Anvioù Jeruzalem

Dindan meur a anv eo bet anavezet Jeruzalem a-hed an amzer ha kemmañ a ra an doare ma vez graet eus ar gêr-mañ hervez a lec'h da lec'h, a yezh da yezh hag a sevenedur da sevenadur, pe c'hoazh a relijion da relijion hag anavezet e vez dindan 70 anv disheñvel zoken gant ar yuzevion/ezed nemetken.

Kristeniezh

Salem

  • Hebraeg ar Bibl שלם š-l-m "leun", "peurachu" hag ivez, ledanoc'h; "e peoc'h"
  • Akadieg Urušalim
  • Asirieg Uršalimmu

(Kevatal eo Ur(u) da Ir ("kêr unan bennak") en hebraeg ha n'eus netra da welet gant ar silabennoù Jeru- en anv Jeruzalem.)

S(h)alem e oa anv ar gêr meneget e Levr kentañ an Testamant Kozh, Geneliezh da vare Abraham ma oa bet renet warni gant ar Melchizedek. Ur stumm diverret diwar Jeruzalem e c'hellfe bezañ.

Jeruzalem

  • Hebraeg ar Bibl ירושלם Yerushalaim, da lavaret eo "Hêrezh Salem" pe "Hêrezh ar peoc'h" sur a-walc'h
  • Aramaeg eיְרוּשְׁלֶם Yərûšəlem
  • Gresianeg ar Bibl Ιερουσαλήμ Hierousalēm, Ierousalēm, Ιεροσόλυμα Hierosolyma, Ierosolyma
  • Sirieg ܐܘܪܫܠܡ Ūrišlem
  • Latin ar Bibl Hierusalem
  • Arabeg اورشليم Ūršalīm, Ūršalaym (Ūrušalīm, Ūrušalaym )
  • Armenieg Երուսաղեմ / Erousałem
  • Hebraeg tiberiek יְרוּשָׁלַםִ' / יְרוּשָׁלָםִ Yərûšāláim / Yərûšālāim
  • Hebraeg unvan יְרוּשָׁלַיִם Yerushalaim
  • Hen norseg Jorsala
  • Ruseg Иерусалим / Iyerusalim
  • Azeri Ürşəlim

Jeruzalem eo an anv implijet an aliesañ er Bibl ha dindan ar stumm-mañ e vez anvet peurlisañ gant ar yuvezion. Anv brudetañ kêr an hini eo er C'hornôg a-bezh ivez dre vras. Implijet e vez ar stumm arabek heñvelstumm Ūršalīm gant Gouarnamant Stad Israel hag implijet e vez ivez ar stumm arabek-mañ e kenarroudoù biblek pe istorel resis. Meneget eo bet evit ar wezh kentañ an anv-mañ e lizhiri Amarna hag implijet evit ar wezh kentañ en hebraeg e Khirbet Beit Lei.

E gresianeg e oa bet kredet e teue rann gentañ an anv Hierousalēm eus ar memes orin hag ar ger gresianek hieros ("sakr") hag e hennorseg eo bet lakaet ar silabenn diwezhañ da glotaat gant ar ger -sala ("sal" pe "sal un azeuldi")

Moriah

E Levr ar C'heneliezh e kaver an anv Moriah oc'h envel Menez an Templ d'ar mare na veve den ebet eno.

Jebus

Jebus a oa anv Menez an Templ hag an trowardroioù da vare ar Roue David meneget en Testamant Kozh ha goude bezañ trec'h war Jebus e savas David kêr Jeruzalem eno da gêrbenn Israeliz.

Sion

Sion eo anv hengounel menez an Templ hag ar gêr tro-war-dro.

Ariel

Ariel zo un anv barzhoniel evit Jeruzalem, s.o. Izaia 29:1-2, 7. Implijet e vez kentoc'h bremañ an anv-se pa vez anv eus kêr Ariel nepell eus Jeruzalem.

Kêr David

Diwar anv ar Roue David bet diazezet kêr gantañ.

Adonai-jireh

"An Aotroù a wel", hervez ar Vulgate e latin Dominus videt. En hebraeg a orin e kaver ar stumm "a welo" en amzer dazont mui an tetragrammaton e lec'h Adonai ("aotrou"). Abalamour d'ar reolenn hag a denn d'ar fed ma'z eo arabat distagañ anv Doue e vez distaget ez-hengounel an anv-mañ "Adonai-yir'eh" gant ar Yuvezion.

Neveh Tzedek

נווה צדק "Glasvezeg ar Reizhder", d.s. e Levr Jeremiaz 31:22.

Ir Ha-Kodesh

Hebraeg עיר של המקום הקדוש "Kêr al Lec'h Santel/ar Santelezh".

Ir Ha-Kedoshah

Hebraeg העיר הקדושה "Ar Gêr Santel".

Kêr ar Roue Meur

  • Hebraeg קרית מלך רב kiryat melekh rav, d.s. e Salmoù 48:2.
  • Gresianek koine πολις μεγαλου βασιλεως polis megalo basileus, d.s. e Mazhev 5:35}}.

Islam

Al-Quds

Hiziv ec'h eo Al-Quds anv implijetañ ar gêr en arabeg hag ivez, dindan stummoù kemmet pe get, an hini implijetañ dre ar bed bet levezonet gant an islam dre vras. Ne oa ket bet implijet a-raok marevezh Buyid-Fatimid avat, ouzhpenn 300 vloaz goude ma oa bet trec'h an Arabed war Jeruzalem evit ar wezh kentañ. Kavout a reer ivez ar stumm hiroc'h al-Quds aš-Šarīf, bet implijet gant an Otomaned dreist-holl.

Bayt al-Maqdis

  • Arabeg بيت المقدس Bayt al-Maqdis, Bayt al-Muqaddas "Ti ar Santelezh"

Implijet e vez nebeutoc'h-nebeutañ en arabeg hiziv ar stummoù Bayt al-Maqdis pe Bayt al-Muqaddas, meneget e Hadith Sahih Muslim 234, 251.

  • Perseg بيت مقدس Beit-e Moghaddas
  • Ourdoueg بيت مقدس Bait-e Mukaddis
  • Turkeg Beit-i Mukaddas
  • Hindeg बैत ए मुकद्दस Bait-e Mukaddas

Masjid al-Aqsa

  • Arabeg المسجد الاقصى al-Masjid al-Aqsa, "Ar Voskeenn Bellañ"
  • Persian اﻣﺴﺠﺪ ﺍﻗﺼﻰ Masjid-e Aqsa
  • Ourdoueg اﻣﺴﺠﺪ ﺍﻗﺼﻰ Masjid-e Aksa
  • Turkeg Aksa Mescidi
  • Hindeg मस्जिद ए अक्सा Masjid-e Aksa

Meneget er C'horan Rannbennad 17 (Al-Isra), surat 1.

Al-Balat

Henroma

Aelia Capitolina

Aelia Capitolina eo an anv bet roet da Jeruzalem gant ar Romaned goude ma oa bet skarzhet ar yuzevion. Dave a ra an anv eus Aelius hag an azeuldi e enor an doue Yaou bet savet war dismantroù Templ Jeruzalem. Implijet e oa bet ur stumm arabekaet ʼĪlyāʼ a-wezhioùigoù er Grennamzer ha meneget e vez ivez ar stumm-se en ur re Hadith.

Jeruzalem

Jeruzalem zo ur gêr er Reter-Nesañ hag a zo a-bouez er relijionoù yuzev, kristen ha muzulmat, hag e spered broadel Israeliz.

Yerushalayim ( ירושלים ) eo an anv hebraek, القدس al Quds evit an arabegerien vuzulmat hag اورشليم Ûrshalîm evit an arabegerien gristen.

An anv ofisiel en Israel eo « Yerushalayim Ûrshalîm al Quds ».

Disklêriet he deus Stad Israel e oa Jeruzalem unvanet he « c'hêr-benn beurbad ». N'eo ket anavezet an doare-se da lavaret gant ar gumuniezh etrebroadel, rak karterioù Jeruzalem ar Reter a vez sellet outo evel un dachenn dindan dalc'h Palestiniz hag a anavez Jeruzalem evel kêr-benn ur Stad palestinian da zont.

Savet eo bet kêr war ar menez Sion, 745 m uhelder dezhañ. E deroù 2005, e oa 200 km² dindani evit 933 113 a annezidi. Kavout a reer mesk-ha-mesk er gêr-se un niver a relijionoù, a bobloù, hag a strolladoù sokial. Gronnet eo al lodenn anvet "kêr gozh" gant mogerioù-kreñv ha kavout a reer enni daou garter poblet gant Arabed dreist-holl, anvet "karter kristen" ha "karter muzulmat", ur c'harter armeniat hag ur c'harter yuzev.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.