Denis Diderot

Denis Diderot, ganet d'ar 5 a viz Here 1713 e Langres ha marvet d'an 31 a viz Gouhere 1784 e Pariz, a oa ur skrivagner, prederour, holloueziadurour gall eus luskad ar Sklêrijennoù, romantour, dramaour, barzh, buruteller arzel ha lennegel, troour.

Diderot zo brudet evit bezañ un den barrek ha desket-bras. Deuet eo a-benn da zegas nevezintioù e meur a dachenn lennegel. Diazezet en deus an drama bourc'hiz evit ar c'hoariva, a-fed romant e tegaso nevezinti gant Jacques le fataliste et son maître. Ijinet en doa ar burutellerezh dre e Saloñsoù ha bez e voe unan eus skrivagnerien brudetañ an Encyclopédie. A-fed prederouriezh ivez, Diderot zo dibar p'en deus degaset danvez prederiañ d'al lenner e-serr kenteliañ anezhañ en ur sistem prederiañ reut. Kentañ gerioù al levr Pensées sur l'interprétation de la nature (2vet embannadur, 1754) zo :

« Jeune homme, prends et lis. Si tu peux aller jusqu'à la fin de cet ouvrage, tu ne seras pas incapable d'en entendre un meilleur. Comme je me suis moins proposé de t'instruire que de t'exercer, il m'importe peu que tu adoptes mes idées ou que tu les rejettes, pourvu qu'elles emploient toute ton attention. Un plus habile t'apprendra à connaître les forces de la nature ; il me suffira de t'avoir fait essayer les tiennes. »

Denis Diderot 111
Denis Diderot e 1767
Ar c'hant gwellañ levr a-viskoazh

Ar c'hant gwellañ levr a-viskoazh zo ur rollad 100 levr kinniget gant 100 skrivagner eus 54 bro, aozet en 2002 gant De norske bokklubbene (Kelc'h norvegian al levrioù) . Pep skrivagner en doa 10 levr da ginnig.

N'eo ket renket an oberennoù hervez un urzh, rak hervez an aozerien emañ an holl oberennoù da lakaat war ar memes pazenn. Koulskoude, El Quijote zo diskleriet gante evel ar gwellañ oberen skrivet biskoazh.

Gant al listenn-mañ e oa bet klasket reiñ un alberz eus lennegezh ar bed, gant levrioù eus an holl vroioù, a bep sevenadur, hag a-holl-viskoazh. 11 oberenn zo skrivet gant merc'hed, 85 gant paotred, ha 4 n'ouzer ket.

Kinniget eo ar roll-mañ gant anvioù ar skrivagnerien renket hervez urzh al lizherenneg .

Café de la Régence

An davarn Café de la Régence e Pariz (Bro-C'hall) a voe en XVIIIvet hag en XIXvet Kantved kreiz ha lec'h brudetañ ar c'hoari echedoù en Europa.

Encyclopédie ou Dictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers

An Encyclopédie ou Dictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers zo un holloueziadur gallek embannet en XVIIIvet kantved, etre 1751 ha 1772, dindan renerezh Denis Diderot (1713-1784) ha Jean le Rond D’Alembert (1717-1784).

Franz von Bayros

Franz von Bayros (28 a viz Mae 1866 e Zagreb (Aostria-Hungaria, hiziv an deiz e Kroatia) - 3 a viz Ebrel 1924 e Vienna) a oa un treser, ur skeudennaouer hag ul liver aostrian anavezet ivez dindan an anv Markiz Bayros. Brudet eo dreist-holl a-drugarez d'e bortfolio Erzählungen am Toilettentische.

Alies e vez keñveriet e oberennoù gant re Aubrey Beardsley ha re Félicien Rops.

Azalek 1890 e kenlabouras gant ar poltreder Eugen Felix (1836-1906), hag al livour gweledvaoù Gottfried Seelos (1829-1900). Bayros a zarempredas ivez ar sonaozer Johann Strauss, hag e verc'h-vihan, anvet Alice, a zimezas gantañ e 1896.

Gia Long

Gia Long, anvet Nguyễn Phúc Ánh pa oa bet ganet, anvet Nguyễn Ánh alies, a voe impalaer Viêt Nam eus 1802 da 1820.

Ganet eo bet d'an 8 a viz C'hwevrer 1762.

Aet eo da Anaon d'an 3 a viz C'hwevrer 1820.

Unvaniñ a reas ar pezh a zo ar Viêt Nam a-vremañ e 1802. Ar c'hentañ eus ar rummad-implaerien Nguyễn, diwezhañ rummad-impalaerien Viêt Nam, e voe.

Un niz oa d'an diwezhañ Nguyễn a renas war su Viêt Nam. Rediet e voe Nguyễn Ánh da guzhat e 1777, da bemzek vloaz, pa voe lazhet e familh e-kerzh emsavadeg aduidi Tây Sơn.

E armeoù adkemeras kêr Saigon hag a gollas anezhi en-dro.

Mignon e teuas da vezañ gant ur beleg katolik gall Pierre Joseph Georges Pigneau de Behaine. Klask a reas Pigneau degas sikour gouarnamant Frañs da Nguyễn Ánh ne zeuas ket a-ben met tuta ar reas emouestlidi evit dont d'e sikour. Adalek 1789 en doe adkavet Nguyễn Ánh e hêrezh ag e krogas da vont war du an norzh evit trec'hiñ war tu tiegezh Tây Sơn. Mont a reas er fin, war-dro 1802, war du an harzoù gant Sina a oa bet a-raok e-dalc'h an tiegezh Trịnh. Ur wech echu ar brezel en doa adunvanet Viêt Nam goude kantvedoù a vrezelioù gladdalc'hel ha gant ur gorread brasoc'h eget biskoazh eus Sina betek pleg-mor Siam.

Awenet e voe e zoare da ren gant ur gonfusianegezh strizh. Freuzañ a reas ar c'hemmoù bet degaset gant Tây Sơn. Adlakaat a reas en e sav ar sistem konfusian kozh e-keñver deskadurezh ha servij publik.

Staliañ a reas ar gêr-benn e Huế e-lec'h Hanoi. Aet e oa kalz a dud d'ober o annez war du ar su er c'hantvedoù kent. Lakaat a reas sevel ur c'hreñvlec'h hag ur palez er gêr-benn nevez.

Implijout a reas barregezhioù ar C'hallaoued evit gwellaat doreoù emzifenn ar vro. Abalamour d'ar sikour-se e tamasantas da obererezhioù ar visionerien gatolik, pezh na reas ket e warlerc'hidi.

Dindan e renerezh e kadarnaas Viêt Nam e veli soudardel war Indez-Sina. Kas a reas kuit soudarded Siam diouzh Kambodja a zeus da vezañ ur stad gwarezet gant Viêt Nam.

Jean-Antoine Houdon

Jean-Antoine Houdon (1741-1828) zo ur c'hizeller gall.

Jean Le Rond d'Alembert

Jean-Baptiste le Rond d'Alembert, ganet d'ar 16 a viz Du 1717 ha marvet d'an 29 a viz Here 1783, a oa ur matematikour, mekanikour, fizikour, prederour ha prederour sonerezh gall. Betek 1759 e oa kenskriver an Encyclopédie gant Denis Diderot. Unan eus ar Sklêrijennoù eo eñ.

Kafe

Ar c'hafe zo ur blantenn, ur vrousgwezenn eus ar genad Coffea hag a ro greun, ha gant ar greun-se e vez graet un evaj hag a zo dezhañ efedoù bredoberiant.

Diorroet eo bet gounezerezh ar c'hafe er broioù trovanel ha krouet ez eus bet plantadegoù evit ezporzhiañ greun kafe d'ar bed a-bezh. E-touez ar gounezadoù pennañ emañ ar c'hafe hag ur vammenn arc'hant eus ar re bouezusañ eo evit ar pastelloù-bro e-lec'h ma vez produet.

Kantved ar Sklêrijenn

Kantved ar Sklêrijenn, Kantved ar Sklêrijennadur, Mare ar Sklêrijenn, Oadvezh ar Sklêrijenn a reer eus an XVIIIvet kantved en Europa ar C'hornaoueg abalamour d'al luskad speredel en em ledas eno da neuze. E Bro-C'hall hag e Breizh-Veur e voe diazezet al luskad-se da gentañ, gant prederourien evel René Descartes ha Denis Diderot. Gant Diderot ha Jean Le Rond d'Alembert e voe ledet spered ar Sklêrijenn dre an Encyclopédie, un oberenn holloueziadurel savet gant prederourien digor o spered hag embannet a-dammoù adalek 1751 betek 1772.

E-touez ar mennozhioù pennañ kaset war-raok gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar gredenn er poell, e poellegezh an dud. Evito e oa gouest an holl dud da soñjal ha ne oa ket ret d'an dud krediñ e mennozhioù zo abalamour ma oant brudet gant an Iliz katolik pe ar roue. Fellout a rae dezho sklêrijennañ ar speredoù eta, dre studiañ aozadur ar gevredigezh hep kaout raksoñjoù.

E-touez ar mennozhioù all displeget gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar soñj e oa ret doujañ da vennozhioù ar re all, hag ar gredenn e vez renet gwelloc'h ar Stad pa vez an holl dud o kenlabourat evit he sevel, n'eus forzh petra e vije o dere. Neuze e veze lavaret ganto e tlefed lemel o dreistwirioù digant an noblañs.

Dañjerus e oa an holl soñjoù-se evit an dud er galloud eta, setu perak e tremenas lod eus ar brederourien-se pennadoù amzer en toull-bac'h pe en harlu.

Gant ar mennozhioù-se e voe awenet an dud a gasas war-raok an Dispac'h gall e 1789 hag ar re a embannas Disklêriadur dishualded Stadoù Unanet Amerika e 1776. E broioù all ivez en em ledas levezon ar Sklêrijenn ha renerien Stadoù zo a zegasas kemmoù brazik d'o gouarnamant daoust ma virjont ar galloud evito o-unan. E-touez ar renerien Stadoù a c'haller lavaret diwar o fenn e voent sklêrijennet edo Katelin Veur e Rusia, Frederig Veur e Prusia ha Gustav III e Sveden.

Mare ar Sklêrijenn a zeuas war e lerc'h kealioù a-bouez evel ar frankiz, an demokratelezh ha gwirioù mab-den.

Kastiz ar marv

Kastiz ar marv a reer eus ur c'hastiz lezennel a aotren ur Stad da lazhañ un den a zo bet anzavet da gablus hag unan da nebeutañ eus an torfedoù a zo anvet "mervel" gant gwir ar Stad da vare ar barn. Gant ul lez-varn stadel e vez embannet ar varnedigezh, goude ur prosez ma vez difennet an den tamallet gant un alvokad(ez) pe veur a hini ; gant kargidi e vez kaset al lazh hervez un argerzh bet termenet dre lezenn.

E ken degouezh ma vije lazhet an den hep doujañ d'al lezennoù e teu al lazh da vezañ un torfed all, dre zial, dre justis prevez pe dre abeg pe abeg, hag al lazher(ez) a rank bezañ barnet ivez gant ar Stad.

Lies abegoù zo evit kastiz ar marv er Stadoù o deus e viret en o gwir : muntr, spierezh (da geñver ar Stad), trubarderezh (da geñver ar Stad), heñvelreviadezh, avoultriezh, renavierezh, nevid tud, goubrenadur politikel. A-wezhioù e vez kastiz ar marv implijet da venveg politikel a-benn reiñ ur skouer d'ar boblañs : e 2007, e Korea an Norzh, e voe lazhet un den dirak 15 000 a dud abalamour m'en devoa pellgomzet d'an estrenvro. Koulz en egor hag en amzer e kemm ar sell a bar an dud, ar c'hevredigezhioù hag ar sevenadurioù war kastiz ar marv. Paot e oa er bed a-bezh gwezhall , stourmet e voe outañ e-kerzh Kantved ar Sklêrijenn, raloc'h-ralañ eo abaoe eil darn an XXvet kantved. Koulz muntrerien hag enebidi politikel o deus e c'houzañvet.

D'an 18 a viz Gwengolo 2012 e oa 100 bro ma oa torr kastiz ar marv dre lezenn ; 7 bro o devoa e dorret dre lezenn evit an torfedoù boutin ; 42 vro o devoa miret kastiz ar marv hep bezañ e lakaet e pleustr e-pad dek vloaz da nebeutañ ; 5 bro o devoa goursezet al lazhoù ; 44 o devoa miret kastiz ar marv hag e lakaet e pleustr e-kerzh an dek bloavezh tremenet. Tremen 5 000 den a c'houzañvas kastiz ar marv e 2011 e 19 bro..

Anzavet eo kastiz ar marv gant an ensavadurioù etrebroadel, daoust ma sav eneptañ an darn vuiañ anezho. Berzet eo kastiz ar marv er pep niverusañ eus ar Stadoù, met ur bihanniver int e-keñver poblañs ar bed, p'emañ 60% eus an dud o vevañ e broioù ma vez lazhet tud a-berzh ar Stad. Holl izili Unvaniezh Europa o deus he dilezet abaoe krouidigezh Karta Unvaniezh Europa ar Gwirioù-diazez, d'an 2 a viz Here 2000 ; ne vez mui sevenet en Europa dre vras, war-bouez e Bielorusia.

D'an 18 a viz Kerzu 2007 e voe embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) an disentez 62/149 evit goulenn ma vije goursezet al lazhoù ; eizh ezel eus an ABU a-douez an dek Stad poblekañ o devoa mouezhiet a-enep, India, Indonezia, Republik Pobl Sina ha Stadoù-Unanet Amerika en o zouez.

Laikelezh

Al laikelezh pe c'hoazh al likelezh, zo ur bennaenn disparti etre ar Stad hag ar gevredigezh foran diouzh ar gevredigezh relijiel.

E Bro-C'hall e voe disklêriet likelezh ar Stad d'an 9 a viz Kerzu 1905 dre al lezenn anvet Loi concernant la séparation des Églises et de l'État gant ar pal staliañ neptuegezh ar Stad da geñver an holl kredennoù relijiel. Gant ur ster ledan e vez implijet an termeniñ-se evel patrom d'an aozadurioù, foran pe brevez, hag a vez dizalc'h diouzh ar gloer hag an ilizoù.

Enebet e vez ar Stadoù lik ouzh ar re o deus ur relijion a Stad. Hervez ar broioù ez eo disheñnvel pennaenn an disparti etre ar Stad hag ar relijionoù hag an doare liammoù a vez staliet kenetrezo.

Sklêrijennoù

Ar Sklêrijennoù (saozneg : Enlightenment, alamaneg : Aufklärung, galleg : Lumières) a oa ul luskad sevenadurel, prederouriel, lennegel ha gouiziek hag a zeu war-wel e-pad eil hanter ar XVIIvet kantved. Prederourien evel Spinoza, Locke, Bayle ha Newton a voe e-touez ar re gentañ. Emledañ en doa graet al luskad war-zu peurest Europa, en XVIIIvet kantved. Roet en deus bet al luskad an anv d'ar mare-se graet anezhi Kantved ar Sklêrijenn.

Dre emouestl izili al luskad o stourm a-enep ar gwaskoù relijiel ha politikel, en em wele evel ur vegenn o labourat evit araokadur ar bed, o talañ ouzh an diskiant, an amreol, an deñvalijenn, ha kement brizhkredenn chomet abaoe ar c'hantvedoù en a-raok.

Deuet int a-benn da neveziñ ar ouiziegezh, buhezegezh o amzer. Levezon o skridoù a oa bet un awen diazez da darvoudoù meur fin an XVIIIvet kantved evel Disklêriadur dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika pe an Dispac'h gall c'hoazh.

Al luskad nevezadur speredel ha sevenadurel-se a chom europat dreist-holl, deuet eo a-ziwar mennozhioù an Azginivelezh. Emledet eo ar mennozhioù-se war Europa, gerioù e yezhoù all a oa bet krouet evit ober eus al luskad. Er yezhoù-se e vez lakaet war-raok e vez ar sklêrijenn o tont eus an diavaez e doare ur « sklêrijennadenn », e galleg ar gêr a laka war-raok e teufe ar sklêrijenn eus an den e-unan. A-vras war tachennoù ar skiantoù hag ar brederouriezh, ar sklêrijennoù a oa deuet a-benn da drec'hiñ ar feiz hag ar c'hredennoù. War an dachenn bolitikel hag ekonomikel ez eo trec'h ar vourc'hizien war an noblañs hag ar gloer.

Suzanne

Suzanne zo un anv-badez gallek, a glot gant Suzana e brezhoneg ha deuet eveltañ eus an anv hebreek meneget er Bibl hag a dalv kement ha lili.

Un anv-lec'h eo ivez.

Wikipedia

Wikipedia (da vezañ distaget /wiˌkipeˈdiːa/ e brezhoneg) zo un holloueziadur digor, dindan an aotre-implijout Creative Commons dereiñ-kenrannañ, digoust, hollvedel ha liesyezhek en deus kavet bod war ar Genrouedad. Kenskrivet e vez a-stroll gant tud a-youl-vat war al lec'hienn (http://br.wikipedia.org/ evit an doare brezhonek). Implijout a ra teknologiezh Wiki ar blogoù, ar pezh a dalvez e c'hall ar pennadoù zo warnañ bezañ kemmet, ha klokaet gant an holl koulz lavaret. Pennadoù a c'haller ouzhpennañ evel a garer.

Sellet a ra an anv ouzh ur raktres hollekoc'h ivez a zo e bal sevel un holloueziadur bras digoust ha frank a wirioù. D'ar 15 Genver 2001 e oa bet loc'het gant ar raktres gant ar soñj klokaat ur raktres all anvet Nupedia. Kaset eo da benn bremañ, hag arc'hantaouet ha meret, gant an Diazezadur Wikimedia, un aozadur n'eo ket e bal dastum madoù anezhañ. Abaoe an deroù n'eo ket paouezet brud ar raktres da greskiñ ha, diwarnañ, ez eus bet ganet raktresoù kar, evel Wikeriadur, Wikilevrioù ha Wikikeloù.

Ingal e vez meneget pennadoù Wikipedia war mediaoù a bep seurt ha gant akademiezhioù a oar priziañ an doare ma vez skignet, ar frank m'eo ar savidigezh anezhañ ha pegen ledan eo an dibab tachennoù goloet gantañ. Broudet e vez aozerien ar pennadoù da gaout un emzalc'h neptu a c'haller drezañ lakaat ar gaoz war perspektivennoù ledan hep mennout diazezañ ur wirionez objektivel. Met, dre m'eo digor just a-walc'h, e sav kudennoù ingal abalamour d'an diresis ma c'hall pennadoù zo bezañ, hag en abeg da zroukc'hoantoù Vandaled zo. Tabut zo war statud Wikipedia a-benn gouzout ha gallout a reer sellet outañ evel ouzh un oberenn dave. Abeg zo bet kavet er raktres evit e du sistemek, e zoug da gavout gwell ar c'henasant kentoc'h eget reiñ kredoù, hag abalamour d'an diouer a aotrouniezh hag a atebegezh d'ar c'hentañ sell pa vez keñveriet ouzh holloueziadurioù all. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù minorelaet atav, hag ar brezhoneg en o zouez, ez eo Wikipedia ur chañs dispar evit kas da benn en hor yezh un oberenn ledañ deskamant n'he deus ket he far a-hend-all war baber, hag a goustfe ker-ruz he sevel ma vije soñjet sevel ur raktres heñvel distag.

E-tro 200 stumm disheñvel zo eus Wikipedia, azasaet dre yezh (en o zouez ez eus ur c'hant bennak zo oberiant). Setu an dek stumm enno ouzhpenn 50 000 pennad : saozneg, alamaneg, galleg, japaneg, italianeg, poloneg, svedeg, nederlandeg, portugaleg ha spagnoleg. Skignet eo bet ar stumm alamaneg anezhañ dre Sedeoù, ha meur a adstumm all zo bet eilet pe azasaet gant lec'hiennoù Web a bep seurt.

Kinniget eo Wikipedia d'ar mediaoù, war ar bajenn Wikipedia:Teuliad kelaouiñ.

XVIIIvet kantved

Kregiñ a ra an XVIIIvet kantved d'ar 1añ Genver 1701 hag e echu d'an 31 Kerzu 1800.

A-wechoù, gant istorourien europat zo, e vez strishaet an XVIIIvet kantved d'ar prantad a ya eus 1715 da 1789 hepken, da lavaret eo d'ar mare etre marv Loeiz XIV a Vro-C'hall hag an Dispac'h gall.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.