C'hwez

Ar c'hwez, pe c'hwezenn, pe dour-c'hwez, eo an dourenn a vez kenderc'het gant ar gwagrennoù c'hwezpar a zo e kroc'hen ar bronneged. Dont a ra ar c'hwez eus ar c'horf hag e tiver warnañ a-benn e yenaat pa vez tomm an amzer pe goude ur strivadenn.

Kalz dour zo e c'hwez mab-den. Gouest eo an den da c'hweziñ etre 2 ha 4 litrad bep eurvezh, da lavaret eo etre 10 ha 14 litrad bemdez. Goloet e vez ar c'horf a c'hwez neuze, gant war-dro 15 g dre vututenn ha dre mm² bemdez. Nebeutoc'h a c'hwez a vez kenderc'het gant un den kent ar gaouregezh.

An dud, ar primated hag ar c'hezeg a genderc'h kalz c'hwez, hogen lod loened o deus nebeut a wagrennoù c'hwezpar, setu e rankont yenaat dre gas aer dre o geol, evel ar c'hon, evit ma c'hoarvezfe an aezhennadur e kavenn o geol hag en o gargadenn.

SweatyBackOfAStatuesqueBlonde
Dour-c'hwez war gein ur plac'h

Arc'hweladur

Hypothalamus small
Ar gouzerc'hvel, e ruz

En ur wagrenn anvet gouzerc'hvel, a zo en empenn, emañ an neuron a ra war-dro gwrezverk korf un den. Dre ar c'hroc'hen e teu an ditouroù betek ennañ : pa vez re uhel ar wrez e telusk ar gouzerc'hvel ar c'henderc'hañ c'hwez gant ar gwagrennoù c'hwezpar, kement-se dre ar reizhiad nervel.
Yenaet e vez ar c'horf dre aezhennadur ar c'hwez a-ziwar gorre ar c'hroc'hen. Seul dommoc'h ar c'horf, seul vuioc'h a c'hwez a vez kenderc'het d'e yenaat. Pa yena ar c'hroc'hen e yena ivez ar gwazhied a zo dindanañ, ar gwad freskoc'h a zo oc'h amredañ enno a zistro da greiz ar c'horf d'e yenaat d'e dro.

Daou abeg zo d'ar c'hweziñ : pa vez tomm ar c'horf dre wall an amzer pe an embregañ, ha pa vez fromet-bras an den. En degouezh diwezhañ-mañ ne vez c'hwez nemet war palvoù an daouarn, seulioù an treid, an divgazel hag an tal.

War-dro tri milion a wagrennoù c'hwezpar zo e korf un den, an niver anezho o kemmañ hervez e reizh, e hiloniezh, e stad korfel, e oad, e endro. Muioc'h a c'hwez a vo ezhomm evit yenaat ur c'horf klañv gant an derzhienn, pe re dev, pe brasoc'h eget keitad : muioc'h a dolz zo da yenaat en daou zegouezh diwezhañ-mañ.

Kemmoù er c'henderc'hañ c'hwez a c'hoarvez pa zilec'h un den eus ur vro yen d'unan domm : muioc'h a c'hwez a vez kenderc'het, ha muioc'h a zour zo er c'hwez.

Aozadur

Perspiration stain on white cotton T-shirt
Un tarch c'hwez war koton gwenn

Dour pergen zo er c'hwez, 99 % anezhañ. En 1 % a chom ez eus urea CO(NH2)2, a gaver en troazh hag a ro o liv melen d'an tarchoù c'hwez, trenkenn laktek C3H6O3 hag elfennoù maenel.
Kemmañ a ra ar c'hementad ag elfennoù maenel diouzh an den, gwrezverk al lec'h m'emañ, e from, padelezh ar c'hweziñ hag ar c'hementad ag elfennoù maenel a zo en e gorf. Dre vras e kaver natriom (0,9 g dre litrad c'hwez), kaliom (0,2 g/l), kalkiom (15 mg/l) ha magneziom (1,3 mg/l). Elfennoù metalek a gaver ivez, a-gementadoù tanav avat : houarn (1 mg/l), zink (0,4 mg/l), kouevr (0,3-0,5 mg/l), krom (0,1 mg/l), nikel (0,01 mg/l) ha plom (0,1 mg/l) ; diouzh pep den eo ar c'hementadoù-se, a c'hall bout lieskementet betek pemzek gwech a zen da zen.
Evit a sell ouzh trenkegezh ar c'hwez, etre 4 ha 7 e vez e pH keitat : eus trenkidik da anvec'hiet (i.e. na trenk na bazek) neuze.

Abrant

An abrantoù (pe ambrantoù), pe daouabrant, pe divabrant, eo ar blev a zo e traoñ tal un den, a-us d'an daoulagad, hag a dalv da ziwall anezho diouzh an dour-c'hwez, an heol pe ar glav .

Adolf Wölfli

Adolf Wölfli (29 a viz C'hwevrer 1864 e Bern – 6 a viz Du 1930 en ur bredospital e Bern) a oa un arzour suis.

Breizh digunvez

Fedoù souezhus diwar-benn Breizh, dianav pe zisoñjet evit an darn vuiañ anezho, a gavot er bajenn-mañ.

Cwm-twrch

Ur gêriadenn vihan, nepell diouzh Brycheiniog eo Cwm-twrch (pe Cwmtwrch). E kreisteiz Powys emañ, e kroazhent teir c'hontelezh, nemet darnoù anezhi zo e Castell-nedd Port Talbot ha Sir Gaerfyrddin. Div rann zo enni : Cwm-twrch Isaf ha Cwm-twrch Uchaf.

E krec'h Cwm Tawe emañ Cwm-twrch, ur 15 miltir en hanternoz da gêr Abertawe. Drezi e tremen an Afon Twrch pa ziskenn eus ar Mynydd Du hag ar Fforest Fawr.

Ur feunteun, a vefe burzhudus, zo er gêriadenn. C'hwez fall zo ganti, abalamour d'ar soufr zo enni.

Dalc'homp mat !

Dalc'homp mat ! zo ur bladenn vrezhonek embannet e 2001 gant Naonediz al laz Tri Bleiz Die.

Filip Oillo

Filip Oillo zo un emsaver hag ur skrivagner brezhonek.

Ganet e 1956 e Gwened, en ur familh gwriziennet e Teiz e Bro-Wened Uhel, met tremen a reas e yaouankiz e Aljeria hag e Senegal, ma teskas wolofeg. Brezhoneg ivez a zeskas gant e dud-kozh, ha goude e-unan, en ur genderc'hel gant e studi, eus Dakar da Bariz ha da Dolosa ma tapas e ziplom ijinour e Skol Vroadel an Nijerezh.

Gerioù brezhonek heñvelson

Gerioù heñvelson, pe damheñvelson zo e brezhoneg.

Gwagrenn

Ar gwagr, pe gwagrennoù, zo organoù e korf lod loened ha hini mab-den eo o roll kenderc'hañ bouedennoù, en o zouez an hormonoù, al laezh, an halv, ar c'hwez, ar sper, an daeroù.

Daou zoare gwagrennoù zo :

ar gwagrennoù-enborc'hañ a gas an hormonoù a-nebeudoù er gwad ;

ar gwagrennoù-ezvorc'hañ a gas ar bouedennoù all e diabarzh kleuzennoù ar c'horf pe war ar gorre anezhañ.

Jeff Koons

Jeff Koons a zo un arzour amerikan bet ganet d'an 21 a viz Genver 1955 e York (Pennsylvania). Divizoù a sav dizehan diwar e oberenn. Evit tud zo ez eo deuet a-benn da dennañ ar pep pouezusañ eus luskadoù gward a-raok ar c’hantved, ar Pop Art en o zouez. Evit re all avat, n’eo nemet un arzour a blij dezhañ kalz an traoù kitsch, hag a blij da zastumerien pinvidik-mor hag a zisplij d’ar vurutelletien. Er mare-mañ emañ Koons e-touez arzourien gerañ ar bed. (47vet e top 100 al lec’hienn ofisiel artfacts.net).

Kaezouregezh

En ur ster ledan eo ar gaezouregezh an oad ma krog korf ur bugel da gemmañ evit dont da vezañ un den gouest da engehentañ. Krennarded ha krennardezed a vez graet eus an dud erru en oad-se mui-pe-vui.

En ur ster strizh ez eo ar gaezouregezh stad ar grennarded hag ar c'hrennardezed neuze.

Tamm-ha-tamm e tiorro ar gaezouregezh, o kregiñ gant kemmoù neuronel er gouzerc'hvel, ha drezo e vez kenderc'het hormonoù a gas arhentoù etre an empenn hag an ardivink-genel hag a ya war gresk da heul en ur genderc'hañ steroidoù reizhel hag a gas da gemmoù er c'horf.

Kemm-digemm e vez an oad ma krog ar gaezouregezh hervez an eil den pe egile, hag ivez dindan levezon elfennoù resis evel ar boued, an endro hag all.

Daoust d'ar c'hemmoù degaset gant ar gaezouregezh bezañ bredoniel ha fizikel, sklaeroc'h eo ar c'hemmoù fizikel hag aesoc'h da zeskrivañ a-benn tizhout un termenadur rik.

Kroc'hen

Ar c'hroc'hen zo ur gwiskad a c'holo korf an darn vrasañ eus ar mellkeineged, an den en o zouez, koulz ha hini loened all. E rolloù pennañ eo gwareziñ ha derc'hel ur c'hementad dour dereat er c'horf.

Luksembourg (bro)

Evit sterioù all, sellit ouzh Luksembourg.Dugelezh Veur Luksembourg (e luksembourgeg: Groussherzogtum Lëtzebuerg, e galleg: Grand-Duché de Luxembourg, en alamaneg: Großherzogtum Luxemburg) a zo ur vro vihan eus Europa ar C'hornôg, etre Belgia, Alamagn ha Bro-C'hall. Nebeutoc'h eget un hanter vilion a dud a zo o chom enni, evit bout ur gorread a 2 600 km² dezhi.

Un demokratelezh barlamantel gant ur vonarkiezh vonreizhel eo Luksembourg. Renet eo gant un Duk-Meur. An dugelezh veur zieub nemeti er bed eo. E-barzh Unaniezh Europa emañ an dugelezh, (ha hi unan eus ar c’hwec'h bro a ziazezas an aozadur); en AFNA hag er Beneluks emañ ivez.

War an harzoù etre Europa romanek hag ar broioù germanek emañ an dugelezh veur ha kustumoù he deus amprestet digant an daou sevenadur-se. Teiryezhek eo ar vro, daoust ma'z eo ar galleg eo yezh ar velestradurezh. Galleg, luksembourgeg hag alamaneg eo ar yezhoù ofisiel. Ur stad lik eo met katolik eo an darn vrasañ eus an dud.

Me zo ganet e-kreiz ar mor

Me zo ganet e kreiz ar mor zo gwerzenn gentañ ur varzhoneg skivet gant Yann-Bêr Kalloc'h (Bleimor), bet ganet e 1888 ha marvet abalamour d'ur strinkad obuz e 1917 war talbenn ar Brezel Bed Kentañ.

Eil rann ar varzhoneg Pédenn én Téoélded eo Me zo ganet e kreiz ar mor, unnek poz enni. E gwenedeg eo bet savet, evel holl oberennoù ar barzh.

Un ton evit he c'hanañ zo bet savet e 1942 gant Jef ar Penven, ar pezh en deus degaset brud d'ar varzhoneg ha d'ar sonaozer war un dro. Diwar neuze eo bet kanet gant kalz arzourien.

Misterioù Glorius

Ar Misterioù Glorius eo misterioù meneget en Aviel a denn da zasorc'hidigezh Jezuz Krist ha gloar an Neñv. Heuliañ a reont ar Misterioù Joaius, ar Misterioù Goulaouus hag ar Misterioù Poanius. Bez ez eus pemp mister glorius : an Dasorc'hidigezh, Pignidigezh ar C'hrist, ar Pantekost, Gorroidigezh ar Werc'hez, Kurunidigezh ar Werc'hez. Prederiet e vez war ar misterioù-se gant kement kristen a bed gant e chapeled d'ar Merc'her ha d'ar Sul.

Hervez Compendium Katekiz an Iliz Katolik e vez graet mysteria gloriosa anezho e Latin.

Monc'hwez

Monc’hwez a zo ger malizenn savet diwar moneiz ha c'hwez. Ur ger all a zo: revoneizadur.

Monc’hwez zo un termen armerzhel. Implijet e vez evit dezverkañ kresk hollek live ar prizioù.

N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwez. Hervez an armerzhourien klasel e vefe un darempred kontrol anvet krommenn Phillips etre ar monc’hwez hag an dilabour. Milton Friedman koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.

Pa ne vezer ket evit mestroniañ ar monc’hwez ken ha heñchañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a reer gourmonc’hwez dioutañ. Gant ar gourmonc’hwez e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwez war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwez bet c’hoarvezet en Alamagn (1920), e Rusia hag en Arc’hantina.

Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwez c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an danframmoù armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a argerzhadur bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwez da steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.

Mouchouer-godell

Ur mouchouer-godell, pe mouchouer (met mouchouerioù all zo), pe frilien, pe lien-fri, zo ur pezh danvez a vez gant an dud en ur c'hodell evit gallout c'hwezhañ pe torchañ o fri peurvuiañ.

Implijoù all zo d'ar mouchouerioù-godell: torchañ an tal pa vezer dour-c'hwez, ar gwad pa vezer o wadañ, an daeloù pa vezer o ouelañ, lakaat war ar penn pa vezer diskabell dindan an heol, ha da vare ar c'himiad.

SdKfz 251

Ar Sonderkraftfahrzeug 251 (ger-ha-ger : "karbed stourm arbennik"), SdKfz 251 e anv-kod, a oa ur c'harbed-stourm hobregonet alaman hanter raouiet hag a voe produet a-hed an Eil Brezel-bed gant an embregerezh alaman Hanomag (alamaneg: Hannoversche Maschinenbau AG).

E renkadur an Heer a oa an hini Schützenpanzer ("karbed stourm an droadegiezh").

Implijet e oa bet dreist-holl gant ar Panzerdivisionen hag an unvezioù Panzergrenadier.

Lod pezhioù mekanikel eus an SdKfz 7 a oa adimplijet war an SdKfz 251.

Ar c'harr hobregonet-se raouiet a zo bet an hini produet ar muiañ gant an Alamaned, pa voe 15 252 anezho produet gant an adkemerioù. Ne oant ket bet holl produet gant an embregerezh Hanomag met al lesanv Hanomags a chomo stag ouzh an SdKfz memestra gant ar Gevredidi kement evit tu an Ahel.

Taol-arnod gant goell

Setu amañ un taol-arnod gant goell da ober gant bugale evit deskiñ un tamm kimiezh.

Diskouez ez eo ar goell ur boud-bev hag en deus ezhommoù evit kreskiñ mat.

Eus ar geriadur Brezhoneg 21 e teu ar gerioù teknikel a gavor er pennad-mañ.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.