Edom

Edom, pe Idumea ( e gregach :Ἰδουμαία/Idoumaía; e latin: Idūmaea), a oa ur rouantelezhig eus ar Reter Nesañ, etre an XIvet kantved kent JK ha dibenn an IIIde kantved kent JK, er c'hreisteiz d'ar Mor Marv, da proviñs Judea ar Romaned, da Transjordania hiriv, a bep tu da saonenn Aravah, en Negev.

Kingdoms around Israel 830 map
Rouantelezhioù ar Reter Nesañ, Edom er c'hreisteiz war ar gartenn.
12

765 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) / 0012 goude Krist

15

768 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) / 0015 goude Krist

36

789 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0036 PC (goude ganedigezh J.-K.)

37

790 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0037 PC (goude ganedigezh J.-K.)

6

759 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 6 goude ganedigezh J.-K.

9

762 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 9 goude ganedigezh J.-K.

Antipater (Judea)

Antipater an « Idumean », marvet e 43 kent JK, a oa gouarnour, ha goude prokulor Judea er Iañ kantved kent JK.

Tad e oa d'ar roue Herodez Veur (roue Judea en 37 kent JK) ha gantañ e voe krouet Tierniezh an Herodizien.

Jordania

Jordania, ent-ofisiel Rouantelezh hachemit Jordania, zo ur vro eus ar Reter-Nesañ lec'hiet er reter da Sisjordania hag Israel, en norzh da Arabia Saoudat, er c'hornôg da Irak hag er su da Siria.

Ur rouantelezh vonreizhel eo, hag un ezel eus ABU, eus ar C'hevre Arab hag eus Aozadur ar C'hevelerezh Islamek.

Da heul ar Brezel-bed kentañ ha freuzidigezh an Impalaeriezh Otoman, Kevredigezh ar Broadoù a leuras ar Rouantelezh-Unanet (R.-U.) da c'houarn an tamm brasañ eus ar Reter-Nesañ. E 1921 e tivizas al leuriad krouiñ ur rannvro damemren, anvet Emirelezh Treuzjordania, disrannet diouzh Palestina. E 1946 e c'hoarvezas dizalc'hegezh Treuzjordania, a droas da Rouantelezh Hachemit Jordania, renet gant ar roue Abdallah Iañ Jordania betek 1951 ha Talal Iañ eus 1951 betek e zilez e 1952.

Ar roue Hussein Iañ, a renas war-lerc'h e dad, a zeuas a-benn da gas e vro war-raok en desped d'ar gevezerezh a voe etre SUA, URSS hag an R.-U., lod Stadoù arab, Israel hag un darn vras eus poblañs Palestina.

E 1967 e rankas Jordania lezel Glann Gornôgel ar stêr Jordan gant Israel a-c'houde ar Brezel C'hwec'h Devezh. E 1988 e tilezas Hussein Iañ arc'hadur Jordania er Glann Gornôgel, da vat ha da viken. Ur feur-emglev peoc'h a sinas gant Israel e 1994.

E vab Abdallah II, a voe roue e 1999 da heul marv e dad, a gendalc'has gant an adaozoù politikel hag armerzhel, met a-c'houde an Nevezamzer Arab a c'hoarvezas er Reter-Nesañ adalek ar bloavezh 2010 e kendalc'h Jordaniz da c'houlenn muioc'h a frankizouriezh politikel, adaozadoù er gouarnamant ha gwellaennoù armerzhel.

Abaoe miz Genver 2014 emañ Jordania e Kuzul Surentez ABU, gant ur sez dibad, evit ar predad 2014-2015.

Levr Ovadia

Levr berrañ an Testamant Kentañ eo Levr Ovadia (Ov). Ur chabistr nemetken.

Un diougan enep Edom eo : distrujet e vo en abeg d'e enebiezh peurbad ouzh Yaakov, ha d'e emzalc'h kasonius pa voe tapet Jeruzalem. Diouganañ a ra ivez kastiz ar broadoù. Al lodenn gantañ eus an diougan {Ov 1-8) a zo da geñveriañ gant Yirmia (49, 7-16). Chom a raio divrall menez Sion : "Hag e pigno dieuberion war venez Sion evit barn menez Esav hag e vo d'an Aotroù ar rouantelezh" (Ov 21).

Roll kanaouennoù-pobl saoznek Roud Folk Song Index

Setu amañ roll ar c'hanaouennoù-pobl saoznek zo er Roud Folk Song Index.

Yoram

Hervez an Tanac'h e voe Yoram, mab Ahazia, roue Israel etre 852 KJK hag 841 KJK.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned (2R 3, 2-3) :

« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, naren avat kement hag e dad hag e vamm, rak lemel a reas peulvan ar Baal en devoa graet e dad. Hogen, ouzh pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, hag en devoa laket Israel da bec'hiñ, e chomas stag, hag ne guitaas ket diouto. ».

Kevredet gant Yehoshafat, roue Yehouda ha roue Edom, e reas brezel enep roue Moav.

Brezel a reas enep Ben-Hadad, roue Aram ivez. Lakaat a reas Ben-Hadad seziz war Shomron. Naonegezh a voe er gêr. Goude marv Ben-Hadad e kendalc'has ar brezel enep Hazael a voe roue war e lerc'h. Gloazet e voe Yoram e Rama. En em dennañ a reas en Izrael evit pareañ. Eno e voe lazhet gant Yehou a oa oc'h iriennañ enep dezhañ. (2R 9, 24-26).

Ur perzh politikel a bouez en doe Elisha e-pad ren Yoram ha goude hini Yehou, hini Yoahaz, mab Yehou hag hini Yoash, mab Yoahaz hervez Eil Levr ar Rouaned. Dreist-holl da vare ar brezelioù. Olevet e voe Yehou (2R 9, 1-13) diouzh e urzh, o vountañ anezhañ da iriennañ enep Yoram.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.