Ar Rozenn Wenn

Ar Rozenn wenn (alamaneg Die Weiße Rose) a oa anv ur strollad enepnazi alaman e-pad an Eil Brezel Bed, ennañ pemp studier hag unan eus o c’helennerien.

Krouidigezh ar strollad

Ar Rozenn wenn a voe savet e-pad an nevez-amzer 1942 en ur stal-labour livañ e München gant Hans Scholl hag Alexander Schmorell. Ganto ivez e voe savet pevar zrakt kentañ ar strollad. O c’has a rejont dre bost da dud desket (skrivagnerien, kelennerien, medisined) dibabet e München, dezho da eilañ an traktoù ha da gas anezho da dud all. Levezonet e voent gant skridoù Goethe ha re Aristoteles, hag ivez ar Bibl. Hans Scholl, Willi Graf hag Alexander Schmorell a voe kaset da dalbenn ar Reter e miz Gouere 1942 evel klañvdiourien er Wehrmacht. Pa zistrojont, e fin ar bloavezh-se, ez ejont e darempred gant ar strollad anvet Al Laz-seniñ Ruz (alamaneg : die Rote Kapelle). O fempvet trakt a savjont e-pad ar goañv 1942-1943, e-pad emgann Stalingrad. Miliadoù a skouerennoù a voe skignet e kêrioù evel München, Augsburg, Stuttgart, Frankfurt-am-Main, Salzburg ha Vienna. Ouzhpenn sevel traktoù e skrivjont luganioù enepnazi ouzh mogerioù München, ha dastum a rejont boued evit prizonidi ar c’hampoù-kreizennañ. Adalek 1943 e voent skoazellet gant kefredourien eus Su Alamagn hag eus Berlin.

Ar c’hwec’hvet trakt a voe savet gant Kurt Huber e miz C’hwevrer 1943, goude trec’hidigezh Stalingrad. Soñjal a rae da izili Ar Rozenn Wenn e vije penn-kentañ diskar an nazidigezh. Ouzhpenn 2000 skouerenn a voe skignet. D’an 18 a viz C’hwevrer 1943 e taolas Hans Scholl ha Sophie Scholl ur bern traktoù e porzh diabarzh skol-veur München. Gwelet ha diskuilhet e voent gant ar porzhier, ha harzet gant ar Gestapo.

Ar prosez

Hans Scholl, Sophie Scholl ha Christoph Probst, a voe barnet gant ar Volksgerichtshof (Lez-varn ar bobl). E penn al lez-varn-se e oa Roland Freisler, deuet a-ratozh-kaer eus Berlin. War-dro teir eurvezh e padas ar prosez. An tri anezho a voe kondaonet d’ar marv. Da zevezh o c’hondaonidigezh (22 a viz C’hwevrer 1943) e voent dibennet e toull-bac’h Stadelheim, nepell eus München, daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 deiz a-raok lakaat un den d'ar marv goude ma vije bet kondaonet. Izili all eus ar strollad ( Alexander Schmorell, Willi Graf hag ar c’helenner Huber) a voe dibennet un nebeud mizioù goude. En holl, 16 ezel eus ar strollad a varvas : lazhet e voent, pe mervel a rejont e kampoù-kreizennañ.

Scholl-Denkmal, München
Maen-koun Scholl dirak skol-veur München
DBP 1983 1163 Verfolgung und Widerstand
Timbr en enor d'ar Rozenn Wenn

Hiziv an deiz

  • Plasenn skol-veur München a zo anvet Geschwister-Scholl-Platz, eno ez eus ivez ur maen-koun.

Levrlennadur

  • (de) Inge Scholl, Die Weiße Rose, Fischer Verlag
  • Inge Scholl, La Rose blanche, embannet gant éditions de Minuit, Paris
  • (de) Detlef Bald, Die Weiße Rose, Taschenbuch
  • Didier Chauvet, Sophie Scholl, une résistante allemande face au nazisme, L'Harmattan
  • Inge Scholl : La Rose Blanche, six allemands contre le nazisme, troet gant Jacques Delpeyrou, embannet gant éditions de Minuit
  • Hans et Sophie Scholl : Lettres et carnets, troet e galleg ha kinniget gant Pierre-Emmanuel Dauzat, embannet gant Tallandier (2008)

Liammoù diavaez

Alexander Schmorell

Alexander Schmorell a oa ur stourmer enepnazi alaman, ezel eus strollad ar Rozenn Wenn (alamaneg : die Weiße Rose), bet ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1917 en Orenburg (Rusia), ha dibennet d'an 13 a viz Gouere 1943 e toull-bac'h Stadelheim (München).

Kejañ a reas gant Hans Scholl e-keit ma oa o studiañ e München e-pad ar goañv 1940. Asambles e savjont pevar zrakt kentañ ar Rozenn Wenn.

E miz Kerzu 1942 ez eas e darempred gant ar c'helenner Kurt Huber. E miz Genver 1943 e skrivas pempvet trakt ar Rozenn Wenn, anvet "Galv d'an holl Alamaned". "Frankiz" pe c'hoazh "Hitler d'an traoñ" a skrivas ouzh mogerioù savadurioù München.

D'ar 24 a viz C'hwevrer 1943 e voe harzet, barnet d'an 19 a viz Ebrel gant ar Volksgerichtshof (lez-varn ar bobl) e-pad Eil prosez ar Rozenn Wenn. Lakaet d'ar marv dre ar Guillotine d'an 13 a viz Gouere gant Kurt Huber e Toull-bac'h Stadelheim.

Christoph Probst

Christoph Probst, bet ganet d'ar 6 a viz Du 1919, a oa studier war ar medisinerezh e-pad an eil Brezel Bed. E-pad e yaouankiz e kejas gant Alexander Schmorell, ha goude-se gant Hans Scholl ha Willy Graff e skol-veur medisinerezh München. Dimezet e oa, ha tri bugel en doe.

Unan eus izili an emsav alaman enepnazi Ar Rozenn Wenn (alamaneg : die Weiße Rose) e voe. Harzet e voe d'an 20 a viz C'hwevrer 1943. E-pad ma oa toullbac'het e c'houlennas bezañ badezet, kemmañ a reas kredenn hag e teuas da vezañ katolik.

Kondaonet ha dibennet e voe er memes deiz ha Hans ha Sophie Scholl, d'an 22 a viz C'hwevrer 1943.

Die Gedanken sind frei

Die Gedanken sind frei (Ar soñjoù a zo dizalc'h), zo ur ganaouenn alamanek eus an XVIIIvet kantved ha n'ouzer ket gant piv eo bet savet.

Adalek 1780 e voe skignet dre vrudfollennoù, a-raok ma voe moulet an ton hag ar pozioù anezhi en antologiezh Lieder der Brienzer Mädchen ("Kanaouennoù merc'hed Brienz"), embannet e Bern, e Suis, etre 1810 ha 1820.

Aus Neukirch bei Schönau, Eus Neukirch da Schönau , eo an doare anavezetañ, dianav ivez an oberour anezhañ, embannet gant Hoffmann von Fallersleben en e zastumad Schlesische Volkslieder mit Melodien ("Kanaouennoù folklorel Silezia gant an tonioù") er bloaz 1842.

Kanet eo bet gant Pete Seeger, Leonard Cohen ha Freddy Quinn.

Emgann Tewkesbury

Emgann Tewkesbury zo un emgann a-bouez hag a c'hoarvezas d'ar 4 a viz Mae 1471 e Tewkesbury, Gloucestershire, Bro-Saoz e-pad Brezel an Div Rozenn. Gantañ e voe diskaret an Tiegezh Lancaster, a oa o ren dre ar roue Henry VI (1421-1471), gant an Tiegezh York.

En un tu edo al lu roueel renet gant ar rouanez Marc'harid Anjev, gwreg Herri VI, 6000 soudard ennañ, aroueziet gant rozenn ruz an tiegezh Lancaster ; en tu all edo lu Edouarzh IV, etre 3000 ha 6000 soudard bodet dindan rozenn wenn an tiegezh York.

Edouarzh, penn an tiegezh York, a oa bet roue Bro-Saoz betek ma voe skarzhet a-ziwar ar gador gant an tiegezh Lancaster, tiegezh ar Rozenn Ruz.

Trec'h e voe Edouarzh IV, an tiegezh York hag ar Rozenn Wenn, ma chomjont mistri war ar vro betek marv Edouarzh IV e 1483. Stabilaet a-nebeudoù e voe Bro-Saoz dre an trec'h-se.

Graf

Graf, pe Graff, pe Graaf, zo un anv-tiegezh alamanek, diwar ar ger "graf", a zo kont e brezhoneg.

Hans Scholl

Hans Scholl a zo bet ganet d’an 22 a viz Gwengolo 1918 en Ingersheim (Crailsheim), Alamagn ha lakaet d’ar marv d’an 22 a viz C’hwevrer 1943 e München. Ur stourmer politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù Ar Rozenn Wenn (alamaneg : die Weiße Rose) e oa.

Listenn ar stourmerien alaman enepnazi

Listenn ar stourmerien alaman enepnazi

(war-bouez an dud a gemeras perzh en irienn an 20 a viz Gouhere 1944 a-enep Adolf Hitler)

Margaretha Rothe

Margaretha Erna Frieda Hedwig Rothe (13 a viz Even 1919 e Hamburg -15 a viz Ebrel 1945 e Leipzig) a oa ur studierez ha stourmerez enepnazi alaman gant ar Rozenn Wenn e skourr kêr Hamburg.

Sophie Scholl

Sophia Magdalena Scholl (Forchtenberg, 9 a viz Mae 1921 – München, 22 a viz C'hwevrer 1943) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose), un aozadur da stourm a-enep an naziouriezh en Alamagn.

Willi Graf

Willi Graf (2 a viz Genver 1918 e Kuchenheim - 12 a viz Here 1943 e München) a oa ur stourmer enepnazi alaman, ezel eus Ar Rozenn Wenn (alamaneg Die Weiße Rose).

Willi Graf a voe harzet e München d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 asambles gant e c'hoar Anneliese. Kondaonet e voe d'ar marv d'an 19 a viz Ebrel 1943.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.