Daveennoù lec'hiañ

Gant an daveennoù lec'hiañ e c'haller lec'hiañ resis war an Douar kement lec'h a zo.

E-touez an daveennoù pennañ emañ:

an hedredoù pennañ
Arbona

Arbona (Arbonne e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Lapurdi en Euskal Herria, e kanton Uztaritze-Errobi eta Urdazuri ibarrak.

Añje

Añje (stumm brezhonek)(Daveoù a vank), Angers (stumm ofisiel gallek) zo ur gêr c'hall, en departamant Maine-et-Loire hag er rannvro Broioù al Liger. E 2016 e oa 151 229 a annezidi enni.

Baiona

Baiona (Bayonne e galleg, Baiona en euskareg hag en okitaneg) eo kêr-benn Lapurdi, en Iparralde, en Euskal Herria, e kember ar stêrioù Aturri hag Errobi.

Basusarri

Basusarri (Bassussarry e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Lapurdi, en Euskal Herria, e kanton Uztaritze.

Beskoitze

Beskoitze (Briscós en okitaneg; Briscous e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun e Lapurdi, en Euskal Herria, nepell diouzh Baiona.

Biarritz

Biarritz pe Miarritze (Biàrritz en okitaneg; Biarritz e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Lapurdi, war aod Iparralde Euskal Herria. 25 903 a dud a oa o vevañ enni e 2011.

Haltsu

Haltsu (Halsou e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Lapurdi, en Euskal Herria, e kanton Uztaritze.

Larresoro

Larresoro (Larressore e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Lapurdi, en Euskal Herria, e kanton Uztaritze.

Luhuso

Luhuso (Louhossoa e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Lapurdi, e kanton Ezpeleta, en Iparralde Euskal Herria. 888 a dud a oa o vevañ enni e 2011.

Lyon

Lyon zo ur gêr vras e reter Bro-C'hall, ha pennlec'h departamant ar Metropol Lyon hag ar rannvro c'hall Auvergne-Rhône-Alpes. Trede kêr vrasañ ar vro eo Lyon, war-lerc'h Pariz ha Marselha, gant 500.715 a annezidi e 2013.

En tolpad kumunioù zo en-dro dezhi ez eus 1.648.216 a dud.

Mantova

Mantova a zo ur gumun ag Italia; kêr-benn proviñs Mantova eo. Brudet e oa en amzer an Azginivelezh italian.

Milano

Milano eo anv ofisiel brasañ kêr Italia an hanternoz, ha kêr-benn Lombardia. Milàn a vez lavaret e lombardeg.

Pariz

Kêr-benn Bro-C'hall eo Pariz (Paris e galleg, distaget [paʁi]). Departamant ha pennlec'h departamant eo ivez, ha pennlec'h rannvro Enez-Frañs ivez.

Savet eo bet war unan eus kammdroennoù ar Saena. Anavezet eo er bed a-bezh en abeg d'he monumantoù bras ha bihan, niverus an holl anezho, ha d'he buhez sevenadurel ivez. Un istor kozh ha skedus a zo ganti hag ur roll armerzhel bras-tre kreñvaet gant he saviad ken eo deuet da vezañ un ahel a-bouez evit ar pellgehenterezh a-dreuz Europa.

Ul lec'h brudet evit ar c'hiz hag ar pompad eo ouzhpenn.

Parizianed eo an anv a vez graet eus an annezidi.

Ger-ardamez Pariz, Fluctuat, nec mergitur (O wintañ-diwintañ ned a ket da sankañ) a zo liammet gant un arouez kozh-tre, hini ar vag, ar "Scilicet" e anv, a zo bet ardamez marc'hadourien an dour, mistri ar gêr er Grennamzer.

Santez Jenovefa eo patronez Pariz, abaoe m'he doa graet da Attila, roue an Huned, chom hep tagañ ar gêr, gouez d'ar vojenn.

Hervez an EBSSA e oa 2 190 327 a dud o chom e kêr Pariz e 2016. Dre ma'z eo aet ar boblañs da leuniañ degadoù a gumunioù tro-dro (en XXvet kantved dreist-holl) eo bet termenet tolead kêr Pariz, 12 089 000 a annezidi e 2008 ennañ.

Plombières-les-Bains

Plombières-les-Bains zo ur gumun c'hall, eus departamant ar Vosges, e rannvro Grand Est.

Roma

Roma (italianeg Roma), pe Rom, eo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tevere, dindan 22 km eus ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Kêr war ar seizh menez (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinal ha Viminal) pe ar Gêr beurbadus. Eno emañ ar Sez santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div stad eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez.

Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz mojennel an diazez a vije bet -753, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». Diwar an arkeologiezh eo bet kavet e vije bet un unvanadur etre un nebeud kêriadennoù er mare-se. Aze eo bet ganet sez ur galloud divent en deus ledanaet e astenn war an darn-vuiañ eus Europa etre war-dro - 200 ha 476. Sellet ouzh Henroma, Republik roman hag Impalaeriezh roman.

Treuzet eo kêr gant ar stêr Tiber.

Rouan

Rouan (e galleg: Rouen, distaget (LFE) [ʁwɑ̃]) a zo ur gumun hag ur gêr eus Bro-C'hall, war lez ar stêr Saena. Pennlec'h departamant gall ar Seine-Maritime hag ar rannvro Normandi eo.

Straßburg

Kêr-benn Elzas eo Straßburg (alamaneg, distaget [ˈʃtʁaːsbʊɐ̯k]; Strossburi en elzaseg izel, distaget; [ˈʃd̥rɔːsb̥uri]; Strasbourg e galleg hag ent-ofisiel, distaget: [stʁaz.buʁ]), lec'hiet war c'hlann gleiz ar stêr Roen, e-tal ar gêr alaman Kehl e Baden-Württemberg. Pennlec'h departamant ar Roen-Izel eo ivez, ha sez Parlamant Europa.

Zürich

Zürich (LFE: ['tsy:rɪç], alemaneg: Züri, galleg: Zurich, italianeg: Zurigo, romañcheg: Turitg), brasañ kêr a Suis, ha pennlec'h Kanton Zürich.

Étretat

Étretat zo ur gumun e departamant ar Seine-Maritime, er rannvro Normandi, en Bro-C'hall.

Gwechall e oa ur gêriadennig pesketaerien, hiziv eo deuet da vout un hañvlec'h brudet abalamour d'e dornaod, d'an aod ha d'ar bili, en hanternoz d'an Havr-Nevez e Normandi er pays de Caux.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.