Brezhoned

Brezhoned eo an anv a reer e brezhoneg eus ar bobl a veze graet Britanni anezho e skridoù Julius Caesar (101 kent JK-44 kent JK) ha Tacitus (55-118), hag a oa o chom en Enez Vreizh, pe Preden, anvet Britannia e latin da neuze. Goude-se eo an anv a voe graet eus an dud o chom e Proviñs Britannia, da lavarout eo er c'hreisteiz d'ar stêrioù Clyde ha Forth hag a zo e Bro-Skos hiziv.

Britain 500 CE
Iwerzhon hag Enez Vreizh war-dro ar bloaz 500

An anv

Deuet e vefe ar ger Bretoned eus ar ger latin brito, an anv roet diwezhatoc'h d'o yezh e latin.

E kembraeg e vez graet gant ar ger kozh Brythoniaid (Brython en unander) eus ar Vrezhoned, ur bobl a emastennas neuze adalek aber ar stêr Clyde en hanternoz betek aber ar stêr Liger er c'hreisteiz. Evel-se e teuas Gweltaz eus Alt Clut da Gembre, da zeskiñ da vanati Llanilltud Fawr, hag alese da Vreizh betek Lokentaz.

Pobloù Enez Vreizh

Pobloù all a oa en Enez Vreizh:

  • en hanternoz d'ar stêrioù Clyde ha Forth (Bro-Skos a hiziv), pobloù lies a veze graet Caledoni, pe Pikted anezho dre vras.
  • en arvor Kembre, Hiberniz, pe Gouezeled, eus Iwerzhon.

goude e teuas pobloù all c'hoazh:

Brezhoned hiziv

Graet e vez "Brezhon" ha Brezhoned hiziv eus tud eus Breizh ivez a-wechoù, pe en ur ster ledan pe en ur ster strizh:

  • tud Vreizh, a zo o chom e Breizh, a vez lavaret Bretoned anezho peurvuiañ, pe Breizhiz,
  • ar vrezhonegerien, pe an dud a oa brezhoneg yezh o zud, pe tud Breizh-Izel dre vras. Komzet e veze, poent zo bet eus ar bobl vrezhon. Ral eo implij ar ger en XXIañ kantved.

Pennadoù kar

Levrlennadurezh

  • `The Britons`, Christopher Snyder. Blackwell 2003
Artgal Alt Clut

Artghal pe Artgha Strathclyde a oa roue Brezhoned Alt Clut, en Hanternoz kozh Brezhoned Enez Vreizh en IXvet kantved. Lazhete voe en 872. Moarvat e voe kemeret e lec'h gant e vab Run.

Attacotti

An Attacotti (pe Atticoti, Attacoti, Atecotti, Atticotti, Atecutti...) a oa ur bobl a oa o chom gwechall en Iwerzhon pe e Bro-Skos, hervez a lenner e meur a destenn latin eus dibenn an Impalaeriezh roman.

Lakaat a rejont freuz ha reuz e proviñs roman Britannia war-dro ar bloavezhioù 360, war un dro gant pobloù all evel ar Scoti, ar Bikted, ar Saksoned, ha Brezhoned all ivez. Trec'het e voent gant Theodosius e 368.

Brezhoneg

Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh.

Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezeonet-don e voe gant ar romaneg e bro Wennrann hag e Bro-Wened. Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened).

Bro-Ereg

Bro-Ereg eo an anv roet d'ar vro aloubet gant Brezhoned rouantelezh Kerne diwar-goust Franked Gwened er VIvet kantved, war-lerc'h ma voe kemeret Gwened gant ar penn-kadour brezhon Gwereg (anavezet evel Warok pe Waroch e galleg) a voe roue kentañ ar vro. Bro-Ereg a vez graet eus Bro-Wened ivez a-wechoù.

Anavezet eo istor ar rouaned-se dre skridoù an eskob gall Gregor Teurgn, a ra anv eus ar brezelioù etre Franked ha Brezhoned.

Brân Galed

Brân Galed (Bran galet e brezhoneg) zo un haroz eus an Hanternoz kozh hervez lennegezh vrezhonek kozh Enez Vreizh. Kalet amañ zo da gompren evel pizh, tost avat.

Bez' en doa ur c'horn da evañ hag a oa unan eus Trizek Tra Gaer Enez Vreizh.

Un anv boutin a-walc'h eo Brân e-touez harozed Brezhoned an enezenn ha diaes eo gouzout pehini eus ar re zo anavezet gant an istor a c'hallje bezañ awenet ar vojenn. Marteze Bran Hen, mab Dyfnwal Moelmud, meneget e anv en Historia Regum Britanniae, levr Jafrez Menoe,hag a vije deuet da vezañ Roue Roma, hervez an oberour. Ur mab en dije bet, Cynan ap Brân e anv.

E mojennoù kozh Iwerzhon ez eus meneg eus ur c'horn tarv hud a c'halle magañ an holl.

Caledonii

Ar g-Caledonii (anv latinekaet, ivez Caledones; gregach: Καληδῶνες, Kalēdōnes) a oa ur bobl pe ur c'hevredad pobloù eus hanternoz Enez Vreizh hag a roas o anv d'ar vro anvet Kaledonia. Gwelet int bet evel Brezhoned, goude evel Pikted, hag a gomze ur yezh predenek kar. Enebourien e oant d'an impalaeriezh roman he devoa kaset hec'h armeoù da aloubiñ an darn eus an enez a oa aet d'ober proviñs Britannia.

Cumbria

Ur gontelezh eus Bro-Saoz eo Cumbria (/ˈkʌmbriə/, rannyezh cumbriaek: [ˈkʊmbɾiə]), e gwalarn ar vro, a-stok ouzh mervent Bro-Skos.

Krouet e voe e 1974 diwar gendeuziñ kontelezhioù Cumberland, Westmorland, lodennoù eus Lancashire ha West Riding of Yorkshire. Carlisle eo kêrbenn kontelezh Cumbria.

Klotañ a ra mui-pe-vui gant Rheged kozh, ur rouantelezh vrezhon er Grennamzer uhelañ. N'eo Cumbria nemet un adstumm eus Kembre (latin: Cambria), da lavaret eo ur vro poblet gant Kembreiz (Brezhoned an Norzh).

Cunobelinos

Cunobelinos (Κυνοβελλίνος e gregach gant Cassius Dio) pe Cunobelinus e latin, pe Cunobelin, a oa roue meur Brezhoned bro lezioù an Tavoez, en Enez Vreizh, e fin ar c'hantved diwezhañ a-raok JK, a-raok an aloubadeg roman. Roue e oa war ar bobl Catuvellauni, a oa o c'hêr-benn e Verulamium, tra ma oa hini ar bobl Trinovantes e Camulodunum. Anavezet eo dre ma'z eo meneget gant an istorourien roman Suetonius, a lavar Britannorum rex (Roue ar vrezhoned) anezhañ, ha Cassius Dio. Kalzik a bezhioù moneiz gant e anv zo bet kavet.

Devon

Devon (hervez an anv ofisiel saoznek, ral eo an anv Devonshire, Dewnens hervez an anv kerneveurek pe Dyfnaint e kembraeg, pe Devnent e brezhoneg un nebeudig tud), a zo ur gontelezh saoz, e mervent Bro-Saoz, hag a oa Dumnonia hec'h anv latin.

Enez Vreizh

Enez Vreizh, Britannia e latin, zo unan eus an anvioù a vez roet da Vreizh-Veur evit ober anv eus ar vro ma oa diazezet ar Vrezhoned betek aloubidigezh ar Saozon.

Eppillus

Eppillus (galianeg marc'hig) a oa roue an Atrebated, Brezhoned hag a veve en daou du da Mor Breizh.

Mab e oa da g-Commios, unan eus ar pennoù galian o doa roet harp da Julius Caesar e-pad aloudabeg Galia, hag a oa emsavet goude da vrezeliñ enep dezhañ a-unan gant Verkingetorix.

Goude marv Commios, war-dro -20, ez eas Eppillus da roue asambles gant e vreur Tincomarus. Noviomagus (Chichester) hiziv a oa e gêr-benn tra ma oa Calleva Atrebatum (Silchester) hini Tincomarus.

Da roue nemetañ ez eo aet Eppillus e 7 ha rankout a reas mont da repuiñ da Roma. Goude an amzer-se e kaver an titour Rex war pezhioù kognet gant Epillus, ar pezh ar ziskouez e oa anavezet evel roue gant Roma.

War-dro 15 e teuas Verica da vezañ roue an Atrebated. En amzer-se, avat, e kroger da gavout anv Epillus war ar pezhioù kognet gant meuriad ar Gantiaked. Marteze e oa bet skarzhet Epillus kuit gant Verica hag en doa ranket mont da repuiñ da g-Kent, ma yeas da roue adarre. Marteze ivez e oa aet da roue ar Gantiaked hag en doa lezet rouantelezh an Atrebated gant Verica en un doare peoc'hek, pe neuze n'en deus an Epillus a oa roue Kent darempred ebet gant hini a renas war an Atrebated.

Kalgakos

Kalgakos (latinaet e Calgacus, Galgacus) a oa penngadour ar bobl Caledonii (Pikted anezho, a greder) da vare Emgann Mons Graupius, e 83 pe 84, emgann diwezhañ Brezhoned Enez Vreizh ouzh ar Romaned er menezioù Grampians, e Bro-Skos a-vremañ.

Armead ar Vrezhoned a oa tregont mil den enni ; en armead ar Romaned e oa al Legio IX Hispania hag al Legio XX Valeria Victrix, kaset gant ar jeneral Agricola, heuliet ha skoazellet gant Germaned, Galianed ha Brezhoned a greisteiz an enezenn.

Kement ha "perc'henn ul lavnenn" e talvezfe an anv *calg-ac-os, ha kar e vefe d'ar ger gouezelek calgach, a c'hall bezañ pe anv an den pe an titl roet dezhañ. .

Kombod

Ur c'hombod zo ivez ur rann eus un ti, pe ul loch.Ur c'hombod (cwmwd e kembraeg, ha cymwd er skridoù kozh), a oa ur rannvro vihan gant Brezhoned ar Grennamzer gozh, e Kembre hag e Breizh (hag e Bro-Leon eo deuet da vout un anv-tiegezh).

Ordovices

An Ordovices a oa ur bobl vrezhon en Enez Vreizh a-raok an aloubadeg roman, er vro a vo anvet Kembre. Amezeien e oant d'ar Silures er c'hreisteiz ha d'an Deceangli er biz, ha marteze d'ar g-Cornovii. Saverien-chatal e oant, ha saverien kreñvlec'hioù war an tuchennoù.

Pobloù brezhon Kembre

Komz a reer eus pobloù brezhon Kembre a-raok aloubadeg ar Romaned en Enez Vreizh.

Rheged

Rheged a oa ur rouantelezh vrezhon en hanternoz Enez Vreizh, er vro a vez graet yr Hen Ogledd (an Hanternoz Kozh) anezhi gant Kembreiz, da lâret eo ar vro poblet ha renet gant Brezhoned er pezh zo hiziv norzh Bro-Saoz ha kreisteiz Bro-Skos, da vare deroù ar Grennamzer.N'eo ket deskrivet he harzoù er barzhonegoù evel-just, met lod eus al lenneien a soñj e oa enni ar vro anvet Cumbria, e Norzh Bro-Saoz bremañ, hag en em astenne marteze betek Lancashire ha Bro-Skos.

En dielloù ez eo stag anv Rheged ouzh hini ar roue Urien Rheged hag e diegezh. Hec'h annezidi a gomze ur rannyezh predenek, kar d'an hengembraeg.

Tiern

Un tiern, pe tigern e henvrezhoneg, a oa ur priñs brezelour e-touez Brezhoned Enez Vreizh, pe re Letavia.

An anv tigern a gaver en anvioù tud uhel e-touez ar Vrezhoned:

Vortigern (tiern meur)

Katigern

Kentigern

hag e Mordiern, evel en anv Meven Mordiern.

Ur penndiern a veze graet eus ur priñs a oa tierned all dindanañ.

Trioedd Ynys Prydein

Trioedd Ynys Prydein (hervez ar stumm koshañ) pe Trioedd Ynys Prydain (hervez ar c'hembraeg a vremañ), pe Triadoù Enez Preden hervez ar brezhoneg, a zo ur skrid krenngembraek, anezhañ un heuliad triadoù, 96 en holl, e-barzh dornskridoù, e doare tammoù barzhonegoù, diwar-benn harozed, istor, kredennoù ha sevenadur Brezhoned ar Grennamzer goshañ en Enez Vreizh, evel ma weler mat en anv, ha n'eo ket e Kembre hepken evel ma vez lavaret a-wechoù.

Yezhoù predenek

Graet e vez predeneg eus ar yezh pe yezhoù keltiek peuzdianavezet a veze komzet en Enez Vreizh (pe Preden) hag en Manav ivez moarvat, betek ar VIIvet kantved. Diwar ar yezh-se e teu ar brezhoneg, ar c’hembraeg, hag ar c’herneveureg.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.