Deskadurezh

An deskadurezh a zo ar pezh a vez roet da c'houzout d'un den evit lakaat e skiant-spered da greskiñ ha bezañ gouest d'e implij evit e gondu er vuhez personel ha sokial. Deskiñ a zo tapout ha kompren mat ar pezh a vez kelennet gant tud zo, ar vistri-skol hag ar gelennerien en o zouez.
Dre vras e komzer eus an deskadurezh evit ar c'helenn roet d'ar yaouankiz etre 2 ha 30 bloaz.

An deskadurezh evel reizhiad kelenn

Ur reizhiad evit treuzkas elfennoù ar ouiziegezh hervez ur steuñv evit pep oad eo an deskadurezh ivez. Kregiñ a ra ar reizhiadoù deskadurezh er skolioù-mamm pe kindergartenoù eus an trede bloaz betek fin ar studioù uhelañ graet er skolioù-meur peurvuiañ. Reizhiadoù deskadurezh etre a zo eus ar c'hwec'hvet bloaz betek an oad a 15-18 vloaz.

Gwir

Ar gwir da gaout deskadurezh zo anavezet gant mellad 26 Diskleriadur etrevroadel gwirioù Mab-Den.

1909

Diwar-benn bloavezh 1909 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1985

Diwar-benn bloavezh 1985 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Alamagn

Alamagn, Republik Kevreadel Alamagn ent-ofisiel, zo ur vro eus Kreiz Europa. Bevennet eo en norzh gant Mor an Hanternoz, Danmark hag ar Mor Baltel, er reter gant Polonia hag ar Republik Tchek, er su gant Aostria ha Suis, hag er c’hornôg gant Frañs, Luksembourg, Belgia hag an Izelvroioù.

Ur republik parlamantel kevreadel eo Alamagn, enni 16 stad. Gwechall e oa rannet ar vro e meur a riez, dezho pep a istor, a sevenadur hag a relijion. Unvanet e oa bet Alamagn evit ar wech kentañ e-kreiz ar Brezel 1870-1871 e 1871.

Ezel eo Republik Kevreadel Alamagn eus ar Broadoù Unanet, eus AFNA, eus bodadoù ar G8 hag ar G4. Ezel-diazezer eo eus Unaniezh Europa. Ganti emañ ar boblañs vrasañ hag an armerzh kreñvañ eus an holl stadoù izili eus Unaniezh Europa.[1] Alamagn eo trede kreñvañ armerzh er bed hag ar brasañ ezporzhier madoù war un dro.[2]

Amsterdam

Amsterdam eo kêr-benn an Izelvroioù (daoust m'emañ sez ar gouarnamant e Den Haag). Emañ e kornôg ar vro, war ribl ar stêr Amstel, war-hed 20 km diouzh Mor an Hanternoz ha diouzh an IJsselmeer (Zuiderzee gwechall). Emañ e proviñs Noord-Holland (Hanternoz Holland).

Ar gêr vrasañ en Izelvroioù eo ha kêr-benn ar vuhez sevenadurel er vro. E 2005 e oa poblet gant 742.209 a annezidi, ha war-dro 1,5 milion a dud a oa o chom tro-dro. Stank eo ar c'hêriekadur en Amsterdam. 219,07 km2 eo gorread ar gêr, ar stantter o vezañ 4 477 annezad ha 2 275 oaled dre gm2. 12% eus kêr Amsterdam a zo goloet gant parkoù ha gwarezvaoù natur.A-gevret gant Rotterdam, Utrecht, Den Haag ha kêrioù all c'hoazh ez a d'ober ar Randstad, un tolpad-kêrioù bras eus an Izelvroioù.

Aodoù-an-Arvor

Aodoù-an-Arvor (Côtes-d'Armor e galleg hag ent-ofisiel) a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E norzh ar vro emañ, Sant-Brieg eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 22 an niverenn roet dezhañ. Betek 1990 e veze graet Aodoù-an-Hanternoz (Côtes-du-Nord) anezhañ.

Arabia Saoudat

Rouantelezh Arabia Saoudat (arabeg : لمملكة العربية السعودية) eo ar stad vrasañ el ledenez arab. Harzoù he deus gant Jordania er gwalarn, Irak en hanternoz, Koweit, Katar, Bahrein hag an Emirelezhioù Arab Unanet er reter, Oman er gevred ha Yemen er c'hreisteiz ha mervent. Riblet eo gant Pleg-mor Persia hag ar Mor Ruz. Bro an div voskeenn santel a vez graet anezhi peogwir emañ an div gêr santel eus an Islam, Mekka ha Medina, enni.

Bremen

Land Bremen (alamaneg: Freie Hansestadt Bremen pe Land Bremen) zo ur gêr hag ur Stad war un dro. Unan eus ar 16 land a ya d'ober Alamagn eo, hag an hini nemetañ diazezet war daou diriad distok an eil ouzh egile : kêr Vremen (Stadtgemeinde Bremen) ha Bremerhaven, ur gêr bet savet e 1924 pa voe kendeuzet div gêr krouet en XIXvet kantved hag anvet Wesermünde betek ma voe staget ouzh al land e 1947. War-dro 60 km zo etre an div gêr ; etrezo emañ land Saks-Izel. Ur gêr dizalc'h eus kevre an Hanse eo bet Bremen, alese orin an anv Freie Hansestadt.

Da 404 km² e sav gorread al land e norzh Alamagn ; e-tro 660 000 annezad zo ennañ, 547 360 (sifroù an 31/12/2008) anezho zo o chom e Bremen ha 114 506 e Bremerhaven.

Brezhoneg

Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh.

Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezeonet-don e voe gant ar romaneg e bro Wennrann hag e Bro-Wened. Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened).

Diwan

Diwan zo ur rouedad skolioù, kentañ derez hag eil derez, ma vez kelennet e brezhoneg.

Kevredigezhel hervez lezenn c'hall ar 1añ a viz Gouere 1901, lik, digoust ha digor d'an holl ez eo ar skolioù Diwan. Krouet e voe ar skol gentañ e 1977. E Gwengolo 2016 e oa 47 skol, 6 skolaj hag ul lise, skoliataet 4 242 skoliad enno (4,4% a gresk er c'hentañ derez hag 1,6% en eil derez e-keñver ar bloaz a-raok).

Kevredet eo an teir c'hevredigezh Dihun, Div Yezh ha Diwan a-benn diorren ar c'helenn e brezhoneg.

Erfurt

Erfurt a zo ur gêr eus Alamagn krouet en VIIIvet kantved, ma tremen ar stêr Gera. Kêrbenn Thüringen eo. Kêr vrasañ Thüringen eo ivez, hag unan eus an teir meurgêr a zo e Thüringen, an div all o vezañ Gera ha Jena. Ouzhpenn servijoù melestradurel al Land e kaver enni lez-varn gevreadel al labour.

Iparralde

Iparralde (eus Ipar, hanternoz, hag alde, tu), pe Ipar Euskal Herria, eo an anv euskarek a vez graet eus al lodenn eus Euskal Herria a zo dindan ar Republik C'hall, da lavarout eo teir froviñs Lapurdi, Zuberoa ha Nafarroa Beherea.

Eus peder froviñs all ar c'hreisteiz e vez lavaret Hegoalde, pe "Hego Euskal Herria".

Lannuon

Lannuon (distaget [lã'nyˑõn]) a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Dreger e departamant Aodoù-an-Arvor. He stumm hirie-an-deiz he deus abaoe 1961 pa oa bet staget outi Servel, Brelevenez, Logivi ha Bulien. Kêr-benn ekonomikel Bro-Dreger eo.

Llangeinwen

Llangeinwen zo ur gêriadenn vihan e hanternoz Kembre, e kontelezh Enez Mon. E kumuniezh Rhosyr emañ.

Gouestlet eo iliz Llangeinwen da santez Ceinwen.

Eus Llangeinwen e oa Hugh Owen (1804-1881), a gasas an deskadurezh war-raok e Kembre hag a voe unan eus diazezerien Skol-veur Aberystwyth.

Los Angeles (Kalifornia)

Ur bajenn disheñvelout Los Ángeles zo ivez.Los Angeles, berraet en L.A. alies, skrivet Los Ángeles e spagnoleg, eo kêr vrasañ stad California hag eil kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet. 3,83 milion a dud a vev eno (14,8 milion en he zolead). Sez ar gontelezh eo ivez. Los Angeles a dalv kement hag "an aeled" e spagnoleg. Distaget eo "lɒs ˈændʒələs" e saozneg ha "los ˈaŋxeles" e spagnoleg.

Diazezet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1781 gant ar gouarnour spagnol Felipe de Neve. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Bro-Vec'hiko e 1821 war lerc'h dizalc'hidigezh ar vro eus Spagn. Staget e voe ouzh ar Stadoù-Unanet e 1848 goude fin ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, dre brenañ California e Emglev Guadalupe Hidalgo.

Oberiant ken ken eo ar gêr war dachennoù an aferioù, ar c'henwerzh etrebroadel, an dudi, ar sevenadur, ar mediaoù, ar c'hiz, ar skiant, an teknologiezh hag an deskadurezh. Hollywood, brudet er bed a-bezh evit e broduiñ filmoù sinema, eo anv lodenn gwalarn rannvro Los Angeles.

Un hin istrovanel pe greizdouarel a gaver eno.

Rusia

Brasañ bro ar bed eo Rusia, ent-ofisiel Kevread Rusia pe Kevread Rusian (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). Moskov eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.

War daou gevandir en em astenn: Europa hag Azia, war ouzhpenn 9000 kilometrad eus Kaliningrad betek Vladivostok. Unnek rann-eur he deus. Tro-dro da Rusia emañ Norvegia, Finland, Estonia, Latvia, Belarus, Lituania, Polonia (an daou-mañ gant Oblast Kaliningrad), Ukraina, Jorjia, Azerbaidjan, Kazakstan, Sina, Mongolia ha Republik Demokratel ha Poblel Korea. Skeiñ a ra he aodoù war Meurvor Arktika, ar Meurvor Habask, ar Mor Baltel, ar Mor Du, Mor Kaspia, ar Mor Gwenn, Mor Barents, Mor Kara, Mor Laptev, Mor Siberia, Mor Okhotsk, Mor Bering, ha Mor Japan.

Goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un ekonomiezh varc'had gant ur renad parlamantel liesek. Vladimir Poutin eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar BRICS skoaz-ouzh-skoaz gant Sina, Brazil, India ha Suafrika.

Skol

Ar skol, pe ti-skol, zo un ti ma vez graet skol, ma vez skoliet ha kenteliet, pe kelennet ar vugale.

Ober skol zo kement ha deskiñ, kenteliañ, kelenn. Skol a vez graet d'ar vugale, ha d'an dud vras a-wechoù.

Ar skolioù a vez lavaret a-wechoù pa gomzer eus an deskadurezh a vez roet en holl skolioù ur vro, eus ar c'henaozadur.

E Breizh e anvezer meur a framm skol :

ar skolioù-stad, dindan Ministrerezh an Deskadurezh c'hall

ar skolioù katolik, dindan an eskibien

skolioù DiwanSkolioù all zo c'hoazh, evel :

ar skolioù labour-douar, dindan Ministrerezh al labour-Douar gall

ar skolioù-sonerezh, dindan ar c'humunioù

ar skolioù-meur

Ti-embann ar skolioù

Ti-embann ar skolioù pe Ti-embann ar skolioù brezhonek, berraet e TES, a zo un embanner brezhonek diazezet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor, Breizh).Krouet eo bet diwar un emglev politikel etre ar stad c'hall, Rannvro Breizh ha Departamantoù Breizh evit pourchas levrioù-skol pe dafar-kelenn a bep seurt all d'ar yaouankizoù a zo o teskiñ dre ar brezhoneg ha d'o c'helennerien.

Kaset e vez al levrioù da bep skol vrezhonek eus an teir rouedad skolioù, Dihun (Deskadurezh katolik), Div yezh (Deskadurezh-Stad), Diwan Breizh (Deskadurezh meret gant kevredigezhioù) kevreet.

En doare-skrivañ peurunvan eo embannet levrioù TES.

UNESCO

Aozadur ar Broadoù unanet evit an Deskadurezh, ar Skiant hag ar sevenadur (UNESCO pe welloc'h Unesco, United Nations Educational, Scientific and Cultural Organization) a zo bet krouet d'an 16 a viz Kerzu 1945 ha diazezet e Pariz. Ur rann eus an ABU eo. Pal an aozadur a zo da virout ar peoc'h ha sikour ar surentez dre obererezhioù war tachennoù lies evel an deskadurezh, ar skiantoù, ha degas reizhadurioù e bed ar sevenadurezh evit reiñ harp d'an doujañs hollvedel d'ar justis, galloud ar Gwir, ha doujañs da Wirioù Mab-Den ha kement frankiz embannet dre Karta Aozadur ar Broadoù Unanet. An aozadur a zo kendalc'hadur hini Kevredigezh ar Broadoù Bodad etrebroadel ar c'hengred speredel.

Unan eus lizherennoù diazaez ar silabenneg hiragana implijet evit skrivañ ar japaneg eo ゑ, romanekaet we.

Kevatal eo d'al lizherenn ヱ hervez ar silabenneg japanek all anvet katakana.

Diorroet e oa bet stumm al lizherennoù hiragana ha katakana diwar ar sinalun 恵.

Skarzhet e oa bet ez-ofisiel diouzh ar silabenneg gant Ministrerezh an Deskadurezh e 1946 pa voa bet adwelet ar yezh.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.