Carballo

Carballo zo ur gumun eus Galiza, e proviñs A Coruña.

Situacion Carballo
Sede pelec'h emañ Carballo, e Galiza

Parrezioù

Sede parrezioù ar gumun:

Devezh al Lizhiri Galizek

Devezh al Lizhiri Galizek, pe Día das Letras Galegas, lidet d'ar 17 a viz Mae, zo un devezh e Galiza ma vez enoret ar yezh, ar galizeg, dre an embannadurioù. Ur gouel ofisiel eo: ne vez ket labouret en deiz-se.

Editorial Galaxia

Editorial Galaxia zo un ti-embann galizek e Vigo.

Krouet eo bet e 1950 en Santiago de Compostela. Daou vil levr zo bet embannet gantañ, ha mil anezho en e gatalog. Renet eo gant ar skrivagner Víctor F. Freixanes hag ar prezidant eo Xaime Isla Couto.

E-touez ar saverien emañ Ramón Otero Pedrayo, Francisco Fernández del Riego, Ramón Piñeiro (kentañ rener lennegel).

Mennad an diazezerien a oa adsevel ar galizeg, reiñ brud d'ar yezh hag ober anezhi ur benveg krouiñ ha meizañ.

Gant Domingo García-Sabell, Rof Carballo, Celestino Fernández de la Vega, Ramón Piñeiro, Xaime Isla Couto ha Francisco Fernández del Riego e oa bodet un dornad intelektualed a zo anavezet evel ar grupo Galaxia en istor al lennegezh c'halizek, ur bodad a glasko sevel ur prezeg modern e galizeg.

C'hoarvezout a ra Galaxia eus ar «Suplemento del Sábado» eus ar pemdezieg La Noche a veze graet e Santiago de Compostela. Berzet e voe buan gant renad Franco, met gant an arnod-se e krogas da genlabourat kalz tud a vagas an embannadurioù gant o skridoù.

Ar c'hentañ levr embannet e oa Antífona da cantiga (1951), gant Ramón Cabanillas.

Eduardo Pondal

Eduardo María González-Pondal e Abente (Ponteceso, A Coruña, 1835 - A Coruña, 1917) zo ur barzh galizat hag a skrivas e galizeg koulz hag e kastilhaneg.

Penn kentañ e varzhoneg "Os pinos" zo aet d'ober kan broadel Galiza.

Eugenia Osterberger

Prudencia Eugenia Juana Osterberger Luard (Santiago de Compostela 20 a viz Kerzu 1852 – Nisa, 8 a viz C'hwevrer 1932), brudet evel Eugenia Osterberger, a oa ur sonaozourez ha pianoourez c'halizat da vare ar romantelouriezh.Merc'h e oa d'ur vaouez eus A Coruña ha d'un engraver elzasat.

Abred e diskouezas bout dedennet gant ar sonerezh, ha plac'hig e oa c'hoazh pa zeskas seniñ ar piano. E 1879, bloavezhioù goude he distro eus ur stummadur e Bro-C'hall, e timezas gant an ijinour gall François Saunier Goubard – abaoe an dimeziñ-se e voe graet Eugène Saunier ha Madame Saunier anezhi e Bro-C'hall – hag en em stalias e kêr A Coruña. Eno e chomas e darempred gant pennoù meur sonerezh hec'h amzer ha gant re al lennegezh evel ar skrivagnerez Emilia Pardo Bazán (1851-1921).

Emezelañ a reas er gevredigezh Sociedad del Folklore Gallego, bet diazezet e 1881 hag a voe kavell ar Real Academia Galega. A-drugarez d'he labour war dachenn ar sonerezh e voe anvet Eugenia da ezel en Academia diouzhtu pa voe krouet e 1906.

E 1908 e kuitaas Galiza gant he ziegezh da vont da Nisa, ma chomas betek he marv e 1932.

Dianav eo chomet an darn vrasañ eus hec'h oberennoù embannet gant ar soner Canuto Berea Rodríguez en A Coruña, gant F. Laurens e Pariz ha gant an ti-embann Benito Zozaya ha Casa Dotesio e Madrid. Oberennoù evit ar piano hepken pe evit piano ha mouezh eo an nebeud reoù anavezet digant ar sonaozourez a Gompostela. Ouzhpenn he labour war ar sonerezh e kemeras perzh e meur a luskad evit kas sevenadur Galiza war-raok. Kelenn ar sonerezh a reas ivez – p'edo o chom en A Coruña da nebeutañ : unan eus he skoliadezed e voe Pilar Castillo Sánchez (1895-1942), anezhi ur sonaozourez ha pianourez anavet el live etrebroadel.

Kumunioù Galiza

Sed amañ roll kumunioù Galiza e pep hini eus proviñsoù Galiza:

Kumunioù proviñs A Coruña

Kumunioù proviñs Lugo

Kumunioù proviñs Ourense

Kumunioù proviñs PontevedraE Galiza ez eus 315 kumun (concellos en galizeg ofisiel ha municipios en spagnoleg) :

94 e proviñs A Coruña

67 e proviñs Lugo

92 e proviñs Ourense

62 e proviñs Pontevedra,Sed ar re diwezhañ krouet: Cariño niverenn 313 en 1988, Burela niverenn 314 en 1995 hag A Illa de Arousa niverenn 315 en 1997.

Luar na Lubre

Luar na Lubre zo ul laz sonerien eus A Coruña, e Galiza.

En 1992 e oant bet pedet gant Mike Oldfield d'ober un droiad dre ar bed, hag evel-se eo o deus tapet brud etrebroadel.

Partido (Arc'hantina)

Rannet eo Proviñs Buenos Aires, en Arc'hantina, e 134 c'humun anvet partidos hervez ar Vonreizh.

Partido Comunista de Liberación Nacional

Ar Partido Comunista de Liberación Nacional (PCLN) ("Strollad komunour evit an Dieubidigezh Vroadel") a oa ur strollad broadelour ha komunour krouet e Galiza da geñver ar gouel broadel d'ar 25 a viz Gouere 1986.

Krouet e oa bet gant Colectivo Comunista 22 de marzo ("Strollad Komunour an 22 a viz Meurzh"), ennañ 13 ezel eus Poellgor Kreiz Unión do Povo Galego ("Unvaniezh Pobl Galiza") ha ne felle ket dezhe ma kemerfe perzh Bloque Nacionalista Galego ("Bloc'had Broadelour Galiza") e Parlamant Galiza.

E penn ar PCLN e oa Mariano Abalo ha Xan Carballo, sekretour-meur ar sindikad INTG.

Skarzhet e oa bet da vat ar PCLN diouzh BNG da geñver an IIIde Emvod Broadel evit bezañ goulennet ma votfe an dud evit Herri Batasuna er mouezhiadegoù evit Parlamant Europa.

Mont a reas ar PCLN e darempred gant strolladoù broadelour all eus an tu-kleiz ha diwar se e oa bet krouet an talbenn Frente Popular Galega e 1988 hag en em deuziñ ennañ a-benn ar fin.

Río Anllóns

Ar Stêr Anllóns, pe Río Anllóns e galizeg, zo ur stêr eus Galiza, 54 km hanter dezhi. Eieniñ a ra e menezioù ar Xalo, 400 metrad uhelder, hag aberiñ er ría Corme e Laxe.

Samos (Galiza)

Ur pennad Samos (disheñvelout) zo ivez.

Samos zo ur gumun e reter Galiza, e Proviñs Lugo.

Stêrioù Galiza

Sed amañ ur roll eus stêrioù Galiza.

Vilar

Vilar zo ur ger hag a gaver e galizeg ha portugaleg, hag ivez e katalaneg, hag a dalvez kement ha kêriadenn, ha stank eo e lec'havandurezh Galiza ha Portugal.

Álvaro Cunqueiro

Álvaro Cunqueiro Mora (Mondoñedo, 1911 — Vigo, 1981) zo ur skrivagner galizeg, romantour, hag unan eus brasañ skrivagnerien Galiza.

Galiza | Proviñs A Coruña
Situacion Provincia da Coruña

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.