Arianegezh

An arianegezh zo ur gelennadurezh eus deroù ar gristeniezh, a zeu eus Arius, un doueoniour ha gresianeger eus Aleksandria (256-336), ezel eus skol doueonniezh Antioc'hae. Kraf pennañ ar gelennadurezh eo naoutur an Dreinded kristen ha lec'h meizadoù « Doue an Tad hag e vab Jezuz ». Difenn a ra an arianegezh ez eo brasoc'h doueelezh Doue an Tad evit hini e vab graet den.

Ur c'henemglev zo hiziv da viret ar ger a arianegezh da Arius e-unan ha d'ar re a oa a-du gantañ, ha da gomz eus « homeismegezh » pa vez anv eus ar gelennadurezh he doe ul levezon vras e diwezh an Henamzer hag e deroù ar Grennamzer[1].

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • Richard E. Rubenstein, Le jour où Jésus devint Dieu, Bayard, 2000

References

  1. An doueoniourien a vez anvet alies « arianed » o deus atav distaolet an anv-se a oa graet anezhe gant o enebourien ; s.o. Pierre Maraval, Théodose le Grand. Le pouvoir et la foi, éd. Fayard, 2009, p. 100.
Ambroaz Milano

Aurelius Ambrosius pe Ambroaz Milano (340-397), a oa eskob Mediolanum (Milano hiziv) adal 374 betek 397, bloavezh e varv, hag unan eus Tadoù an Iliz latin, pe Doktored an Iliz. Brudet eo evel skrivagner, barzh, lenner oberennoù Cicero ha re an Tadoù gresian, a adkemeras o doareoù da jubenniñ an alegoriennoù.

Arian

Arian zo ur ger a denn

da Arius, kentoc'h eget d'e gelennadurezh, an Arianegezh,

an Arianed pe Areianed, ur bobl a oa o chom en Aria, ur vro a zo bremañ e kornaoueg Afganistan

Arian, ur ger a reer eus Iraniz hag Indeziz kozh

ar ouenn arian, ur meizad eus ideologiezh ar ouennelourien;

ar ger arc'hant e kembraeg.

Eusebius

Eusebius zo un anv-badez latin deuet eus an anv gregach Eusebios (Εὐσέβιος, eusébios), a dalv kement ha deol.

Eusebius Vercelli

Eusebius Vercelli (283–371), ganet e Sardinia, a oa eskob Vercelli, e Piemonte. Badezet e vije bet gant ar pab Eusebius. Enebet e oa ouzh an arianegezh.

IVe kantved

D'ar 1añ Genver 301 e krog ar IVe kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 400.

Juluan II

Juluan Aogust, pe Flavius Claudius Iulianus Augustus hervez e anv latin, pe Φλάβιος Κλαύδιος Ἰουλιανὸς Αὔγουστος e gregach (331 pe 332 – 363), anavezet ivez evel Juluan ar Renavi (pe an Abostad) hervez ar c'hiz kristen, pe Juluan II (abalamour d'an impalaer Didius Julianus a renas en e raok), a oa Impalaer Roma adalek 361 betek 363, hag ivez prederour ha skrivagner gregach. Stourm a reas ouzh ar gristenien.

Anvet e voe da Gaesar e Galia, adal 355 betek 361, gant Koñstanz II, ha da impalaer roman goude adal 361 betek e varv e 363. Ugent miz e renas, met brudet e voe e oberoù, milliget aliesoc'h eget binniget. Fellout a reas dezhañ adsevel al liesdouegezh en e impalaeriezh, pa oa bet savet er relijion gristen, pe en arianegezh, dindan an eskibien Eusebios Nikomedia (a vadezas an impalaer Kustentin Veur), ha Georges de Cappadoce. Skrivet en deus a-enep ar gristeniezh.

Rouantelezh ar Vandaled

Rouantelezh ar Vandaled a oa ar stad savet gant ar Vandaled hag an Alaned e fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg en Afrika an Norzh. Krouet e oa bet etre 429 ha 439 pa voe aloubet proviñsoù roman Afrika an Norzh gant ar Vandaled ha pa voe rediet an Impalaeriezh Roman da sinañ ur feur-skrid ganto da anavezout o aotrouniezh. Distrujet e voe gant Impalaeriezh Bizantion etre 533 ha 534.

Rouantelezh swebat Galiza

Rouantelezh swebat Galiza a voe ar stad kentañ da zisrannañ diouzh an Impalaeriezh Roman ha da gognañ pezhioù moneiz e fin an Impalaeriezh Roman ar C'hornôk. Lec'hiet e oa e Gallaecia hag e norzh Lusitania e voe krouet e 410 ha mont da get a reas e 584 goude un diskar hir. Bihanoc'h e oa eget rouantelezh an Ostrogoted en Italia pe hini ar Vizigoted e Spagn ne voe biken ur galloud bras. Goude ma oa bet aloubet gant ar Vizigoted e voe livet gant Braulio Zaragoza evel "Penn ar c'hornôk en ur vro diskol ma ne glever nemet ar c'horventennoù".

Valentinian II

Flavius Valentinianus Iunior Augustus (371-392) a voe impalaer roman ar C'hornog dindan an anv Valentinian II eus 375 betek e varv 392.

Mab e oa da Valentinian Iañ ha da Justina, e eil gwreg.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.