Adlezenn

An Adlezenn, pe Deuteronom, eo anv pempvet levr ar Pentateuc'h. Un heuliad prezegennoù gant ar profed Moizez eo.

Setu ar pezh a gaver e troidigezh Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien (An Tour-Tan, 1981, p176) evit displegañ petra eo al evr :

"Lezennoù adlavaret ha lezennoù nevez, setu penaos e c'heller kompren an titl-mañ, troidigezh ar gresianeg "Deuteronomion" (latinaet e Deuteronomium). An hebraeg a lavar eeunoc'h "Devarim" d.l.e. lavarioù, ur ger o talvezout ivez gourc'hemennoù. Lavarioù Moshe[1]. ur wech c'hoazh, laket en e c'henoù evel hêrezh speredel evit e bobl, en devoa gallet kas, a-raok mervel, betek harzoù douar ar bromesa, ur vro o teverañ gant al laezh hag ar mel."

ha pelloc'h :

"Al lezennoù-mañ a ro kelennadurezh d'ur Bobl, ha drezi da galz a dud, diwar-benn an darempred où gant Doue hag gant an nesañ . Pal al lezenn a zo : evurusted mab-den."

Echuiñ a ra al levr gant binnigadenn an daouzek meuriad gant Moizez ha danevell e varv war venez Nebo (34).

Troidigezhioù brezhonek

Notennoù

  1. implijet e vez Moshe en droidigeh-mañ evit Moizez
Anaoue

An anaoue a vez lakaet war un den pa vez sachet, pe taolet warnañ tamalloù ha rebechoù an holl. Komzet e vez alies eus teurel an anaoue war unan bennak.

Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr eo anv an droidigezh eus ar Bibl graet gant Yann-Frañsez ar Gonideg (1775-1838), hag embannet goude e varv, e 1866, gant ti-embann L. Prud’homme, mouller eskopti Sant-Brieg. Div levrenn a oa.

Dek Gourc'hemenn

An Dek Gourc'hemenn (hebraeg עֲשֶׂרֶת הַדִּבְּרוֹת , asereth ha-dibroth, "an Dek Komz") zo ul listennad urzhioù a zo e Testamant Kozh ar Bibl, levr nevet ar Yuzevien hag ar Gristenien.

Hervez an hengoun e vijent bet degemeret gant Moizez war Menez Sinai.

Gourc'hemennoù Doue a reer anezho ivez er skridoù brezhonek..

Kastiz ar marv

Kastiz ar marv a reer eus ur c'hastiz lezennel a aotren ur Stad da lazhañ un den a zo bet anzavet da gablus hag unan da nebeutañ eus an torfedoù a zo anvet "mervel" gant gwir ar Stad da vare ar barn. Gant ul lez-varn stadel e vez embannet ar varnedigezh, goude ur prosez ma vez difennet an den tamallet gant un alvokad(ez) pe veur a hini ; gant kargidi e vez kaset al lazh hervez un argerzh bet termenet dre lezenn.

E ken degouezh ma vije lazhet an den hep doujañ d'al lezennoù e teu al lazh da vezañ un torfed all, dre zial, dre justis prevez pe dre abeg pe abeg, hag al lazher(ez) a rank bezañ barnet ivez gant ar Stad.

Lies abegoù zo evit kastiz ar marv er Stadoù o deus e viret en o gwir : muntr, spierezh (da geñver ar Stad), trubarderezh (da geñver ar Stad), heñvelreviadezh, avoultriezh, renavierezh, nevid tud, goubrenadur politikel. A-wezhioù e vez kastiz ar marv implijet da venveg politikel a-benn reiñ ur skouer d'ar boblañs : e 2007, e Korea an Norzh, e voe lazhet un den dirak 15 000 a dud abalamour m'en devoa pellgomzet d'an estrenvro. Koulz en egor hag en amzer e kemm ar sell a bar an dud, ar c'hevredigezhioù hag ar sevenadurioù war kastiz ar marv. Paot e oa er bed a-bezh gwezhall , stourmet e voe outañ e-kerzh Kantved ar Sklêrijenn, raloc'h-ralañ eo abaoe eil darn an XXvet kantved. Koulz muntrerien hag enebidi politikel o deus e c'houzañvet.

D'an 18 a viz Gwengolo 2012 e oa 100 bro ma oa torr kastiz ar marv dre lezenn ; 7 bro o devoa e dorret dre lezenn evit an torfedoù boutin ; 42 vro o devoa miret kastiz ar marv hep bezañ e lakaet e pleustr e-pad dek vloaz da nebeutañ ; 5 bro o devoa goursezet al lazhoù ; 44 o devoa miret kastiz ar marv hag e lakaet e pleustr e-kerzh an dek bloavezh tremenet. Tremen 5 000 den a c'houzañvas kastiz ar marv e 2011 e 19 bro..

Anzavet eo kastiz ar marv gant an ensavadurioù etrebroadel, daoust ma sav eneptañ an darn vuiañ anezho. Berzet eo kastiz ar marv er pep niverusañ eus ar Stadoù, met ur bihanniver int e-keñver poblañs ar bed, p'emañ 60% eus an dud o vevañ e broioù ma vez lazhet tud a-berzh ar Stad. Holl izili Unvaniezh Europa o deus he dilezet abaoe krouidigezh Karta Unvaniezh Europa ar Gwirioù-diazez, d'an 2 a viz Here 2000 ; ne vez mui sevenet en Europa dre vras, war-bouez e Bielorusia.

D'an 18 a viz Kerzu 2007 e voe embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) an disentez 62/149 evit goulenn ma vije goursezet al lazhoù ; eizh ezel eus an ABU a-douez an dek Stad poblekañ o devoa mouezhiet a-enep, India, Indonezia, Republik Pobl Sina ha Stadoù-Unanet Amerika en o zouez.

Kenaan

Kenaan (hebraeg : כנען Kənáʿan) a zo un tiriad a yae eus su Fenikia (Tir ha Sidon) betek dezhrzh an Negev er Bibl. N'eo ket sklaer orin ar ger, dont a rafe eus anv Kenaan, unan eus mibien-vihan Noah. An annezidi a oa bodet e klanoù a voe argaset gant ar Yuzevion. Rolloù anvioù a gaver e Levr ar C'heneliezh (Gn 10, 15-18) hag e Levr an Adlezenn (Ad 7,1-5)Daoust d'ar pezh a lenner e Levr an Adlezenn "seizh pobl, niverusoc'h, ha kreñvoc'h egedout, hag en devo o laket an Aotroù dirazout, hag az po o dornet, ez anaouei anezho, hep divizañ ganto emglev ebet, na kaout truez outo" , e chomas un darn eus ar pobloù-se e Kenaan hag e voe kalz dimezioù a zoken azeulerezh an idoloù evel ma vez meneget e meur a lec'h er Bibl .

Un arouez kreñv eo : an "douar prometet" , an Douar a yeas Avraham davetañ goude bezañ bet galvet gant Doue, an Douar da aloubiñ gant sikour Doue...

Levidi

Hervez levr an Adlezenn er Pentateuc'h e resevas izili meuriad Levi ur garg relijiel ha n'eo ket douaroù. Ad 10 8-9 : "Er mare-se e tispartias an Aotroù meuriad Levi evit dougen arc'h Emglev an Aotroù, evit chom dirak an Aotroù da lidañ ha da vennigañ e anv, betek hiziv. Setu perak n'en deus bet Levi na lod na hêrezh gant e vreudeur. An Aotroù eo e hêrezh, evel m'en deus prometet an Aotroù, da Zoue, dezhañ." Goude an adaozadur graet gant ar roue Jozias war dro 622 a-raok Jezuz Krist e vefe bet un diforc'h etre ar veleien hag al Levidi. Kargoù disheñvel o doe en Templ. Kreskiñ a reas plas al Levidi goude 360 a-raok Jezus Krist. .

Meneg a zo eus ul Leviad en Eil Testamant e parabolenn ar Samaritan mat (Lukaz 10 32 : "En hevelep stumm, ul Leviad erruet war an dachenn,o welout ivez anezhañ a dremenas dre ar c'hostez all."

Levr Yehoshoua

Levr Yehoshoua (Ys) a zo unan eus Levrioù ar Brofeded en Tanac'h hag unan eus levioù istorek ar Bibl katolik.

Teir lodenn a gaver el levr :

1) aloubadeg an Douar prometet gant ar Yuzevien (Ys 1-12) ;

2) ingaladur ar vro etre meuriadoù Israel (Ys 13-21) ;

3) dibenn kefridi Yehoshoua, prezegenn Sichem ha marv Yehoshoua (Ys 22-24).

Sur e vezer n'eo ket bet skrivet an destenn gant Yehoshoua e-unan. Meur a vammenn a gaver en oberenn.

Kalz luzietoc'h eo istor aloubadeg Kanean gant ar Yuzevien eget ar pezh a gont al levr. Eeunaet ha bravaet eo bet an darvoudoù evit lakaat personelezh Yehoshoua e kreiz an traoù ha diskouez e vez Doue o wareziñ e bobl.

Pentateuc'h

Ar Pentateuc'h, pe Al Lezenn, pe Tora ar Yuzevien, eo anv pemp levr kentañ ar Bibl : Geneliezh ; Ermaeziadeg ; Leviegezh ; Niveroù hag Adlezenn.

An droidigezh diwezhañ bet graet e brezhoneg diwar an hebreeg eo hini Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien, embannet e 1981 gant An Tour-Tan.

Roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all

Skort eo an niver a levrioù troet e brezhoneg diwar yezhoù all, pan e geñverier ouzh an troidigezhioù graet e broioù all evel Euskadi pe Kembre. Anat eo e kresko o niver gant an amzer.Setu amañ ur roll anezho, renket hervez ar yezhoù orin, da gentañ, ha hervez urzh al lizherenneg goude . Kement-se ne dalv ket da lavarout int bet troet holl diwar ar yezhoù-se. Lod zo bet troet diwar troidigezhioù gallek pe saoznek.

Gwelout ivez: Roll al levrioù brezhonek troet diwar yezhoù all, hervez ar bloavezhioù

Roll an oberennoù e brezhoneg troet diwar yezhoù all

Setu ul listennad oberennoù troet e brezhoneg diwar yezhoù all. Peurvuiañ int bet embannet e kelaouennoù a bep seurt.

Klasket e vo lakaat amañ an oberennoù ha n'int ket levrioù anezho o-unan eta.

A-hend-all e c'hallit sellout ivez:

ouzh Roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all, ha n'eus ennañ nemet levrioù,

ouzh Roll an oberennoù brezhonek troet e yezhoù all .

Se questo è un uomo

Se questo è un uomo a zo un danevell hir, savet gant Primo Levi, skrivet etre miz Kerdu 1945 ha miz Genver 1947, diwar-benn e vuhez e kamp-labour Auschwitz III-Monowitz betek e zieubidigezh. Troet eo bet e brezhoneg gant Serj Richard e-giz Hag un den ez eus anezhañ, Mouladurioù Hor Yezh, 2015.

Torah

An Torah (hebraeg: תורה) a vez graet eus pemp levr Moizez:

Berechit (hebraeg: בְּרֵאשִׁית), Genesis (gresianeg-latin) pe Geneliezh (brezhoneg)

Chemot (שְׁמוֹת), Exodus (latin) pe Ermaeziadeg

Wa-yikra (וַיִּקְרָ), Leviticus (latin) pe Leviegezh

Be-midbar (בְּמִדְבַּר), Numeri (latin) pe Niveroù

Ha-devarim (הַדְּבָרִים), Deuteronomion (gresianeg-latin) pe AdlezennSellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion: er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er Gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.