Elia

Elia[1] (en hebraeg eliyah pe eliyaou « Yah (YHVH) eo ma Doue » a zo unan eus tudennoù brudetañ ar Bibl. Ur profed e oa hervez an Tanac'h.

Ur rummad testennoù diwar e benn ha diwar e vurzhudoù a gaver silet e Kentañ Levr ar Rouaned ( 1R 17-19 ) [2]hag e penn kentañ Eil Levr ar Rouaned (2R 1-2 , 1-11) [3].

Bevañ a reas e rouantelezh an Norzh da vare Ahav, roue Israel (874 KJK-853 KJK) hag e wreg Izevel, merc'h Et-Baal, roue ar Sidoniz.[4].

Delftware plaque with the Prophet Elijah fed by the Ravens
Feilhañs Delft hervez taolenn Nicolaes Piterszoon Berchem, Elia maget gant ar brini

Lakaat a reas ar glav da chom hep kouezhañ e-pad tri bloaz (1R 17, 1) diwar urzh Doue. Mont a reas da guzh e froud Kerit ma voe maget gant « brini a zegase dezhañ bara ha kig diouzh ar beure, bara ha kig d'abardaez ». (1R 17, 2-7).

Victors Elijah and the widow of Zarephath
Elia hag intañvez Sarefta gant Jan Victors, 1640

Kaset e voe da Sarefta (a zo eus Sidon) e ti un intañvez prest da vervel gant an naon. Magañ a reas anezhañ gant ar pezh a chome ganti hag eñ da lavarout « Rak evel-hen e komz an Aotroù, Doue Israel : 'ar skudellad bleud n'echuo ket, ar jarlad eoul ne goazho ket, betek an deiz ma roio an Aotroù glav war c'horre an douar !' ». Ha n'ehanas ket ar skudellad bleud ha ne goazhas ket ar jarlad eoul « hervez promesa an Aotroù ». [5] Goulenn a reas digant Doue adkas ar vuhez e mab an intañvez a oa o vervel hag e selaouas an Aotroù ouzh mouezh Elia ».

Sevel a reas enep Ahav, ar roue. Asantiñ a reas Ahav goude ur pennad bodañ war ar C'harmel profeded Baal evit keveziñ gant Elia. Trec'h e voe Elia hag « e tiskennas Elia anezho da froud Kishon hag o sakrifias eno ». [6]

Kounnaret e voe Izevel , gwreg Ahav, gant ar pezh en doa graet Elia , gourdrouz a reas anezhañ hag voe rediet Elia da dec'hout kuit.

Hervez Kentañ Levr ar Rouaned (1R 19, 16) e voe karget gant Doue da oleviñ Yehou mab Nimshi da roue Israel ha Elisha, mab, Shafat, eus Avel-Mehola, da brofed war e lerc'h.[7]

Distreiñ a reas evit mallozhiñ Izevel (1R 21, 23) hag Ahav hag e diegezh ivez (1R 21,24-28) goude m'o doe laeret gwinnieg Navot ha lakaet anezhañ da vezañ lazhet.

E penn kentañ Eil Levr ar Rouaned e weler anezhañ da vare ar roue Ahazia (853 KJK-852 KJK), mab Ahav. Mervel a reas Ahazia « hervez komz an Aotroù lavaret gant Elia » (2R 1, 17).

Speculum Darmstadt 2505 63r
Speculum Humanae Salvationis Darmstadt, war-dro 1360, Elia skrapet d'an Neñvoù

A-raok bezañ skrapet d'an neñvoù en « ur c'harr tan » gant « mirc'hi tan » e fizias e garg a brofed en Elisha, e ziskibl (2R 2).

Distro Elia a voe meneget gant profeded zo pa gomzent eus an amzerioù mesiazek, setu perak e kaver tud en Testamant Nevez o kemer Jezuz evit Elia. ( Mk 6,15).

Brooklyn Museum - The Transfiguration (La transfiguration) - James Tissot - overall
Brooklyn Museum - The Transfiguration (An Treuzneuziadur ) gant James Tissot - etre 1886 ha 1894

Kavout a reer Elia meneget ivez (Mk 9, 1-9 ; Lk 9, 28-36 ; Mzh 17, 1-9) pa vez kaoz eus treuzneuziadur Jezuz. Deskrivet e vez Elia ha Moshe o komz gant Jezuz en degouezh-se.

Notennoù ha daveennoù

  1. "Eli" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p314
  2. (br) Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, pp 155- 159
  3. (br) Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn pp167-168
  4. (br) Troidigezh An tour-Tan, eil levrenn, p 155 (1R 16, 29-31)
  5. (br) Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn pp 155-156
  6. (br) Troidigezh An Tour-tan , pp156- 157, 1R 18)
  7. (br) Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 158
2003

Diwar-benn bloavezh 2003 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Sellit ivez ouzh 2003 e Breizh.

Ahav

Hervez an Tanac'h e renas Ahav, mab Omri war Israel etre 874 KJK ha 853 KJK.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned :« Hag e reas Ahav, mab Omri, gwashoc'h ouzh daoulagad an Aotroù eget an holl re a oa bet en e raok. Evel pa vije bet re nebeut dezhañ kerzhout e pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, e kemeras da wreg Izevel, merc'h Et-Baal, roue Sidoniz, hag ez eas da servijout ar Baal ha da stouiñ dirazañ. » (1R 16, 30-31).

Buhez hag oberoù Ahav zo displeget eus 1R 16, 29 betek 1R 22, 40 C'hoari a reas ar profed Elia ur roll pouezus en istor Ahav, hervez an Tanac'h.

Brezel a reas Ahav ouzh Ben-Hadad, roue Aram a lakaas seziz war Shomron d'ur mare (1R 20).

Krevredet e voe Israel ha Yehouda, renet gant Yehoshafat, enep Aram. Gloazet e voe Ahav e-kerzh emgann Ramot-Gilead ha mervel a reas (1R 22).

Ahazia, e vab, a renas war e lerc'h.

Ahazia (roue Israel)

Ahazia, pe Akazia (hebraeg: אֲחַזְיָה‎ ’Ăḥazyāhū, "Yahu en deus tapet krog"; Ochozias e latin) a oa mab da Ahav, a voe roue Israel e-pad daou vloaz (-853 KJK - -852 KJK), hervez an Testamant Kentañ.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned (1R 22, 53-54) :

« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, hag e kerzhas war roudoù e dad ha war roudoù e vamm, ha war roudoù Yarovam, mab Nevat, a rae da Israel pec'hiñ. Hag e servijas Baal, hag e stouas dirazañ, hag e hegasas Doue Israel, a-grenn evel m'en devoa graet e dad. »

Hervez Eil Levr ar Rouaned e kouezhas klañv goude bezañ kouezhet « dre gloued e gambr-uhel, e Shomron ».

Kas a reas kannaded da c'houlenn digant Baal-Zevouv hag-eñ e vevfe diwar ar c'hleñved. Ar re-mañ a gavas war o hent ar profed Elia a lavaras dezho « Evel-hen e komz an Aotroù : Ha n'eus ket a Zoue en Israel pa gasez da c'houlennata Baal-Zevouv, doue Ekron ? Setu perak, ar gwele ma'z out savet warnañ, ne ziskenni ket dioutañ, rak mervel a ri ! Lenn a reer en destenn e varvas Ahazia « hervez komz an Aotroù lavaret gant Elia ».

E vab Yoram a renas war e lerc'h.

Anvioù-badez italianek

Sed amañ ur rollad anvioù-badez italianek.

Clark Ashton Smith

Clark Ashton Smith (Auburn, Kalifornia, 13 a viz Genver 1893 - 14 a viz Eost 1961), a oa arzour , barzh ha skrivagner amerikan. A-fed lennegezh en deus skrivet oberennoù moliac'h, spont ha skiant-faltazi. Mignon bras da Howard Phillips Lovecraft e oa.

Dan Simmons

Dan Simmons a zo ur skrivagner stadunanat hag en deus savet istorioù skiant-faltazi ha levrioù spont dreist-holl. Ganet eo bet d'ar 4 a viz Ebrel 1948 e Peoria (Illinois) (SUA). Embannet eo bet e levrioù e seizh bro warn-ugent. Anavezet eo dreist-holl evit kelc'hiad Hiperion ha kelc'hiad Ilium.

Daína Chaviano

Daína Chaviano zo ur skrivagnerez eus Kuba, ganet e La Habana.

Bez ez eo unan eus an teir skrivagnerez a-bouez er skiant-faltazi spagnolek, gant Angélica Gorodischer (eus Arc’hantina) hag Elia Barceló (eus Spagn).

Kuitaat a reas Kuba en 1991 da vevañ e Florida.

Elisha

Elisha (hebraeg : אלישע ; arabeg : اليسع) a zo ur profed eus an Testamant Kentañ, diskibl Elia

Meneget eo da gentañ e Kentañ Levr ar Rouaned (1R 19, 15-21) : « Hag e lavaras an Aotroù dezhañ [Elia] : « Kae en-dro gant da hent er gouelec'h […]. Hag Yehou, mab Nimshi, a olevi da roue war Israel. Hag Elisha, mab Shafat, eus Avel-Mehola, a olevi da brofed war da lerc'h. »

« Kelc'hiad Elisha » a gaver en Eil Levr ar Rouaned, goude ma voe skrapet Elia d'an neñvoù hervez an destenn (2R 2-13) Taolennet eo ennañ e vurzhudoù (en o-zouez pare Naaman, penngadour arme roue Aram a dro ouzh Doue Israel...).

Seveniñ a reas e garg e-pad renYoram (852 KJK-841 KJK) hag e-pad hini Yehou (841 KJK-814 KJK) hag hini Yoahaz (814 KJK-898 KJK) . Mervel a reas pa rene Yoash, mab Yoahaz, war Israel (798 KJK-783 KJK) (2R 13, 14-20).

Hervez 2R 9,1-10 e kargas ur profed yaouank da oleviñ Yehou da roue Israel.

Izevel

Hervez an Testamant Kentañ (1R 16, 31) e oa Izevel, gwreg Ahav, roue Israel (874 KJK-853 KJK). : « Evel ma ne vije bet re nebeut dezhañ kerzhout e pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, e kemeras da wreg Izevel, merc'h Et-Baal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijout ar Baal ha da stouiñ dirazañ. »

Gwelet e vez Izevel evel ur bec'herez vras gant an Tanac'h eta : boutañ a ra he gwaz da azeuliñ Baal hag emzalc'hioù direizh he deus ivez (so Gwinienn Navot, 1R 21). Milliget e voe gant Elia « Ar chas a zebro Izevel e-harz rak-mogerioù Izreel » (1R 21, 23)

Pa voe bet olevet Yehou roue Israel e roas urzh da lazhañ Izevel en Izreel. Slepet e voe diouzh e frenestr ha ne voe kavet « diouti nemet ar c'hlopenn; an treid ha palvoù an daourn » rak « Lavar an Aotroù eo, en doa komzet dre e servijer Elia...» (2R 9,30-37).

Mamm Atalia, gwreg Yehoram, roue Yehouda, oa.

Jack Vance

John Holbrook "Jack" Vance, ganet d'an 28 a viz Eost 1916 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Mae 2013 a oa ur skrivagner skiant-faltazi ha moliac'h stadunanat. Daoust ma oa bet sinet darn eus e oberennoù gant an anv Jack Vance, en doa skrivet ivez 9 romant kevrinus dindan e anv gwirion John Holbrook Vance. Tri a voe embannet gant al lesanv Ellery Queen, ha pep a unan gant al lesanvioù Alan Wade, Peter Held, John van See, ha Jay Kavanse.

Ul lodenn eus e oberennoù embannet a ro 1920 evel e zeiziad ganedigezh. E 2009, en The New York Times Magazine, e oa bet deskrivet Vance evel "one of American literature's most distinctive and undervalued voices". Marvet eo en e di en Oakland (Kalifornia) oadet a 96 vloaz.

Kurt Vonnegut

Kurt Vonnegut, Jr. (Indianapolis, 11 a viz Du 1922 - New York, 11 a viz Ebrel 2007), zo ur romantour stadunanat.

Brudet e voe adal 1969 gant e romant Slaughterhouse-Five ("Lazhdi 5").

Pevarzek romant a skrivas, tri dastumad istorioù berr, pemp pezh-c'hoari ha pemp levr ma kontas e veajoù hag e selloù war ar vuhez.

Mary Shelley

Ur skrivagnerez saoz eo Mary Wollstonecraft Shelley ganet d’an 30 a viz Eost 1797 e Londrez, e Bro-Saoz. Brudet eo dre he romant "Frankenstein, or the Modern Prometheus".

Merc'h e oa d’ar brederourez Mary Wollstonecraft ha d’ar skrivagner politikel William Godwin. Dimeziñ a reas gant ar barzh Percy B. Shelley e 1816, goude emlazh e wreg kentañ.

Mervel a reas d’ar 1añ a viz C'hwevrer 1851 e Londrez.

Michael Crichton

Michael Crichton zo ur skrivagner ha filmaozer amerikan ganet e Chicago (SUA) d'an 23 a viz Here 1942.

Skrivet en deus romantoù skiant-faltazi evel Jurassic Park ha produet ar film savet diwarnañ.

Krouet ha produet en deus ivez an heuliad skinwel ER (Urgences evit ar stumm galleg).

Marvet eo d'ar 4 a viz Du 2008.

Richard Matheson

Richard Matheson, ganet en Allendale, New Jersey, d'an 20 a viz C'hwevrer 1926, ha marvet d'an 23 a viz Mezheven 2013, e Calabasas, Kalifornia, a zo ur skrivagner skiant-faltazi ha lennegezh anken amerikan. Skrivet en deus ivez senarioù evit ar sinema pe evit ar skinwel, evel "Duel" evit Steven Spielberg, ha meur a abadenn eus The Twilight Zone.

Bet e oa deuet da Sant-Maloù d'ar festival Étonnants Voyageurs.

Roberto Iañ

Roberto Iañ (Firenze, 9 a viz Gouere 1848 – Viareggio, 16 a viz Du 1907) a oa diwezhañ dug Parma. Ren a reas adal e c'hwec'h vloaz, adalek 1854 betek 1859, pa voe staget e zugelezh ouzh rouantelezh Sardigna.

Tennessee Williams

Tennessee Williams, a oa Thomas Lanier e wir anv, a oa ur skrivagner amerikan ganet en Ohio d'ar 26 a viz Meurzh 1911.

Diaes e voe e yaouankiz abalamour d'e dad a oa ur mezvier feuls. E c'hoar Rose Isabelle a voe lobotomizet, ar pezh a levezonas kalz buhez arzel Tennessee Williams hag a roas he fersonelezh da veur a dudenn en e skridoù.

Savet en deus danevelloù ha pezhioù-c'hoari a vez alies tem ar follentez pe an dud kollet enno.

E-touez e oberennoù emañ A streetcar named desire (Un trammgarr anvet C'hoantad) pe Cat on a hot tin roof (Kazhez war un doenn tomm-gor).

Meur a film a voe savet diwar e oberennoù gant Elia Kazan pe Joseph Mankiewicz e-touez re all.

Mervel a reas e New York d'ar 24 a viz C'hwevrer 1983.

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2019

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn, e 2019, a oa loc'het eus Brusel (Belgia) d'ar 6 a viz Gouere, hag a oa degouezhet e Pariz d'an 28 a viz Gouere.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.