Cee

Cee zo ur gumun eus kornôg Galiza, e proviñs A Coruña.

Situacion Cee
Sede pelec'h emañ Cee.

Parrezioù

Sede parrezioù ar gumun:

Balumeta e Galiza

Evel war aodoù all ar Meurvor Atlantel en Europa pe er Meurvor Habask e krogas ar balumeta e Galiza en Henamzer. Ker kozh ha 3 000 bloaz kent J.-K. eo an testenioù kentañ eus an hemolc'h-se en norzh d'an daou veurvor. E-pad pell avat e soñjed en e orin ragistorel, ar pezh a voe kadarnaet pa voe anavet, nevez zo, abadennoù balumeta war meur a livadur roc'hel e Bro-C'hall hag e Spagn.

An dielloù istorel kentañ a ziskouez e veze Japaniz o valumeta kent an Xvet kantved hag Euskariz oc'h ober kement all en XIvet kantved ; en daou zegouezh e veze hemolc'het al loened war o hent d'al lec'hioù gouennañ pe war o distro. Balumed reizh e oant : Eubalaena japonica (balum Meurvor Habask an Norzh) hag Eubalaena glacialis (balum "euskarat").

N'eus diell istorel ebet e Galiza kent an XIIIvet kantved, hogen diarvar eo e oa balumetaerien eno meur a gantved kentoc'h. Hervez F. Valdés Hansen e oa ar balumed – ar re frank pergen – preizhoù meur evit ar voraerien c'halizat. Ur vroad balumetaerien e voe Galiza e-pad seizh kantved, eus ar re hag a stumm an Istor. A bouez bras e voe an hemolc'h hag ar c'henwerzhelañ balumed e diorroadur kêrel ar vro dre ar fardañ kenderc'hadoù liesseurt, eus an eoul evit sklêrijennañ an tiez kent donedigezh an tredan betek ar gwalennoù evit an disglavieroù, an disheolieroù hag an dilhad cheuc'h e Katalonia, nes komz eus ar c'hig hag an danvezioù all implijet en apotikerezh hag er gwezelerezh.

Ar balumeta a zigoras Galiza war an diavaez hag he brudas er bed a-bezh ; broudet eo bet armerzh ha poblañsouriezh ar vro hag he zrowardroioù gant an hemolc'h-se – evit ar balumeta ez eus bet krouet perzhier galizat evel hini Burela (proviñs Lugo) pe Suevos e Punta Langosteira. En deroù ne veze graet nemet tapout loened war an aodoù, met a-feur ma 'z eas ar c'hantvedoù hebiou e voe gwellaet argerzh an hemolc'h dre arverañ bigi bihan war ar c'heinvor evit spontañ ar morviled hag o c'has d'an aod. An doare hemolc'h-se a veze implijet evit pakañ spesadoù bihan a-walc'h, evel ar morhoc'h penn ront (Globicephala melas), ar belouga (Delphinapterus leucas), an narwal (Monodon monoceros) hag ar morhoc'h du (Phocoena phocoena).

Green

Green zo ur ger saoznek hag a dalv kement ha glas pe gwer, hag a gaver ivez en anvioù-lec'hioù hag en anvioù tud.

Komark Fisterra

Komark Fisterra zo unan eus komarkoù kornôg Galiza, e proviñs A Coruña. Fisterra eo ar pennlec'h.

Organeg daskemmet he genoù

Hervez disentez 2001/18/CE Parlamant ha Kuzul Europa e reer Bevedeg Daskemmet e C'henoù (BDG) eus kement bevedeg ez eo bet daskemmet dezhañ e zanvezioù genetek dre un doare na c’hoarvez ket ent-naturel dre baotadur ha/pe dre adstummadur naturel.Dre deknikoù dreistijin-genetek e treuzkaser ur gen pe veur a hini e genotip ur bevedeg, da lavaret eo hollad e c'henoù, a-benn kas doarennoù nevez dezhañ. An teknikoù-se a c’hell bezañ implijet kement war loened, fungi, plant pe c'harvevien.Liesseurt eo orin ar genoù a dreuzplanter : ur viruz, ur vakterienn, ur blantenn, ur foueenn, ul loen, pe c'hoazh korf un den.

Stêrioù Galiza

Sed amañ ur roll eus stêrioù Galiza.

Sylvanus Olympio

Sylvanus Olympio (6 a viz Gwengolo 1902 - 13 a viz Genver 1963) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Togo.

E 1958 en em gavas Olympio Kentañ Ministr goude ma voe aozet dilennadegoù evit nevesaat Bodadenn Togo. D'ar c'houlz-se e oa Togo un tiriad e dalc'h ar Broadoù Unanet ha fiziet e velestradurezh e Bro-C'hall. C'hoantoù Olympio a oa mont war-zu an dizalc'hiezh ha derc'hel darempredoù mat gant Bro-C'hall evit bezañ skoazellet a-enep mennozhioù Kwame Nkrumah, prezidant Ghana, hag a oa e soñj stagañ Togo ouzh e vro evit adunaniñ ar bobl Ewe. Goude dizalc'hiezh Togo e voe Prezidant kentañ ar Stad nevez adalek an 9 a viz Ebrel 1961: trec'h e voe war Nicolas Grunitzky en dilennadeg. E-touez prezidanted Stadoù nevez dizalc'h Afrika bet trevadennet gant Bro-C'hall e oa Sylvanus Olympio ur politikour dibar dre na oa na gallgar evel Félix Houphouët-Boigny na gallgas evel Ahmed Sékou Touré.

D'an 13 a viz Genver 1963 e voe lazhet gant ur strollad soudarded e-kerzh un taol-Stad. Emmanuel Bodjollé hag a oa e penn ar strollad-se a voe e penn Togo e-pad daou zevezh a-raok leuskel plas da Nicolas Grunitzky. Luziet e chom marv Olympio: lazhet e vije bet gant Emmanuel Bodjollé pe gant Gnassingbé Eyadéma, hemañ a embannas bout al lazher. E 1967 e voe kemeret ar galloud gant Gnassingbé Eyadéma dre un taol-stad a-enep da Nicolas Grunitzky. Gouel broadel Togo eo an 13 a viz Genver.

Xallas

Xallas zo un anv galizek hag a gaver en hini meur a lec'h.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.