Doueoniezh

An doueoniezh, pe doueoni [1] pe teologiezh[2], a zo studi ar pezh a zo gwir hag a denn da Zoue. Savet eo bet ar ger "doueoniezh" da glotañ gant ar ger θεολογία, pe "theologia", deuet eus ar gregach.

Er relijionoù undoueek, diazezet war an undoueegezh, eo skiant an Diskuliadur, diazezet war ar skridoù relijiel, o c'hompren, a-benn sklêrijenniñ ar feizidi diwar-bouez an doare da ober pe d'en em zerc'hel, pe da grediñ hervez ar relijion.

Istor

Gant Platon, en e levr Ar Republik, eo bet implijet ar ger θεολογία da gentañ, diwar-benn ar wengelouriezh.

Adkemeret eo bet war e lerc'h gant Aristoteles, evit diveskañ ar brederourion diouzh an doueoniourion, a gont ar mojennoù pe gwengeloù en ur stumm barzhonius.

Skrivagnerien c'hresian all a ra gant ar ger evit ober anv eus "kosmogoniezh". Gant ar stoikourien ez eus kaoz a "brederouriezh doueoniel" diwar-benn ar prederiañ a-zivout an doueegezh, a zo dezhe ur skourr eus ar brederouriezh.

Gant ar brederourion latin ne voe ket nemeur a gaoz a zoueoniezh, war-bouez un arroud brudet diwar zorn Varron : kemm a ra etre doueoniezh vojennel, doueoniezh fizikel, ha doueoniezh politikel.

AlbertusMagnus
Alberzh Veur (Albertus Magnus), sant paeron an doueoniourion gristen

Er c'hantvedoù kentañ e oa savet disfiz en oberourion gristen ouzh implij ar ger. En o spered e oa stag ar gerioù "doueoniezh" ha doueoniourion ouzh ar wengelouriezh pagan. Koulskoude e teu Klemañs Aleksandria da ober ar c'hemm etre « doueoniezh ar Verb peurbadel » ha « gwengelouriezh Dionysos ». Tamm-ha-tamm ez a da goll ar ster stag ouzh ar baganiezh. Nemet e kemm a-wechoù ar ster resis d'ar ger: a-wechoù e talv kement ha Skriturioù Sakr, pe kofezadur ar feiz kristen. Da veno doueoniourion arall e talveze an doueoniezh kement ha prezeg eus doueegezh dre vras, pe eus doueegezh Jezuz nemetken. Er c'hornog ne vez ket graet nemeur gant ar ger a-raok ar mare "skolastek": gwell e vez kavet komz gant troiennoù enne ar ger "sacer", evel "doctrina sacra", "sacra pagina" pe "sacra eruditio". A-benn ar fin neoazh e weljod an doueoniourion latin oc'h ober forzhik gant ar ger en o skridoù, ma teuas ar ger "doueoniezh" da dalvezout kement ha "studi ar gelennadurezh kristen", ar ster a zo chomet warnañ abaoe, e metoù ar gristenien da vihanañ.

Adalek ar XVI-vet kantved e teu ar ger da gaout ur ster ledanoc'h. Kaoz a vo neuze eus "doueoniezh naturel", a dalv kement hag anavezout Doue en un doare a vefe "naturel". Diwar neuze e vez implijet evit ober anv eus relijionoù estrevit ar gristeniezh, e-barzh studi ar relijionoù da skouer. Dont a ra ar ger doueoniezh da dalvezout kement ha skeudenn doue hag an doueegezh er relijionoù a bep seurt, hag o c'helennadurezhioù zoken.

Ret eo derc'hel soñj e veze termenet ar brederouriezh klasel, adalek an amzerioù a-raok Sokrates betek mare diskibien Leibniz, evel skiant Doue, pe skiant ar peurvoud, e-berr evel doueoniezh. Usvedoniezh, pe "prederouriezh kentañ" a veze graet anezhi ivez, dre ma veze gwelet evel gwrizienn, andon, sichenn an holl skiantoù.

Notennoù ha daveennoù

  1. Geriadur Hemon-Huon, 2005, pajenn 205.
  2. Geriadur R. Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1978, p. 784b; M. Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, p.1320a.
Abostol

Er Gristeniezh ez eo an daouzek abostol (liester : ebestel) (eus ar gregach απόστολος, apostolos, da lavaret eo kannad, misioner) daouzek den a voe dibabet gant Jezuz-Krist e-touez e ziskibled, da brezeg an aviel d'an dud en-dro dezho, d'ar Yuzevien da gentañ ha d'an dud all goude, war-lerc'h marv ar C'hrist.

E barzh Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv.

Aviel

An Aviel eo an anv a vez graet dre vras eus kelennadurezh Jezuz Krist. Se eo a venner lavarout pa gomzer eus avielañ an dud.

Azginivelezh

An Azginivelezh eo an anv roet d'ar marevezh eus an Istor, en Europa, a deu war-lerc'h ar Grennamzer, a-raok an Amzerioù modern, hag a glot, dre vras ha hervez ar broioù, gant dibenn ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved.

Ul lusk sevenadurel e oa hervez lod, a grogas e Firenze dreist-holl da gentañ, hag e kêrioù all en Italia, a-raok tizhout ar peurrest eus Europa.

Deiziadur muzulmat

An deiziadur muzulmat, pe deiziadur islamek, eo an doare da rannañ an amzer a vez implijet er broioù muzulmat. Ur gwir deiziadur loarel eo, rannet e 12 miz loar pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadoù nemet 28 devezh pe war-dro (1 bloavezh heolel = 1,0307 bloavezh loarel). Abretoc’h-abretañ e krog pep bloavezh eta, e-keñver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.

Deroù an deiziadur muzulmat eo an Hijra, pa’z eas Mohammed hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K.

Er bloavezh 638 e tivizas ar c’halif Omar (592-644) unvaniñ an deiziadurioù a oa en implij en amzer-hont e-touez ar pobloù muzulmat. Divizout a reas e vefe niverennet ar bloavezhioù adalek an Hijra, a oa c’hoarvezet d’ar 16 a viz Gouere 622 goude J.K. Deiz kentañ miz kentañ ar bloavezh kentañ eo an deiz-se (1 MuHarram 1 AH). An deiziadur muzulmat a reer anezhañ ivez deiziadur an Hijra, diwar anv tec’hadenn Muhammad eus Mekka.

An deiziadoù, en deiziadur-se, a skriver alies gant ar berradur AH, a dalvez Anno Hegirae, da lavarout eo, e latin, "e bloavezh an Hijra".

Denheñvelegezh

Denheñvelegezh a vez graet eus an arvez denel a vez roet da loened, traoù divuhez pe c'hoarvoudoù naturel.

Implijet e vez an denheñvelegezh a-wechoù da gomz diwar-benn Mab-Den, evel e fablennoù Ezop pe Jean de la Fontaine, e kalz tresadennoù-bev Walt Disney hag all.

Gant an doueoù, er savouriezh hag en teknologiezhoù nevez e vez implijet an denheñvelegezh ivez.

Doue an Tad

Doue an Tad a zo unan eus tri ferson An Dreinded gant Doue ar Mab ha Doue ar Spered Santel er Gristeniezh.

En un toullad relijionoù e vez roet d'an Doue nemetañ anv an Tad. E relijionoù lies-doueel zo e vez diskouezet an doue galloudusañ evel tad an doueed all. En Olimpos eo an doue Zeus a zo tad d'an doueed all.

Diorren a reas relijion ar Yuzevien anv an Tad evit Yahveh abalamour d'ar pezh en deus krouet -E grouidigezh- hag abalamour ma vefe Yahveh tad d'an Israel, da lavaret eo Tad da bobl Doue.

Jezuz Krist a ziazeze e gelennadurezh war perzh Doue evel Tad, an dra a vrasañ pouez gant karantez Doue evit kompren Doue er Gristeniezh, rak Jezuz a vefe mab d'an Tad hag an denelezh a-bezh gantañ. Diorroet e vo tadelezh Doue en doueoniezh kristen en ur zisplegañ e vez kement den a zo war an douar mab d'an aotrou Doue evel ma ziskouez deomp ar bedenn "Pater noster" (Hon Tad) an anv anezhi.

Peurliesañ, anv an Tad a sinifi hennezh a vez orin ar c'hrouadurioù, an hini a zo dreist pep tra, an aotrouniezh holl-c'halloudeg hag un diwaller war un dro. Ouzhpenn-se, Doue an Tad a zo sellet outañ evel ur boud divent, hollc'halloudek, hollouiziek, holl-vezant a vez ken didermen e c'halloud hag e garantez. Hervez teologiezh ar Gristenien,ar mab-den ne c'hell ket kompren Doue an Tad ez klok. Da skouer, pa oa o paouez skrivañ e Summa Theologica, sant Tomaz Akwino e glozas en ur embann n'en doa ket komprenet Doue an Tad c'hoazh.

An doare da ginnig Doue en arzoù -difennet groñs gant ar yuzevegezh kentañ- a vo muioc'h-mui diorroet dre al livaj hag ar gizellerezh. Doue an Tad a vo kinniget e doareoù disheñvel an eil diouzh egile : evel ul luc'h pe evel un den deuet en oad gant ur barv gwenn. Diazezet eo an doareoù-se war testennoù ar Bibl.

Ene

An ene, hervez meur a filozofiezh, relijion pe hengoun, a vefe lodenn digorf un den, ur boud bev, pe un dra. Hervez meur a gredenn ne vefe un ene nemet gant an dud, tra ma lavar reoù all e vefe ivez gant al loened, pe an traoù (evel stêrioù, broioù...). Graet e vez animiezh(Daveoù a vank) eus an dra ziwezhañ-mañ. A-wechoù e talv “ene” kement ha spered. E meur a relijion e kreder eo "bedhontel" an ene hag e treuzvev war-lerc'h marv ar c'horf. An dud a zo ateisted ne gredont ket e vije eus un ene, pa n'hall ket ar skiant prouiñ ez eus anezhañ.

Iliz katolik roman

An Iliz katolik eo an iliz kristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Ilizoù ortodoks hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Benead XVI eo ar Pab abaoe 2005. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma").

Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer "ordrenet" (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned.

Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.

Islam

Marteze ar relijion dezhi ar muiañ a feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mouhammad e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia Saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h he fal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmiz pa reer muzulmiz (ar re suj) eus feizidi an Islam.

Istor an deologiezh

Istor an Deologiezh a zo studi an displegadurioù, kenaozadurioù, kenframmadurioù bet ijinet evit diskleriadur ar misterioù er relijion gristen. Tu zo da ober gant ar ger Doueoniezh ivez hogen ar ger Teologiezh zo ur ger gresianek a zere mat evit studi an doueoniezh kristen dre ma teraou gant an Tadoù eus an Iliz, a skrive e gresianeg.

Jan Kjærstad

Jan Kjærstad (6 a viz Meurzh 1953 en Oslo) a zo ur skrivagner norvegiat. Kjærstad en deus bet diplomoù doueoniezh gant Skol doueoniezh Norvegia ha skol-veur Oslo. Skrivet en deus danevelloù, romantoù hag arnodadennoù ha e penn ar gelaouenn lennegel Vinduet ("Ar prenestr") emañ. Meur a briz lennegel en deus bet. Troet eo bet e levrioù e saozneg, galleg, alamaneg, daneg, svedeg, hungareg, e-touez yezhoù all.

Jean Calvin

Jean Calvin pe Jean Cauvin (10 a viz Gouere 1509 – 27 a viz Mae 1564) a oa un doueoniour gall da vare an Disivoud protestant, er XVIvet kantved, ha diazezer ar pezh a voe anvet diwezhatoc’h kalvinouriezh. Disteurel a reas aotrouniezh ar pab ha sevel a reas un doare nevez da ren an ilizoù kristen. Brudet eo abalamour d’e skridoù doueoniezh.

Ganet e oa bet e Noyon, e Pikardi, e 1509. Pa voe embannet e dezennoù gant Martin Luther, e oa 8 vloaz. E 1523 e voe kaset gant e dud da skol-veur Pariz da studiañ al lizhiri hag ar gwir. E 1532 e teuas da vout doktor war ar gwir e skol-veur Orleañs.

Tamm-ha-tamm e troas a-du gant ar mennozhioù protestant, levezonet gant Luther. Divizout a reas mont da Vro-Suis hag en em staliañ a reas e Geneva e 1536. Skarzhet e voe eus ar gêr-se e 1538 ha mont a reas da bastor da Strasbourg. Dimeziñ a reas e 1539 da Idelette de Bure, un advadezourez. Distreiñ a reas da C’heneva e 1541 hag eno e chomas betek e varv, e 1564.

Sellet a reer ouzh Calvin evel unan eus pennoù bras an Disivoud protestant. Da 26 vloaz, e 1536, e embannas an Institutio Christianae Religionis, ur skrid latin a bouez war an doueoniezh kristen, hag e 1541 e voe embannet un droidigezh c’hallek anezhañ. Sevel a reas ivez meur a levr displegoù war levrennoù ar Bibl, hag a gendalc’her da lenn hiziv, e-touez ar brotestanted.

Jezuz Nazaret

Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.

Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K., a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter,

e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus.

Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.

Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat.

Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.

Jonathan Swift

Jonathan Swift (30 a viz Du 1667 e Dulenn - 19 a viz Here 1745 e Dulenn) a oa ur skrivagner saoznek eus Iwerzhon.

Studioù doueoniezh a reas e Dulenn a-raok mont da Vro-Saoz e 1688 hag eno e teuas da vezañ sekretour ar politikour ha skrivagner Sir William Temple. E Bro-Saoz e reas anaoudegezh gant Esther "Stella" Johnson, hag awenet e voe gant ar plac'h yaouank-se evit sevel barzhonegoù hag e zeizlevr A journal to Stella.

E 1699 ez eas Jonathan Swift da vevañ en-dro da Iwerzhon. Met kenderc'hel a rae de vont ingal da Londrez, ma kemere perzh er vuhez politikel. E 1713 e voe anvet da zean en iliz Sant Padrig, iliz-veur Dulenn. Adalek ar mare-se e oa troet muioc'h gant ar vuhez politikel en Iwerzhon.

Skridoù Swift zo savet en ur yezh resis ha leun a vousfent. E flemmskrid Gulliver’s travels, e peder lodenn, a seller outañ evel unan eus pennoberennoù al lennegezh evit ar re yaouank.

Luteriegezh

Al luteriegezh pe luteregezh eo an doare kristeniezh a glot gant an doueoniezh savet diwar skridoù Martin Luther da gentañ. Goude-se eo deuet da vezañ bodad ar c'humuniezhioù protestanted luteriek stag ouzh ar gelennadurezh-se.

Maodez Glanndour

Maodez Glanndour, bet ganet dindan an anv Louis Augustin Le Floc'h d'ar 7 a viz Meurzh 1909 e Pontrev, a oa ur beleg, ur barzh, ur skrivagner, ur prederour, un doueoniour hag ur sonaozour. Bez' e voe unan eus izili ar gloer entanet gant Breizh hag eus izili an Emsav kristen a zo bet kreñv a-walc'h a-raok an Eil Brezel-bed. Gant ur skipailh beleien e troas ar Bibl en he fezh diwar an henc'hresianeg. Mervel a reas e Louaneg, hag eñ person ar barrez, d'ar 25 a viz Du 1986.

Protestantiezh

Protestantiezh pe an Ilizoù protestant a vez graet ouzh an holl ilizoù deuet e-maez an Iliz katolik a-c'houdevezh an disrann graet a-heul teologourien 'zo evel Martin Luther, Jean Calvin, Jan Hus pe Ulrich Zwingli er XVIvet kantved.

E penn kentañ ar XXIvet kantved e konter tro-dro da 800 milion a brotestanted er bed a-bezh.

Spered Santel

Ar Spered Santel, pe Doue ar Spered Santel, eo trede person An Dreinded er relijion gristen. An daou berson all eo Doue an Tad ha Doue ar Mab. Spered an aotrou Doue eo ar Spered Santeln a zo anvet Karantez an Tad hag ar Mab ivez.

Er Bibl e vez graet anv eus ar Spered Santel evel galloud Doue er bed-mañ, adalek an Testamant Kozh. An Testamant Nevez a ginnig ar Spered Santel evel ur person disheñvel diouzh an Tad ha diouzh ar Mab, en ur vezañ asambles ganto un Doue nemetken.

Ar ger Spered a zo un anv da dreiñ ar ger gregach πνεῦμα (pneuma), hag a dalvez kement a c'hwezh. Se a zo kaoz e vez graet pneumologiezh eus ar studioù war ar Spered Santel en doueoniezh kristen. Ar Spered Santel a vez sellet outañ evel ar person a ro buhez d'ar boudoù er C'hredo katolik. Eñ eo ar spered a grou, bet e oa bezañt a-raok krouidigezh ar Bed ha dre e c'halloud e vez graet an holl-draoù gant Jezuz Krist hag an Tad. En doueoniezh kristen, ar Spered Santel a zo ar person a gomz ouzh ar brofeded evit o c'helenn. Dre e c'halloud, Jezuz a zo bet ganet e korf Gwerc'hez Vari (Aviel hervez sant Lukaz 1,35). Diskenn a reas war Jezuz e mare e vadeziant, gant stumm ur goulm (Aviel hervez sant Mazhev, 3,16) hag ur vouezh a lavaras dezhañ diwar an Neñv "Te eo va Mab muiañ karet"(Aviel hervez sant Lukaz 3, 22). Ar Gristenien a zegemer frouezh ar Spered Santel dre an Truez hag ar C'hras. Pedet e vez e-pad kement oferenn a vez war an douar ha lidoù all.

Tommaso d'Aquino

Tomaz Akin, Tommaso d'Aquino (italianeg), pe Thomas Aquinas (latin), lidet evel ur sant ha Doktor an Iliz gant an Iliz katolik roman a zo bet un doueoniour hag ur prederour italian eus ar re bouezusañ. Graet e vez tomazouriezh eus ar gelenn doueoniel ha prederouriezhel a gaver e skridoù meur ar prederour.Ganet eo bet e kêriadenn Roccasecca e-kichen Aquino e Rouantelezh Naplez e 1228 ha marvet eo bet e 1274 en abati Fossanova nepell diouzh Latina. Ken reizh e oa e vuhez ma veze graet an Doktor Ael eus outañ. Lidet e vez e ouel d'an 28 a viz Genver (gwechall d'ar 7 a viz Meurzh – deiz e varv – ha d'an 8 gant al Lutherianed).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.