Efraim (tiriad)

Graet e vez Efraim er Bibl eus an tiriad a oa annez meuriad Efraim mab da Yosef, mab da Yaakov, e norzh Palestina. Kresket en doa ar meuriad e dachenn a-hed an amzer betek ma voe ken bras ken e teuas er VIIvet kantved kent JK "Efraim" da vezañ heñvelster da Rouantelezh Israel (rouantelezh an norzh.(Ys 16,5-10 ; Yr31, 18-20 ; Ye 11,13).[1]

Daveoù

  1. Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p88
Efraim (mab Yosef)

Hervez ar Bibl e oa Efraim (en hebraeg אפרים, a dalvefe "daou zigoll") unan eus mibien Yosef, mab Yaakov ha Rahel. Pa oa Yaakov war e dalaroù en Egipt e voe degaset dezhañ mibien Yosef evitañ d(o bennigañ.. Lakaat a reas Yaakov e zorn dehou war benn Efraim , an hini yaouankañ , ha n'eo ket war benn Menashe, an henañ daoust da Yosef. en ur lavarout "Drezout e vennigo Israel gant lavarout 'Ra lako ac'hanout Doue evel Efraim ha Menashe!' en ur lakat Efraim a-raok Menashe". "Tad" ar meuriad a doug e anv a voe Efraim, unan eus galloudusañ meuriadoù Israel (sellout ouzh ar pennad Efraim (tiriad)).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.