Adlezenn.

An droidigezh diwezhañ bet graet e brezhoneg diwar an hebreeg eo hini Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien, embannet e 1981 gant An Tour-Tan.

Roma Eterna

Roma Eterna zo ur romant saoznek gant ar romantour stadunanat Robert Silverberg e 2003, anezhañ un ukroniezh diwar-benn an impalaeriezh roman hag a bad betek hon amzer. Savet eo diwar dek danevell ha c'hwec'h anezho a oa bet embannet da gentañ en Asimov's Science Fiction, etre 1989 ha 2003.

Sinagogenn

Ar sinagogenn (eus ar ger gresianek kozh συναγωγή synagogē, a dalveze "emvod" pe "bodadeg") eo al lec'h m'en em vod ar Yuzevien da bleustriñ o relijion. En hebraeg e lavarer בית כנסת beyt knesset, "ti ar vodadeg", pe בית התפילה beyt t'fila, "ti bediñ".

Soñjal a reer e teu ar boaz d’en em vodañ e sinagogennoù gant ar Yuzevien eus ar mare ma voent harluet da Vabilon, ha ma ne c’hallent ket pediñ e Templ Jeruzalem ken. Gallout a ra ar sinagogennoù bezañ kinklet en un doare arzel, met peurvuiañ ne vez ket enno delwennoù pe skeudennoù eus tud, rak berzet eo ar seurt skeudennoù gant an darn vrasañ eus ar ranngredennoù yuzev. E hini ebet anezho a-hend-all ne gaver skeudennoù eus Doue, rak berzet eo groñs hervez unan eus Dek Gourc'hemenn an Ermaeziadeg.

Dre ma’z eus bet savet sinagogennoù en ur bern broioù disheñvel ha da vareoù diseurt, n’eo ket unvan o savouriezh. E diabarzh pep sinagogenn e kaver peurliesañ ur sal vras evit pediñ ha salioù all miret evit ar studi (בית מדרש Beyt midrash, ti ar studi). Pediñ a-gevret a vez graet gant ar Yuzevien er sinagogennoù : teir gwech bemdez e ranker pediñ er relijion-se.

En un armel anvet Arc'h santel e vez lakaet an Torah, levr santel ar Yuzevien. En e sav dirak un daol anvet « bimah » e vez ar rabin (ar beleg) o lenn an Torah d’ar feizidi bodet er sinagogenn.

En Europa e voe distrujet kalz sinagogennoù en XXvet kantved gant an Nazied, er broioù dalc’het ganto er bloavezhioù 1930 ha 1940. Ar sinagogenn goshañ a gaver er bed zo en enez Delos e Gres : savet e voe etre 150 ha 128 a-raok J.K. E Kochi, en India, e kaver an hini goshañ bet savet gant an Diaspora yuzev, savet ma voe e 1568.

Torah

An Torah (hebraeg: תורה) a vez graet eus pemp levr Moizez:

Berechit (hebraeg: בְּרֵאשִׁית), Genesis (gresianeg-latin) pe Geneliezh (brezhoneg)

Chemot (שְׁמוֹת), Exodus (latin) pe Ermaeziadeg

Wa-yikra (וַיִּקְרָ), Leviticus (latin) pe Leviegezh

Be-midbar (בְּמִדְבַּר), Numeri (latin) pe Niveroù

Ha-devarim (הַדְּבָרִים), Deuteronomion (gresianeg-latin) pe AdlezennSellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion: er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er Gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.