Bouilhenn

Ar vouilhenn pe kailhar (pe fank, pri, mailh), zo ur meskaj douar ha dour. Tud ar c'hêrioù ne blij ket dezho pourmen er vouilhenn, dreist-holl pa vez botoù kêr ganto.

Mud closeup
Bouihenn
Mirounga leonina youngs (moulting)
Olifanted-mor o pladorenniñ er vouilhenn

Ministred

Plijadur o deus bet meur a wech an dud diwar ar maez o welout bourc'hizien o kailhariñ o dilhad er vouilhenn. Brasoc'h e oa ar blijadur pa veze ministred, ha pa vezent rediet da gargañ o botoù. Kement-se zo bet c'hoarvezet da veur a vinistr al labour-douar, Olivier Guichard, Edith Cresson.

Pri

Komzet e vez eus pri pa reer anv eus douarouriezh, pe eus sevel-tier (tier-pri), pe eus yec'hed.

Fablenn

  • Dastum bouilhenn forzh pegement, Al louarn besk, Potr Treoure

Kanaouenn

  • Kar ar wreg ne brizo ket lakaat he zreid er fank, Setu aze 'vit petra Chom a ran paotr yaouank. Son ar paotr yaouank kozh.
Fank

Fank a vez lavaret :

eus an douar lous, a lavarer ivez kailhar, bouilhenn, mailh, pri ivez a-wechoù ;

ur ger seven evit chom hep lavarout kaoc'h, dreist-holl pa gomzer eus kac'hadennoù krouadurien ;

difankañ ur bugel zo naetaat e beñsoù pa vezont leun a fank.

Raspoutitsa

Raspoutitsa (rusianeg: распу́тица, "amzer an hentoù fall") eo an anv a vez graet e Rusia, Ukraina ha Belarus eus ar mare eus ar bloavezh pa ne c'heller ket implij an hentoù douar.

Dre ma teuz an erc'h (en nevez-amzer) pe gant glaveier an diskar-amzer, darn eus al lec'hioù plaen a zeu da vezañ lec'hioù goloet gant bouilhenn.

Brudet eo ar Raspoutitsa dre ma'z eo bet ur skoazell ouzhpenn d'ar bobl rusian a-enep an alouberien (Napoleon, Hitler).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.