Enez Wight

Ur gontelezh eus Bro-Saoz eo Enez Wight (Isle of Wight e saozneg, Ynys Wyth e kembraeg). Disrannet e voe diouzh Hampshire e 1890. Abaoe freuz he daou zistrig e 1995 ez eo un aotrouniezh unvan. Lodek eo er rannvro Gevred eo.

Un toull-bac'h brudet a zo eno.

Enez Wight
Banniel Enez Wight

Banniel Enez Wight
CumbriaDevonNorthumberlandNorfolkSuffolkEssexNorth YorkshireLincolnshireWiltshireKentWorcestershireNottinghamshireEast SussexSomersetWest SussexHerefordshireDorsetWest YorkshireIsle of WightShropshireHampshireNorthamptonshireOxfordshireStaffordshireDerbyshireGloucestershireEnglandIsleWight.png
Kêr-benn Newport
Gorread 384 km²
Poblañs 140,200
Stankted ar boblañs 369 annezad/km²

Liammoù diavaez

Admiral's Cup

An Admiral's Cup a zo ur redadeg bigi-dre-lien hag a vez bep daou vloaz e-kichen Enez Wight.

Aethelwalh Sussex

Æthelwealh (660 - 685) (skrivet ivez Aedilualch, Aethelwalch, Aþelwold, Æðelwold, Æþelwald, pe Ethelwalch) a oa roue istorel kentañ Sussex. N'anavezer anezhañ nemet dre venegoù berr e Buhez Eskob Wilfrid, Historia ecclesiastica gentis Anglorum hag ar C'hronik Angl-ha-Saozon.

Kristen e oa deuet Æthelwealh da vezañ pan edo e Mercia. Kentañ roue badezet e vro e voe . E 661 e voe roet enez Wight ha tirioù ar Meonware dezhañ gant Wulfhere Mercia.

E 685 e voe faezhet ha lazhet gant Cædwalla Wessex

Allectus

Allectus (marv e 296) a oa un impalaer-alouber roman en Enez Vreizh hag e hanternoz Galia, eus 293 da 296.

Allectus e oa bet lakaet e penn e velestradur war an argant gant Carausius.

Met goude koll Gesoriacum, e 293, Allectus e zrouklagas Carausius, hag e gemeras e blas e penn Enez Vreizh.

Un arme roman a zo bet savet neuze gant ar c'hezar (= eil impalaer) Constantius Chlorus a-enep Allectus :

- Maximianus Herculius, an impalaer, e penn un ardarme, e-kichen genoù ar Rhin,

- Constantius Chlorus, eus Gesoriacum war zu genoù ar stêr Davoez,

- an admiral Lucius Asclepiodotus, eus genoù ar Sequana (Seine), war zu Enez Vectis (Enez Wight)

Taget war daou du, arme Allectus e blegas, hag e oa trec'het war dro Alton, war an hent etre Venta Belgarum (Winchester) da Londinium (Londrez). Allectus a zo lazhet e-kerzh an emgann se.

Ar rest eus e arme, gant ar c'hopridi Franked, aet da glask repu e Londinium (Londrez), a zo lazhet tout gant arme Constantius Chlorus. N'eus hini ebet a zo chomet bev.

Adalek an amzer-se, Londinium a zo deut da vezañ Londunium Augusta.

Carraig Aonair

Carraig Aonair (Fastnet pe Fastnet Rock e saozneg) a zo ur garreg digenvez er Meurvor Atlantel, er mervent da Iwerzhon. Emañ war-hed 13 km diouzh an douar-bras ha war-dro 6 km diouzh enez Cléire. "Karreg digenvez", "Karreg hec'h-unan" eo ster an anv iwerzhonek "Carraig Aonair". Ar garreg-se zo dezhi 24 metr uhelder a-us live ar mor.

Un tour-tan zo warni. Savet e voe an hini kentañ e 1853, gant houarn. Un eil, e greunvaen, a voe savet eus 1899 da 1904, gant mein bras deuet eus Kernev-Veur. E Kernev-Veur e voe benet ar mein, 2 074 anezho. Eno e voe savet un tour-tan, divontet ha kaset ar mein niverennet da Iwerzhon da adsevel an tour. Ne voe lazhet den ebet e-kerzh al labourioù-se. 54 metr uhelder zo d’an tour-tan. Gwelet a c'haller e c'houloù gwenn 27 mil mor tro-war-dro (50 km).

Brudet eo Carraig Aonair dre ma vez implijet da bal evit ur redadeg bigi-dre-lien anvet Fastnet Race. Loc’hañ a ra ar gouelieroù eus Cowes en enez Wight, ober an dro d’ar garreg ha distreiñ da b-Plymouth, goude ur redadeg 1 126 km a hed. Redadegoù bihanoc’h zo ivez, etre porzhioù bihan eus kreisteiz Iwerzhon evel An Scoil pe Dún na Séad (Baltimore) ha Carraig Aonair.

Cerdic (Wessex)

Cerdic (pe Ceretic) a oa Dux Gewissorum ha roue kentañ Wessex. Sellet e vez outañ evel hendad da Egbert, roue Wessex ha da rouanez Bro-Saoz a-vremañ eta, Elizabeth II, kenkoulz ha d'an darn vrasañ eus familhoù roueel Europa.

Eugène Manet en Enez Wight

Eugène Manet en Enez Wight zo un eoullivadur gant Berthe Morisot e 1875. Emañ he fried Eugène Manet o sellout dre ur prenestr ouzh porzh Enez Wight.

War ziskouez emañ an oberenn er mirdi Marmottan Monet, e Pariz.

Gevred Bro-Saoz

Unan eus 9 Rannvro Bro-Saoz eo Gevred Bro-Saoz (South East England e saozneg). Ur Pastell Dilennel Europat eo ivez war un dro, hag a zilenn 10 kannad europat da Barlamant Europa.

Juted

Ar Juted pe Iuti, pe Iutae a oa ur bobl c'hermanek hag a oa, hervez Beda, unan eus teir fobl pouezusañ e Preden . Krediñ a reer e teuent eus Jutland (anvet Iutum e Latin) e Danmark, Schleswig hag eus darn eus Frizia.

Tra ma lec'hi Beda ar Juted en tu-arall D4an Angled e-keñver ar Saksoned, e oant marteze ar memes pobl hag an Eucii, pe Saxones Eucii, a oa liammet en un doare anat gant ar Saksoned ha sujet d'ar Franked e 536. Hervez Tacitus e oa ur bobl, Eudoses o anv o vevañ e norzh Jutland hag a c'hellfe bezañ ar Juted. Marteze ivez avat e oant bet an Eotenas (ēotenas) o-doa kemeret perzh en ur brezel etre ar Frizianed hag an Daniz meneget e Beowulf (linennoù 1068–1159. ēotenas a c'hellfe bezañ an hevelep ger hag jotuns (ramzed) pe ur kenning evit enebour. Posupl eo ivez e oant ur meuriad, Euthiones e anv, meneget un ur varzhoniezh gant Venantius Fortunatus (583). Sujet da Chilperic I e vefent bet d'ar mare-se.

Asser, en e Buhez Akfred a lar e oa mamm Alfred Meur, Osburga, un diskennad eus Juted Enez Wight, a vefe, hervezañ an hevelep pobl hag ar goted. N'eo ket gwirheñvel tre, avat. Hervez ur vartezeadenn a-vremañ, avat e vefe ar Juted ar C'heated, ur bobl a veve gwechall e su Sved. En andonioù kozh e oant galvet Eotas, Iótas, Iútan, pe Geátas. Sklaer eo e Widsith and Beowulf e oa disheñvel an Eotenas eus ar Geátas. Posupl eo e oant bet kmmesket an daou anv evel ma'z eo posupl e oa ar Juted ur bobl liammet ouzh ar C'heated. En 'Gutasaga eo meneget e oa aet kuit d'ar c'hevandir un darn eus tud Gotland.

Asambles gant an Angled, ar Saksoned hag un nebeut Frizianed e oa ar Juted e touez ar meuriadoù a oa treuzet Mer an Norzh da breiziañ ha aloubiñ Preden goude ar IVe kantved. Hervez Beda o-defe en em staliet e Kent (ma voent galvet ar Cantuarii), Hampshire (e Wessex) hag en Enez Wight (ma voent anvet Uictuarii). Bez ez eus un nebeut ag anvioù-lec'h a ziskouez e vev Juted er rannvro, evel Ytene, a vefe bet anvioù kozh New Forest hervez Florence Worcester.

Tra ma'z eo aes da welout o levezon e Kent ez eo aet da get ar Juted er rannvroioù arall. Goude ma oa bet staget Rouantelezh Ket ouzh Wessex e oan bet beuziet gant ar meuriadoù arall da furmiñ ar bobl saoz. Hervez un nebeut a glaskourien, avat, e vefe bet lazhet tout ar Juted Hampshire goude aloudabeg ar rannvro gant Wessex. N'eo ket sur, avat, ha posupl eo an noblañs hepken a oa distrujet, ma oa boutin er mare-se, tra ma oa heñvelekaet ar werin.

Legio XX Valeria Victrix

Legio XX Valeria Victrix ("Ugentvet lejion drec'h eus Valeria") a oa ul lejion eus arme an Impalaeriezh roman.

Krouet e oa bet al lejion pe da vare Tiber pe da vare Aogust, da vare an Triumvirat, war-dro 31 kent J.-K..

Kentañ meneg resis eus al Legio XX, hepmuiken, a gaver da goulz un emsavadeg e Pannonia er bloaz 6 goude J.-K. Staliet e oa sur-awalc'h en Aquilea.

E 14 goude J.-K. e oa staliet war ar stêr Roen, e bro an Ubii, el lec'h m'emañ Köln.

Kaset e voe goude-se da Novaesium etre 14 ha 43 goude J.-K.

Kemer a reas perzh al lejion en aloubadeg Enez Vreizh, e 43, en arme kaset gant ar jeneral Aulus Plautius.

Staliet e voe da gentañ evel adarme e Camulodunum. Kaset e voe goude-se e 57 da Glevum. Staliet e voe da c'hortoz e 60-61 e Deva, asambles gant al Legio XIV Gemina, ha goude-se e Viroconium, eus 67 da 86. Er bloaz-se e voe staliet da vat e Deva, hag a voe he fenngarter betek Maksim (383-388).

Legio XX Valeria Victrix a oa en he c'harg ar surentez el lodenn gornôg eus Enez Vreizh, mervent Mor Iwerzhon, kornôg Mor Breizh.

Meur a greñvlec'h eus Chester betek enez Wight : Seguntium, Moridunum, Nidum, Isca Silurum, Venta, Abonae (e-kichen Bristol);

Mor Breizh

Mor Breizh (Mor Bretannek e kerneveureg, English Channel evit ar saoznegerien, ar Manche evit ar c'hallegerien, Môr Udd e kembraeg, Muir nIocht en iwerzhoneg, Oceanus Britannicus pe Mare Britannicum e latin) a zo ur mor digor war ar Meurvor Atlantel, e Kornôg Europa, dezhañ ur gorread war-dro 75 000 km², un hed 500 km hag ul led 250 km (d'ar muiañ) hag un donder 172 m. War ar mor-se e weler un niver bras a listri pa'z eo al liamm etre ar bed hag ar broioù o deus porzhioù eus ar brasañ er bed : Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Alamagn ha broioù Skandinavia.

Pevensey

Pevensey zo ur gêriadenn en East Sussex, e kreisteiz Bro-Saoz.

Rhegin

Ur rouantelezh vrezhon eus kreisteiz Preden e oa Rhegin. En em astenn a rae war vord Mor Breizh e reter enez Wight, e tachennad meuriad kozh ar Regini

Hogozik netra a anavezer diwar-benn ar rouantelezh-se. Abred ez eo aet da get, moarvat. Hervez ar c'hronik angl-ha-saozon eo enni e tilistras ar penn-brezel saksonek Ælle e 477, en ul lec'h anvet Cymenes ora. Stourm a reas ouzh ar vrezhoned e Emgann Mearcredes burne e 485 hag e 491 e kemeras Anderida (Pevensey hiziv). War-he-zro e savas-eñv ar rouantelezh Sussex.

Stuf

Stuf a oa ur penn-brezel sakson pe jut meneget er C'hronik Angl-ha-Saoz. Erruet e vefe bet gant ar Westseaxe e 514 ha sujet e vefe bet da Gerdic goude 519. Digantañ en-defe degmeret enez Wight e 534. Enni en-defe krouet ur rouantelezh a bado betek 688.

Wessex

Rouantelezh Wessex a oa unan eus ar seizh rouantelezh angl-ha-saoz eus deroù ar Grennamzer , hag a badas eus ar VIvet betek an IXvet kantved ; a-raok ma oa savet rouantelezh Bro-Saoz end-eeun. Dont a ra hec'h anv eus West ha Saks (Saoz) (evel ma teue Essex eus East ha Saoz, ha Sussex eus South ha Saoz). War aodoù kreisteiz ha mervent Enez Vreizh e oa savet. Aloubiñ a reas ar rouantelezhioù angl-ha-saoz all (Mersia, Anglia ar reter, hag ar re all) kement ha ken bihan ma teuas da vezañ mestr war douaroù an holl Saozon ha ma teuas da vezañ rouantelezh Bro-Saoz.

Goude deuet da vezañ ur gontelezh ez eas da get Wessex evel framm politikel en XIvet kantved. Hiziv an deiz e teu meiziad Wessex war an dachenn bolitikel en-dro rak lod a fell dezho krouiñ ur rannvro anvet evel-henn en douaroù a oa dindan ar rouantelezh-se er Grennamzer.

Wihtgar

Wihtgar a oa ur penn-brezel sakson pe jut meneget. C'hronik Angl-ha-Saoz. Erruet e vefe bet gant ar Westseaxe e 514 ha sujet e vefe bet da Gerdic goude 519. Digantañ en-defe degmeret enez Wight e 534. Enni en-defe krouet ur rouantelezh a bado betek 688.

N'eo ket sur e oa un den reolek, avat, rak anv tud Wight a oa Wihtwara ha Wihtwarasburgh. An daou anv-se a denn eus anv kozh an enez ha gwirheñvel eo e oa bet ijinet istor Wihtgar da zisplegañ orin anv an enez.

William Jardine (naturour)

Sir William Jardine, bet ganet d'an 23 a viz C'hwevrer 1800 e Dinedin (Bro-Skos) hag aet da Anaon d'an 21 a viz Du 1874 e Sandown (Enez Wight, Bro-Saoz), a oa un naturour skosat.

Roet e voe e anv d'ur spesad evned — Boissonneaua jardini — gant an evnoniour gall Jules Bourcier (1797-1873).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.