Antonio de Nebrija

Antonio de Nebrija (1441 - 1522), anvet ivez Antonio de Lebrija, a oa ul lenneg eus Spagn, istorour, kelenner ha barzh, brudet abalamour m’en deus savet levrioù yezhadur ha geriadurioù spagnolek. Stag eo e anv ouzh istor kêr Salamanca.

Antonio de Nebrija (A. Nogués) Madrid 01
Delwenn Antonio de Nebrija, kizellet gant Anselmo Nogués, dirak Levraoueg Vroadel Spagn e Madrid.

E vuhez

Ganet e voe Antonio Martínez de Cala y Jarava e Lebrija, e-kichen Sevilla, en Andalouzia, e 1441. Studioù war ar yezhoù hag al lizhiri klasel (latin ha henc’hresianeg) a reas e Salamanca. Da 19 vloaz ez eas da Ialia ha chom a reas dek vloaz e skol-veur Bologna. Pa zistroas da Spagn e labouras da gentañ evit eskob Sevilla ha goude-se e voe anvet da gelenner e skol-veur Salamanca, evit kelenn yezhadur ha retorik. E 1513 e voe anvet da gelenner e skol-veur Alcalá de Henares, e-kichen Madrid. A-hed ar bloavezhioù e savas yezhadurioù ha geriadurioù spagnoleg, daoust ma selle ouzh ar yezh-se evel ur stumm bastard eus al latin. E 1492 e embannas ar yezhadur kentañ eus ar spagnoleg. Dediet e oa an oberenn-se d’ar rouanez Izabel Iañ Kastilha. Mervel a reas e 1522 en Alcalá de Henares.

Oberennoù pennañ

  • Introductiones latinae, 1481
  • Gramática castellana, 1492
  • Diccionario latino-español, 1492
  • Vocabulario español-latino 1495
  • Reglas de ortografía española, 1517
  • Reglas de ortografía en la lengua castellana, 1523 (embannet goude e varv).
Kantved Aour Spagn

Ar Siglo de Oro, pe Kantved Aour Spagn (e brezhoneg) zo un droienn spagnolek ijinet en XVIIIvet kantved gant al lenneg spagnol Luis José Velázquez, markiz Valdeflores (1722-1772), a reas ganti e 1754 en e oberenn Orígenes de la poesía castellana, nemet d'ober anv eus ar XVIvet kantved e oa.

Hogen war e lerc'h e voe adkemeret hag astennet d'ober anv eus ar marevezh klasel p'edo sevenadur Spagn en e varr, an arzoù hag al lennegezh dreist-holl, da vare an Azginivelezh er XVIvet kantved hag ar Varokelezh er XVIIvet kantved, d'ar c'houlz ma renas Tiegezh Habsburg er vro.

Hiziv pa gomzer eus Siglo de Oro e komzer eus ar mare adal embannadur Gramática castellana Antonio de Nebrija, e 1492, hag a glot gant fin ar Reconquista ha beaj kentañ Kristof Kolomb, betek marv ar skrivagner Pedro Calderon de la Barca e 1681, daoust ma vez lakaet da echuiñ abretoc'h alies ivez, gant Feur-emglev ar Pireneoù, etre Bro-C'hall ha Spagn, e 1659.

Yezhadur

Er yezhoniezh e vez implijet ar ger yezhadur evit komz eus an hollad reolennoù a zispleg mont-en-dro ur yezh bennak. Disheñvel eo neuze yezhadur pep yezh diouzh hini ar yezhoù all.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.