David (roue Israel)

David eo anv unan eus rouaned Israel hag eus ar profeded, hervez ar Bibl.

David and Goliath by Caravaggio
David ha Goliad, livet gant Caravaggio, war-dro 1599
Mirdi ar Prado, Madrid
Peter Paul Rubens David Slaying Goliath
David o lazhañ Goliad
Rubens, 1616

Bibl

E Kentañ Levr Shmouel hag e tammoù Kentañ Levr ar Rouaned ar Bibl emañ kontet e istor, hag e vuhez evel roue en Eil Levr Shmouel.
Pa oa bugel e voe trec'h war ar ramz Goliad gant e vatalm.
Seniñ telenn a rae d'ar roue Shaoul, ha roue e voe war e lerc'h.
Abigail e oa anv e eil pried.

Dibabet e voe gant Doue adal e yaouankiz a-douez holl vibien Yesse, hag ez eas da lez ar roue evit seniñ kitar dezhañ. Ur vignoniezh don a skoulmas gant e vab Yonatan, hag e tiskaras e enebour, ar ramz filistin Goliad. Savet war gador ar roue d'e dro, e lakaas annez Arc'h an Emglev e kêr Sion, a voe lakaet da gêr-benn Israel gantañ. Goude bezañ gwallet grevus lezenn Doue e tiskouezas ur c'heuz skouerius.

Hervez an Aviel e oa unan eus hendadoù Jezuz-Krist.

David

David zo un anv paotr, deuet diwar anv ar roue David, roue Israel hervez ar Bibl. Abalamour da se e vez roet da galz paotredigoù a orin yuzev, pe a orin protestant er broioù saoznek : nebeutoc'h er broioù protestant alamanek avat.

David gant penn Goliat

David gant penn Goliat zo anv meur a daolenn gant Caravaggio:

David gant penn Goliat (Caravaggio, Roma), gant Caravaggio, miret e Roma (1607)

David gant penn Goliat (Caravaggio, Vienna), gant Caravaggio, miret e Vienna (1610)

David gant penn Goliat (Massimo Stanzione), gant Massimo Stanzione (war-dro. 1630)

Eil Levr Shmouel

Eil Levr Shmouel a gont istor David, roue Israel, adalek marv Saoul. Kavout a reer ennañ testennoù berr ouzhpenn (Ur salm gant David 22 , komzoù diwezhañ David (23 ) ha "niveradeg ar bobl", "ar vosenn ha pardon Doue", "savidigezh un aoter" (24). Marv David a gaver e deroù Kentañ Levr ar Rouaned.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.