Brazil

Republik Kevreel Brazil (República Federativa do Brasil e portugaleg) zo ur vro dizalc'h, ar stad vrasañ ha pobletañ a zo en Amerika Latin, ha Brasília eo he c'hêr-benn. En em astenn a ra adalek arvor biz Amerika ar Su betek ar c'hreiz anezhi. Bevennoù he deus en norzh gant Venezuela, Guyana, Surinam ha gant Gwiana, a zo un departamant e dalc'h Bro-C'hall; an Arvor Atlantel a zo er reter. Er su he deus bevennoù gant Uruguay, Arc'hantina ha Paraguay ; er c'hornôg gant Bolivia, Perou, hag er gwalarn gant Kolombia. Setu emañ stok ouzh holl vroioù Suamerika war-bouez Chile hag Ecuador. Ouzhpenn an tiriadoù kevandirel-se eo lodek ivez eus Brazil enezennoù tost d'an aod, ha tammoù enezegoù hag inizigoù e kreiz ar Meurvor Atlantel.

Banniel ardamezioù
Banniel ardamezioù
Ger-stur : Ordem e Progresso  (pt)
"Urzh hag araokaat"
Kan broadel: Hino Nacional Brasileiro
Lec'hiadur
Kêr-benn Brasília
Kêr vrasañ São Paulo
Yezh(où) ofisiel Portugaleg
Gouarnamant Republik kevreadel
 - Prezidant Jair Bolsonaro
Dizalc'hded diouzh Portugal 
 - Disklêriet 7 Gwengolo 1822 
 - Anavezet 29 Eost 1825 
Gorread
 - Hollad 8 515 770 km² (6vet)
 - Dour (%) 1,85
Poblañs
 - istimadur 2017 207 353 391 ()
 - niveradeg 2000 189 799 170
 - Stankter 24,35/km² (182añ)
PDK (PGP) 2017 (istimadur)
 - Hollad $3,23 trilion (9vet)
 - Keidenn $15,577 (110vet)
FDD  (2015) Green Arrow Up Darker.svg 0.754 (uhel) (79vet)
Moneiz Real (BRL)
Gwerzhid-eur (UTC-2 da -5)
Kod kenrouedad .br
Kod pellgomz +55
Bresil carte
Kartenn Brazil

Istor

Araok ma oa deuet an Europeaned, dibaoe penn-kentañ ar pempvet milved a-raok J.-K., e oa Amerindianed o chom war diriad Brazil, meuriadoù hanter-gantread an darn vrasañ anezho.

Pedro Álvares Cabral, ur merdeer eus Portugal, a vije bet an European kentañ deuet betek aodoù ar vro, d'an 22 a viz Ebrel 1500. An tiriad a zeuas diwar neuze da vout un drevadenn portugalat. Hepdale, a-benn korvoiñ danvezioù naturel an drevadenn, dreist-holl ar c'hoad "brazil", ha reiñ tud da labourad evit an drevadennourien nevez-staliet, e oa bet degaset gant ar Bortugaliz sklaved bet paket war aodoù Afrika. E-pad ouzhpenn tri c'hantved e oa bed paket ha divroet milionoù à Afrikaned a-benn poblañ ar c'hevandir nevez. Ar sklavelezh-se zo bet torret d'an 13 a viz Mae 1888.

Brazil zo dizalc'h, ez-ofisiel, dibaoe ar 7 a viz Gwengolo 1822. Goude an drevadenn ez eus bet un Impalaeriezh, betek ar bloaz 1889, ha neuze e oa bet embannet Republik Brazil. Ur republik gant putschoù ha renadoù kreñv ingal a-walc'h, e-giz er broioù all en Amerika Latin d'an ampoent.

D'ar 27 a viz Here 2002 eo bet dilennet Luís Inácio da Silva (lesanvet Lula) da brezidant, kentañ prezidant sokialour Brazil, gant 61,4 % eus ar mouezhioù. Dilennet eo bet adarre d'an 29 a viz Here 2006 (a-enep da Geraldo Alckmin) gant ouzhpenn 60 % eus ar mouezhioù. War e lerc'h eo bet tro Dilma Rousseff, eus ar memes strollad, dilennet div wech ivez.

Douaroniezh

Brazil topo
Kartenn hollek Brazil

Ar goadeg amazonian a c'holo an darn vrasañ eus ar vro. Graet e vez anezhañ « o mar interior » (ar mor diabarzh). An Amazon, an eil stêr hirañ a zo er bed hag an hini kentañ evit he fonnder, a dreuz ar goadeg a-bezh kent mont d'en em daoler e-barzh ar Meurvor Atlantel e norzh ar vro.

Memestra e vez kavet ardremezioù a bep seurt e Brazil : hanter krin, meneziek, trovanel, istrovanel, gant hinoù à beb seurt ivez, sec'h e-barzh ar Sertão (biz), glavek (tomm ha dourek-kenañ) e kreiz ar vro, un tammig yenoc'h er Su.

Politikerezh

Hervez Bonreizh 1988 eo Brazil ur Republik Kevredel Prezidantelour, ag awen stadunanat evit a sell stumm ar Riez. Memestra e heuilh ar reizhiad lezennel brasilian an hengoun roman-ha-german. Ar Galloud Seveniñ a zo embreget gant ar prezidant, dilennet bep pevare bloaz. Er memes mare hag an dilennadeg-prezidant e vez mouezhiet evit ar C'hendalc'h Broadel, sez ar Galloud Lezennel, dasparzhet etre div gambr : hini ar Gannaded, dezho ur leuriadur a bevar bloaz, hag ar Sened, a vez renevezet un trederenn ha div drederenn eus e izili a beb eil.

P'emañ heñvel pouez pep mouezh en dilennadegoù-seveniñ, n'eo ket an degouezh evit a sell ar re lezennel. Eus un tu, bez' ez eus tri Senedour evit dileuriañ pep UF (unvez eus ar c'hevread — 27 a zo anezho hiziv an deiz). Eus an tu all, ma seller ouzh ar patrom kevreadel klasel, e rank dileuriadur ar Gannaded bezañ diouzh poblañs peb UF; an niver-se a zo, evelato, bevenet etre 8 da nebeutañ ha 70 d'ar muiañ. A hend all, lakaet eo e pleustr ar reizhad muianiverek evit dilennadeg ar Senedourien hag hini kenfeurel evit ar Gannaded.

Evit echuiñ, bez' ez eus ar Galloud Barnerezhel, a zo e ensav uhelañ al Lez-Veur Kevreadel, ouzh e ober unnek barner anvet gant ar Prezidant goude ali ar Sened. N'eo ket renevezet penn-da-benn barnerien al LVK gant peb prezidant ; envel a ra ar prezidant ur barner nevez pa en em denn pe pa varv unan anezho.

Rannadurioù

Loupe.svgPennad pennañ: Stadoù Brazil
Divisão Política do Brasil
Rannadurioù Brazil a-vremañ

Ar 27 unvezh eus ar c'hevread a zo strollet, evit abegoù stadegel hag ivez evit a bep seurt traoù all, da heñchañ an obererezh kevreadel, e pemp rannvro vras: Centro-Oeste, Nordeste, Norte, Sudeste ha Sul. Pep stad, ar Distrig Kevreadel hag all, he deus he frammoù seveniñ dezhi hec'h-unan (pennadurezh ar Gouarnour), lezennel (Bodadenn Lezennel ur gambr hepken) ha barnerezhel (lez-varn stadel).

D'o zro e vez rannet ar stadoù e Kumunioù, hag a gemm o niver etre 15 (Roraima) ha 853 (Minas Gerais). An unvezhioù emzalc'h bihanañ eus ar C'hevread o deus hepken ur galloud seveniñ, embreget gant ur Prefed, ha lezennel, a zo e sez er c'huzul-kêr. An ensavadur diwezhañ-mañ en deus kantvloazioù a istor el Ledenez Iberek hag en takadoù trevadennet ganti.

Armerzh

Liesaet a-walc'h eo armerzh ar vro ha ennañ e kaver a bep seurtoù obererezh armerzhel ha greantel, a gaver e-touez ar re bennañ anezho :

  • Labour-douar ha Gounezvouederezh
  • Koataerezh
  • Mengleuzerezh
  • Gwiaderezh
  • Tangarrerezh
  • Aerlestrsaverezh
  • Tireoulgimiezh
  • Ijinerezh pleuskañ
  • Greanterezh Elektronek
  • Touristerezh
  • Gennad ar servijoù
  • Rannadur Douararmerzhel

Poblañsouriezh

Poblañs Brazil a gaver enni meur a ouenn hag a sevenadur : an Amerindianed, kentañ pobl ar vro ; an Europeaned, alouberien pe divroerien ; Afrikaned degaset da sklaved. Deuet 'z eus ivez un nebeudig tud eus Azia : ar brasañ diaspora Japaniz er bed holl, ouzhpenn 900 000 a dud, zo o chom e São Paulo.

Hiziv an deiz e tisklêr ar Vrazilianed o orin evel-henn : 53,7% gwenn ; 38,5% hironed, 6,2% du, 0,5% melen, 0,4% henvroidi ha 0,7% anspisaet. Ar meskañ gouennoù zo diazezet e sevenadur ar vro, sañset - mes an arc'hant a chom c'hoazh e-barzh daouarn ar re wenn, ha n'eo ket un tammig.

Meurgêrioù Pennañ

  1. São Paulo - 19,7 million a annezidi
  2. Rio de Janeiro - 11,6 million a annezidi
  3. Belo Horizonte - 4,6 million a annezidi
  4. Porto Alegre - 3,6 million a annezidi
  5. Recife - 3,5 million a annezidi
  6. Curitiba - 3,1 million a annezidi

Enbroañ-Divroañ

  • Enbroañ etrebroadel a-nevez war-zu Brazil
  • Enbroañ diabarzh e Brazil

Sevenadur

Deizioù-gouel
Deiziad Anv Evezhiadenn
1 a viz Genver Kenvreudeuriezh hollvedel
21 a viz Ebrel Tiradentes Bri da verzherien an Inconfidência Mineira
1 a viz Mae Devezh al labour Bri d'ar renkad micherour
7 a viz Gwengolo Dizalc'hidigezh Diskêriadur an Dizalc'hidigezh diwar Bortugal
12 a viz Here Nossa Senhora Aparecida Paeron Brazil
2 a viz Du Finados Devezh koun ar ar varv
15 a viz Du Diskêriadur ar Republik Treuzfurmadur eus Impalaerezh e Republik
25 a viz Kerzu Nedeleg Lid ganedigezh ar C'hrist
Kemmus Meurlarjez Fest pobl hag a zeu a-raok ar C'horaiz katolik ; daoust ma n'eo ket ur gouel broadel eo merket meurlarjez Brazil gant an deizioù-gouel betek ar Meurzh derc'hent Merc'her al Ludu, evelato ne vez ket labouret dre hengoun al Lun a-raok kennebeut, pezh a ra evel-se pevar devezh evit Meurlarjez.
Kemmus Pask Deiziad ma lider dasorc'hidigezh ar C'hrist.
Kemmus Corpus Christi Deiziad ma lid an Iliz katolik Sakramant an aoter.
Kemmus Dilennadegoù Bepred e vez an dro gentañ d'ar Sul kentañ a viz Here (lezenn niv. 9.504/97).

Liammoù diavaez ofisiel

1822

Diwar-benn bloavezh 1822 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1960

Diwar-benn bloavezh 1960 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Arc'hantina

Arc'hantina zo ur vro eus Amerika ar Su. Emañ etre aradennad an Andoù ha su ar Meurvor Atlantel. En-dro da Arc'hantina emañ Uruguay, Brazil, Paraguay, Bolivia ha Chile. Ar spagnoleg eo ar yezh ofisiel. Buenos Aires eo ar gêr-benn. Savet eo anv ar vro, e spagnoleg evel e brezhoneg, diwar an elfenn arc'hant, ur metal rouez a greded e oa kalz anezhañ er vro.

Bahia

Bahia (distagadur portugalek: [baˈi.ɐ]) zo anv ur stad e Brazil. Er rannvro Nordeste emañ ha Salvador eo ar gêr-benn. Anvet eo bet diwar anv ar pleg-mor Baía de Todos os Santos. En norzh emañ stadoù Alagoas, Sergipe, Pernambuco ha Piauí, er c'hornaoueg emañ stadoù Goiás ha Tocantins, er su emañ Minas Gerais hag Espírito Santo, hag er reter emañ ar Meurvor Atlantel.

Familh yezhoù

An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet dre ar bed a c'hell bezañ rummataet e familhoù-yezhoù hervez ar perzhioù a zo boutin kenetreze. Pa ouzer ervat petra e oa kentyezh an holl yezhoù en ur familh-yezhoù bennaket e vez lavaret ez eus un unded fulogenetikel anezhi. Alies avat n'eus ket ken eus ar gentyezh ha ne c'hell ket bezañ studiet war-eeun. Dre lakaat e pleustr teknikoù dibar anvet an hentenn geñveriañ ijinet gant August Schleicher en XIXvet kantved e c'heller dont a-benn da adkavout mui-pe-vui perzhioù ha frammoù pennañ kentyezhoù aet da get, dre lakaat keñver-ouzh-keñver perzhioù ha frammoù yezhoù ez eus anezho en hevelep kerentiad savet diwar ar gentyezh-se. Isrannet e c'hell bezañ ar familhoù e skourroù.

Graet e vez yezhoù digenvez eus ar re na zeuer ket a-benn da renkañ e-touez familh-yezh ebet.

Japaneg

Ar yezh japanek pouezusañ eo ar Japaneg (japaneg 日本語, Nihongo), komzet evel yezh kentañ gant 128 milion a dud e Japan, Hawaii, Brazil, Guam, Palau ha Taiwan. An 9vet yezh vuiañ komzet er bed a-bezh an hini eo.

Minas Gerais

Minas Gerais zo unan eus ar 26 Stad a ya d'ober Vrazil. Gant he 588 528,29 km² eo kement ha Bro-C'hall Europa. An eil tudetañ eo Stad Minas Gerais gant muioc'h evit 19 milion a dud o chom enni. Belo Horizonte eo ar gêr-benn, 5 milion a dud en he meurgêr.

Paraguay

Ur vro lec'hiet e Suamerika eo Paraguay, Arc'hantina, Brazil ha Bolivia en he zro. E kastilhaneg e vez lâret : República del Paraguay, distaget (LFE) [reˈpuβlika ðel paɾaˈɣwai]; e gwaranieg: Tetã Paraguái.

406 750 km² eo e c'horread. 6 347 884 annezad e oa e 2005. Asunción eo e gêr-benn.

Pernambuco

Pernambuco zo unan eus stadoù Brazil, er rannvro Nordeste, an hini a zo ar muiañ er reter er vro gant hini Paraíba. Recife eo ar gêr-benn anezhi. En norzh dezhi emañ stadoù Paraíba ha Ceara, er c'hornaoueg Piauí, er su Alagoas ha Bahia, hag er reter emañ ar Meurvor Atlantel.

Perou

Perou a zo ur vro eus reter Amerika ar Su ha Lima eo he c'hêr-benn.

Portugaleg

Ur yezh romanek eo ar portugaleg ganet diwar distagadur poblek al latin e gwalarn al ledenez iberek da heul donedigezh ar Romaned adal an IIIde kantved kent Jezuz-Krist. Levezonet e voe gant ar pobloù germanek etre ar Vvet hag an VIIIvet kantved goude Jezuz-Krist.

Gant an XIvet kantved ha penn kentañ ar Reconquista, emled ar gristenien diwar-goust ar vuzulmaned, e teuas ar galizeg-portugaleg da vezañ ur yezh lennegel e norzh Portugal hag e Galiza.

A-feur m’en em ledas ar gristenien betek ar Su e voe levezonet ar yezh gant an arabeg ivez.

Daoust d’ar yezh semitek-se bezañ laosket roudoù stank e portugaleg, n’int ket ken niverus hag ar re testeniekaet e spagnoleg. Preizhet e voe Faro (kêr eus rannvro Algarve, e Su Portugal) gant Portugaliz 243 bloaz a-raok Granada gant ar Spagnoled. Tamm-ha-tamm e krogas ar portugaleg d’en em ziforc’hañ diouzh ar galizeg.

Pellaat a reas c’hoazh gant dizalc’hidigezh Portugal e 1185, argasadenn an Arabed ha drouziwezh ar Gastilhaned tra ma chome Galiza dindan gallout Rouantelezh Kastilha.

Etre ar XIVvet hag ar XVIvet kantved dreist-holl e voe savet impalaeriezh Portugal en Afrika, Amerika hag en Azia. Mont a reas Bartolomeu Dias, Vasco da Gama, Pedro Álvares Cabral, Fernão de Magalhães (Magellan)... war morioù ar bed. Dont a reas ar portugaleg da vezañ ur genyezh betek Japan.

A-drugarez da yezherien Brazil dreist-holl eo deuet ar portugaleg da vezañ an 3de yezh europek muiañ komzet goude ar saozneg hag ar spagnoleg hag an 8vet er bed a-bezh, gant ouzhpenn 200 milion a yezherien hiziv an deiz. Yezh ofisiel 8 stad eo : Angola, Brazil, Kab Glas, Ginea-Bissau, Mozambik, Portugal, São Tomé ha Príncipe ha Timor Lorosae.

Mont a reont d’ober ar Comunidade dos Países de Língua Portuguesa (Kumuniezh ar broioù portugalek) a zo he fal skignañ ar portugaleg ha broudañ an dud d’e zeskiñ. Pinvidik eo al lennegezh portugalek ha niverus eo ar skrivagnerien, e Portugal hag e Brazil dreist-holl.

Rio Grande do Sul

Rio Grande do Sul (distaget [ʁiw ˈɡɾɐ̃dʒ du ˈsuw] e portugaleg ar vro) eo ar stad eus Brazil a zo ar muiañ er su, stok ouzh Arc'hantina er c'hornaoueg hag Uruguay er su. En norzh dezhi emañ stad Santa Catarina, hag er reter emañ ar Meurvor Atlantel. Emañ er rannvro Sul. Porto Alegre eo ar gêr-benn.

Rio de Janeiro

Pennadoù all zo diwar-benn Stad Rio de Janeiro ha Rio de Janeiro (stêr).

Rio de Janeiro, alies ha dre verrdro Rio, a zo ur vegalopolenn lec'hiet e gevred Brazil. Kêr-benn Stad Rio de Janeiro eo ivez. 6,1 milion a dud a zo o chom enni (cariocas a vez graet anezho). Rio de Janeiro eo an eil brasañ kêr e Brazil war-lerc'h São Paulo (kêr-benn ekonomikel). Anavezet eo er bed a-bezh evit he meurlarjez, hec'h aodoù (Copacabana hag Ipanema). Kêr-benn gozh Brazil eo ha deuet eo da vezañ ul lec'h sevenadurel a-bouez ha dreist-holl touristel-kenañ.

Stadoù Brazil

Sed amañ anvioù ar stadoù a ya d'ober Republik Kevreel Brazil. 26 a zo anezho, mui un distrig kevreadel.

Rannvro Centro-Oeste

Distrito Federal (DF)

Goiás (GO)

Mato Grosso (MT)

Mato Grosso do Sul (MS)Rannvro Nordeste

Alagoas (AL)

Bahia (BA)

Ceará (CE)

Maranhão (MA)

Paraíba (PB)

Pernambuco (PE)

Piauí (PI)

Rio Grande do Norte (RN)

Sergipe (SE)Rannvro Norte

Acre (AC)

Amapá (AP)

Amazonas (AM)

Pará (PA)

Rondônia (RO)

Roraima (RR)

Tocantins (TO)Rannvro Sudeste

Espírito Santo (ES)

Minas Gerais (MG)

Rio de Janeiro (RJ)

São Paulo (SP)Rannvro Sul

Paraná (PR)

Rio Grande do Sul (RS)

Santa Catarina (SC)

Surinam

Ur riez e reter Suamerika eo Surinam, pe Suriname hervez anv ofisiel ar vro, lec'hiet etre Gwiana er c'hornôg ha Guyana er reter. Un harz he deus gant Brazil , er su dezhi. Riez vihanañ Suamerika eo.

Kent e zizalc'hidigezh e 1975 e oa un darn eus an Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù.

Dont a ra anv ar vro eus hini ar stêr Suriname.

São Paulo (stad)

Stad São Paulo (Estado de São Paulo e portugaleg) zo unan eus ar 27 unanenn gevreadel a zo e Brazil. E gevred ar vro emañ hag en-dro dezhi emañ stadoù Minas Gerais en norzh, Rio de Janeiro er biz, Paraná er su, Mato Grosso do Sul er c'hornôg, hag ar Meurvor Atlantel er gevred. Kêr São Paulo eo he c'hêr-benn, hag ar stad pobletañ ha pinvidikañ eus Brazil a zo anezhi.

Uruguay

Uruguay (ent-ofisiel Republik Reter Uruguay, República Oriental del Uruguay e spagnoleg) a zo ur stad e Suamerika. 3.3 milion a annezidi zo enni, 1.7 milion anezho o chom er gêr-benn Montevideo.

Venezuela

Venezuela zo ur vro e biz Suamerika, etre Colombia er c'hornôg, ha Guyana er reter; er su emañ Brazil. Caracas eo ar gêr-benn.

Kumuniezh ar Broioù Portugalek
Izili Angola · Brazil · Ginea-Bissau · Kab Glas · Mozambik · Portugal · São Tomé ha Príncipe · Timor ar Reter Banniel Kumuniezh ar Broioù Portugalek
Arsellerien Ginea ar C'heheder · Moris · Senegal
Broioù war ar renk Galiza · Makao

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.