Barzhoniezh

Ar varzhoniezh a zo ur gennad lennegel kozh-kenañ, dezhi meur a stumm, hag a c'heller kavout pe savet gant tammoù skridoù berr anvet gwerzennoù pe savet e komz-plaen. Pouezañ a ra d'ar saverien barzhonegoù, ar varzhed, ober war-dro da gentañ war ar stumm ha degas un endalc'h just goude.

Istor

En Henamzer ar C'hresianed e veze gwelet pep a eztaoladur evel ur rann eus ar varzhoniezh, pa veze pleustret aketus-tre war ar stumm hag al lusk en helavaroniezh koulz hag ar c'han hag ar c'hoariva.
Skiantourien ar mare, ar Brederourien a ree anezho, o deus klasket termeniñ petra oa barzhoniezh ha petra ne oa ket. Aristoteles, en e levr titlet Barzhoniezh a gav ez eus tri seurt barzhoniezhoù : ar varzhoniezh veurganel (pe veurzanevell), ar varzhoniezh farsus (pe farserezh) hag ar varzhoniezh dramael (pe ar c'hoariva dramael).
Pelloc'h e chomo tri rann : ar meurzanevell, ar varzhoniezh lourennek hag ar varzhoniezh c'hoarivael, enni an drajedienn koulz hag ar fentc'hoari). Dont a raio ar gwerzennoù da vezañ merk ar varzhoniezh, pa veze gwelet ar c'homz-plaen evel un eztaoladur boutinoc'h.
Ar relijion hag ar mojennoù liammet dezhi, hag en un doare reksoc'h, ar vitologiezh a zo bet abegoù ar varzhoniezh en amzerioù kozh ha en amzer a-vremañ, koulz e touez sevenadurioù a ra kalz gand ar skridoù, koulz ha re a ra gant ar c'homz.
Evit bezañ desket ha kelennet dre eñvor e oa ret sevel ar meurzanevelloù war ur patrom, hini heglev ar c'han, diazezet war al lusk koulz hag an hesonerezh eilet gant ur beñveg seniñ (al lourenn peurliesañ e mare ar C'hresianed kozh). Nemet en amzerioù modern, ne oa ket anv ober un diforc'h etre ar sevel barzhonegoù hag ar sevel kanaouennoù.
Pa oa kaoz eus an doueoù hag an harozioù en meurzanevelloù e veze roet ur pouez bras d'an doare-ober evit dibunañ an danevell hag evit islinennañ dre ar c'homz brasted an obererezhioù deskrivet. Diwar ar savboentoù-se, ne oa ket kalz a lec'h evit eztaoladur santidigezhioù an hiniennoù a yelo da vezañ muiañ priziet pelloc'h. Gant ar c'hlemmgan hag ar marvnad e teu eztaoladur ar sentidigezhioù ha pa vefe evit marv ur penn hag e rae ar Ch'resianed gant ar meulgan harozioù (humnos heroikos) ha pa veze ur mignon da vezañ meuleudiet e reent gant ar meulgan mignoned (humnos enkomiastikos).

Liammoù diabarzh

Barzh

Barzh eo an den a skriv barzhoniezh.

Gant ar ger-se e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù keltiek all.

Kavet e vez barzhed un tamm e pep lec'h er bed kelt : bardos evit ar C'halianed, bard e gouezeleg, bardd e kembraeg, ha barth e kerneveureg. E sevenadur keltiek an Henamzer e oa ar barzh ur c'haner ivez, a-bouez-bras er gevredigezh peogwir e lakae-eñ an hengoun dre gomz da beurbadoud. Beleion e oa ar varzhed, e-giz an drouized.

Dibaoe ar XVvet kantved pe war-dro eo deuet ar varzhoniezh da vout personel, hag ar varzhed veur zo bet taolet er-maez eus ar gevredigezh.

E lod yezhoù nann-keltiek e vez graet gant ur ger o tont eus an henc'hresianeg, e.g. poet e saozneg, poète e galleg, poeta e spagnoleg.

E galleg ec'h implijer ivez ar ger bard, a zobard e saozneg, deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez.

Un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel zo gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en XIXvet kantved ; un dalvoudegezh folklorel ha disprizus a vez gant ar ger gallek en amzer vremañ.

Emzivad

Un emzivad zo ur bugel marvet e dud digantañ.

Fables de La Fontaine

Fables de La Fontaine eo anv oberenn brudetañ ar barzh gallek Jean de La Fontaine, anezhi tri dastumad fablennoù entre 1668 ha 1694, enno 243 fablenn e gwerzennoù, ma weler loened oc'h en em zerc'hel hag o komz evel tud, gant ur gentel verr en dibenn.

Federico García Lorca

Federico García Lorca, ganet e 1898 e proviñs Granada, fuzuilhet e 1936, zo ur barzh hag ur skrivagner c'hoariva spagnolek, lazhet e-pad ar Brezel Diabarzh.

Pa voe badezet e voe anvet Federico del Sagrado Corazón de Jesús García Lorca. E dad a oa Federico García Rodríguez (1859–1945), hag e vamm Vicenta Lorca Romero (1870–1959) a oa eil pried e dad, a oa skolaerez hag a roas dezhañ c'hoant da lenn.

Flemmskrid

Ur flemmskrid zo un oberenn flemmus, skrivet d'ober goap ouzh tud pe traoù (stad, aozadurioù) evit lakaat kemm enne. a bep seurt flemmskridoù zo: barzhonegoù pe kanaouennoù flemmus, pezhioù-c'hoari, romantoù zoken.

Guy de Maupassant

Guy de Maupassant, Henry-René-Albert-Guy de Maupassant hervez e anv ofisiel, ganet d'ar 5 a viz Eost 1850 e kastell Miromesnil, e kumun Tourville-sur-Arques, 8 km eus Dieppe, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1893 e Pariz, zo ur skrivagner ha romantour gallek, hogen brudet e zanevelloù, un 300 anezho, dreist e oberennoù all, abalamour d'o nerzh, d'an hollwashaouriezh enne, d'ar stumm-skrivañ anezhe. Mignon e oa da Gustave Flaubert.

Heinrich Heine

Christian Johann Heinrich Heine (ganet d’an 13 a viz Kerzu 1797 e Düsseldorf, marv d’ar 17 a viz C'hwevrer 1856 e Pariz) a oa ur barzh ha kazetenner alamanek.

Kan broadel

Kan broadel a reer eus ur pezh sonerezh, savet evit ezteurel ar vrogarantez, e pep bro. Pozioù a ya da-heul, savet da vezañ kanet war an ton lakaet ha graet, int ivez, da ezteurel an emskiant vroadel, dre veuliñ ar vro. Un anaoudegezh ofisiel a vez alies gant ar c’hanoù broadel, a-berzh ar pennadurezhioù.

E-pad an XIXvet hag an XXvet kantved, gant kresk ar vroadelouriezh ha savidigezh stadoù broadel, e voe dibabet ur c’han broadel e pep bro, e-touez pe e-kichen kanennoù brogar all. Er stadoù dizalc’h eo anavezet ar c’han broadel gant pennadurezhioù ar stad ; er broioù dalc’het ne vez alies statud ofisiel ebet gant ar c’han broadel. A-wechoù zoken, er broioù-se, n’eus hini ebet a-douez ar c’hanaouennoù brogar a vefe degemeret hag anavezet gant an holl evel ar c’han broadel.

Ar c’han broadel koshañ a anavezer en hor mare eo Wilhelmus, kan broadel an Izelvroioù, skrivet etre 1568 ha 1572. Un dra heverk gant ar c’han-se eo e komzer ennañ n’eo ket eus ur vro met eus un den (ar roue Gwilherm Iañ). Peurvuiañ ez eus anv er c’hanoù broadel eus ar vro, hec’h istor, hec’h emgannoù.

E-pad an naontekvet kantved dreist-holl eo bet savet kanoù broadel Europa. Ha liv sonerezh ar mare-se a gaver warno. E kalz broioù eus Afrika hag Azia ez eus un neuz europat war ar c’han broadel ivez. Rouez eo ar broioù o deus ur c’han broadel a sav an awen anezhañ e gwrizioù sevenadurel ar vro, evel Japan, Costa Rica, Iran, Sri Lanka, ha Birmania.

Tonioù bale a gaver alies evit ar c’hanoù broadel pe tonioù kantikoù a-wechoù. E meur a vro eus Latinamerika e tenn ar c’hanoù broadel da donioù opera. Evit gellout bezañ c’hoariet pe kanet aes e rank ar c’hanoù broadel bezañ berr. Pa vezont hir ne vez kanet nemet ul lodenn anezho (an diskan da skouer).

N’eus ket kalz a ganoù broadel a vefe bet savet gant sonaozourien anavezet. God Save the Queen, kan broadel hollanavezet ar Rouantelezh Unanet, ne ouzer ket gant piv e voe savet, da skouer. E-touez ar c’hanoù broadel a zo bet savet gant sonaozourien anavezet e c’heller menegiñ hini Alamagn, a zo bet savet an ton anezhañ gant Joseph Haydn, hini Aostria, a zo bet savet an ton anezhañ moarvat gant Wolfgang Amadeus Mozart (met tabut a zo war an divoud) hag hini Keoded ar Vatikan, a zo bet skrivet gant Charles Gounod. En hevelep doare ar pozioù a zo bet savet alies gant tud a zo dianav a-walc’h hiziv an deiz : ar c’han broadel gall La Marseillaise a zo bet skrivet gant Claude Joseph Rouget de Lisle, un den n’eo anavezet evit tra all ebet. John Stafford Smith n’eo anavezet nemet evel aozer The Star-Spangled Banner, kan broadel Stadoù Unanet Amerika. Rouez eo ar c’hanoù broadel a zo bet meulet o fozioù : daou anezho eo kan broadel India hag hini Bangladesh, a zo o-daou pezhioù barzhoniezh skrivet gant Rabindranath Tagore.

Kanet pe sonet e vez ar c’hanoù broadel e degouezhioù foran a bep seurt. Sonet e vezont pa vez gouelioù broadel, gant an arme, en abadennoù sport (e deroù ar matchoù pe pa vez deroet medalennoù d’ar sportourien). E broioù zo e vez kanet ar c’han broadel gant ar skolidi e penn kentañ an devezh. E lec’hioù zo evel e Kembre e vez kanet ar c’han broadel (Hen Wlad fy Nhadau) e dibenn an abadennoù sonerezh alies. E kalz broioù e vez sonet ar c’han broadel e deroù pe e dibenn ar programmoù skinwel pe skingomz.

Lidoù a vez alies en-dro d’ar c’han broadel : e meur a vro e vezer boas d’e ganañ ouzh ar sav. Ha dizoare ha dizouj e vefe, eno, chom hep mont en e sav pa vez kanet.

Ouzhpenn ar c’han broadel e vez a-wechoù, e stadoù zo, kanoù ofisiel all, evel kan ar roue pe kan ar prezidant.

Un nebeud kevreadoù stadoù o deus kanoù dezho ivez. E-touez ar c’hanoù etrebroadel pe liesvroadel-se e c’heller menegiñ ar Ganenn d’al Levenez, war un ton gant Beethoven, a zo kan ofisiel Unaniezh Europa.

Kanañ

Kanañ, evel komz, a dalv implij ar vouezh, unan eus perzhioù gouenn an dud eo eta.

Nemet ne vez ket implijet heñvel en daou zegouezh. An hini a gomz a glask lavarout traoù ha bezañ komprenet gant an hini a selaou; an hini a gan a glask kanañ brav ha plijout d'an hini a selaou.

Un arz eo ar c'han, evel al livañ, pa'z eus ennañ ampartiz hag ijin war un dro.

Klemmgan

Klemmgan a vez graet eus ur varzhoneg pe ur c'han a gont poanioù ha glac'har unan bennak, peurvuiañ goude ur c'holl, hini ur garantez pe ur mignon.

Pa vez kaoz eus marv unan bennak e komzet neuze eus marvnad.

Marvnad

Ar marvnad zo ur c'han pe ur varzhoneg savet war-lerc'h marv unan bennak evit e enoriñ.

Meulgan

Ur meulgan zo ur varzhoneg a ganer meuleudi d'un den pe d'un doue enni.

A-wechoù e vez mesket meulgan ha telenngan, moarvat dre ma klot an daou c'her gant ar ger saoznek ha gallek Ode (awdl e kembraeg).

Pa vez ur ster relijiel d'ar ger e vez heñvel ouzh ur c'hantik.

Meurgan

Ur meurgan a zo ur varzhoneg hir-tre e gwerzennoù a zanevell da gustum kurioù hag avanturioù istorel pe mitologel sevenet gant un haroz pe gant meur a hini, hag he deus ur pouez bras evit ur sevenadurezh pe ur vroad. Implijet e vez ivez ar gerioù meurzanevell ha danevellgan evit meurgan.

Albert Lord ha Milman Parry o deus diskouezet e oa ar meurganoù klasel ur stumm barzhoniezh dre gomz da gentañ. Koulskoude eo bet skrivet ar meurganoù zo chomet betek ennomp, evel oberennoù Virgilius, Dante Alighieri, ha John Milton. Kalz anezhe a vije bet kollet ma ne vijent ket bet skrivet.

Ar meurgan koshañ a c'heller lenn hiziv an deiz eo meurzanevell an haroz Gilgamech a oa savet en akkadeg er XVIIIvet ha XVIIvet kantved kent Jezuz-Krist. Kavet e oa bet e 1870 en ur furchata e-barzh dismantroù levraoueg Ninive. Etre -850 ha -750 ez eus bet savet div veurzanevell vrudetoc'h hag anavezet a-gozh e henc'hresianeg, an Ilias hag an Odysseia. Savet e oant o div gant ar barzh dall Homeros a-hervez. Kemeret eo bet an daou skrid-se, evel patromoù ar meurzanevelloù gant skrivagnerien ha studierien al lennegezh klasel.

Sheri S. Tepper

Sheri S. Tepper (ganet d'ar 16 a viz Gouere 1929) a zo ur skrivagnerez Amerikan wrelegour. Romantoù skiant-faltazi, euzh ha polis he-deus skrivet dreist-holl. E Denver, Kolorado eo-hi ganet hag o chom e Mec'hiko Nevez emañ-hi. Daou vugale he-deus.

Dindan anv A. J. Orde, E. E. Horlak, ha B. J. Oliphant he-deus skrivet hag hec'h oberennoù kentañ a voe embannet dindan anv Sheri S. Eberhart.

Sorser

Ur sorser, pe hudour, a zo un den gouiziek war ar sorserezh, pe ar boazioù hud, a zo en e c'halloud treiñ an dud hag an traoù e pezh a gar, dre lavarout orezonoù pe reiñ drammoù da skouer.

Victor Hugo

Victor Hugo a zo bet ganet d'an 26 a viz C'hwevrer 1802 e Besançon (Bro-C'hall) ha marvet d'an 22 a viz Mae 1885 e Pariz (Bro-C'hall).

Victor Hugo zo ur skrivagner gallek, gall dre e zad ar jeneral Joseph Hugo ha breizhat dre e vamm Sophie Trébuchet. Lakaet eo a-wechoù da vezañ ar skrivagner brasañ eus al lennegezh c'hallek. Skrivet en deus barzhoniezh, romantoù, pezhioù-c'hoari.

William Shakespeare

Un dramaour hag ur barzh eo William Shakespeare, ar skrivagner brudetañ e bed al lennegezh saoznek. E Stratford-upon-Avon eo bet ganet e miz Ebrel 1564 ha badezet d'an 26 a viz Ebrel. Lidet e vez e zeiz-ha-bloaz d'an 23 p'emañ gouel sant Jord, paeron Bro-Saoz. Marvet eo bet d'an 23 a viz Ebrel 1616.Pa oa ar Rouanez Elesbed Iañ o ren e mare e obererezh lennegezh ec'h aparchant oberenn Shakespeare da vare al lennegezh elesbedat. Skrivañ a reas 1 600 sonedenn, met n'eus nemet un ugent pezh-c'hoari ma vezer sur eo Shakespeare an oberour anezho. Tabut a zo bet war peseurt lodenn labour a zo bet sevenet gantañ. P'en deus asantet da embannadurioù 'zo, reoù all a zo bet savet hep e ali ha leun a fazioù int.

Yann-Bêr Kalloc'h

Yann-Bêr Kalloc'h a oa ur skrivagner hag ur barzh hag a skrive e brezhoneg. Ganet eo bet d'an 21 a viz Gouhere 1888 en Enez Groe (Mor-Bihan) ha marvet eo war an talbenn en Urvillers e Kanton Moÿ-de-l'Aisne en Aisne (Bro-C'hall) d'an 10 a viz Ebrel 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ. Brudet eo da gentañ-penn evit e zastumad barzhonegoù Ar en deulin (Àr an daoulin).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.