1943

Diwar-benn bloavezh 1943 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Darvoudoù

Europa

Breizh

Frañs

Norvegia

Unaniezh Soviedel

Azia

Reter-pellañ

Amerikaoù

Suamerika

Oseania

Arzoù ha lizhiri

Sinema

A bep seurt/diasur

Ganedigezhioù

Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1943

Marvioù

Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1943

1940

Diwar-benn bloavezh 1940 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1941

Diwar-benn bloavezh 1941 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1942

Diwar-benn bloavezh 1942 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1944

Diwar-benn bloavezh 1944 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1945

Diwar-benn bloavezh 1945 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1946

Diwar-benn bloavezh 1946 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

2021

Diwar-benn bloavezh 2021 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Arondisamant Pondi

Arondisamant Pondi a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs, e departamant ar Mor-Bihan hag e rannvro Breizh.

Benito Mussolini

Benito Amilcare Andrea Mussolini a zo bet ganet d'an 29 a viz Gouere 1883 e Dovia di Predappio, Forlì (Italia), ha marvet d'an 28 a viz Ebrel 1945 e Mezzegra, Como (Italia).

Politikour, kazetenner italian, krouer ar faskouriezh e voe ha penn ar strollad Partito Nazionale Fascista, PNF. Kentañ ministr Italia e voe etre miz Here 1922 betek miz Gouere 1943. Bez e voe ivez penn-stad ar Republik Sokial Italian (italianeg: Repubblica Sociale Italiana) adalek 1943 betek e varv.

Lesanvet Il Duce ("ar penn"), Mussolini a oa krouer ar faskouriezh. E 1912, Mussolini a oa bet unan eus pennoù bras ar renerezh vroadel eus ar Partito Socialista Italiano (PSI). Skarzhet e voe eus ar PSI evit bezañ bountet evit ma vefe kemeret perzh gant Italia er C'hentañ Brezel-bed, padal pennoù ar strollad a felle dezho ma chomfe neptu ar vro. Mussolini en devoa kemeret perzh er brezel el Lu roueel italian betek bezañ gloazet hag adkaset er gêr e 1917. Mussolini a oa savet a-enep ar PSI, troet e oa war-zu ar vroadelouriezh e-serr ar sokialouriezh ha goude-se en devoa savet al luskad faskour a oa enebet d'an ingalded ha da stourm ar c'hlasadoù, o tifenn ur "vroadelouriezh reveulzier" a-us d'an enebiezhoù klasadoù.

Goude ar valeadeg war Roma e miz Here 1922, Mussolini a oa deuet da vezañ ar c'hentañ ministr yaouankañ eus istor Italia betek ma vefe lakaet e plas Matteo Renzi e miz C'hwevrer 2014. Ur wech lammet an holl enebiezhoù politikel dre e polis kuzh ha lakaat maez lezenn an harzoù-labour, Mussolini hag e harperien o devoa kreñvaet o c'halloud dre un heuliad lezennoù a lakaas ar vro da vezañ un diktatouriezh unpennek. E-doug pemp bloaz, Mussolini en devoa lakaet e plas un diktatouriezh reut gnat ar c'hoant sevel un hollveliegezh. E 1929, Mussolini a sine feur-emglev Lateran gant ar Vatican, o lakaat un harz da zegadoù a vloavezhioù a stourm etre ar Stad italian hag ar pabelezh, o embann frankiz Keoded ar Vatikan.

Football Klub Naoned

Ur c’hlub mell-droad bet krouet e 1943 eo Football Klub Naoned (Football Club de Nantes eo e anv ofisiel). Waldemar Kita eo prezidant ar c'hleub abaoe 2007, e vab Franck Kita eo ar rener, ha Vahid Halilhodžić eo ar gourdoner.

Ar c'hleub eus Breizh aet ar muiañ a ditloù gantañ eo.

Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon

Ar geriadurioù brezhoneg-galleg savet gant Roparz Hemon zo geriadurioù bihan a zo bet embannet hag adembannet adalek 1928 betek 1997, hag o deus bet ul levezon bras a-walc'h war ar brezhoneg skrivet en XXvet kantved.

Italia

Italia zo ur stad e Kreisteizeuropa, hag enni Ledenez Italia hag ul lodenn eus aradennad an Alpoù. Ur riez eo, dezhi renad ur republik embannet e 1870 evit ar wech kentañ. Koulskoude e vez graet gant an anv Italia evit an ec'honenn-mañ abaoe daou vil bloaz. (Sellet ouzh Istor Italia.) Italia a zo bet al lec'h m'eo bet staliet riez kozh Roma, an impalaeriezh divent a renas war gazi holl Europa ha darn eus Afrika hag Azia en Henamzer.

Roma eo kêr-benn republik Italia, hag hini ar Sez santel ivez (ar Vatikan a reer anezhañ peurliesañ) el lec'h m'emañ melestradurezh kreiz an Iliz katolik roman, ar pab (Frañsez hiziv) er penn anezhi. Ur riez dizalc'h eo war un tiriad strizh-kenañ e kalon ar gêr vras.

Ezel eus Unaniezh Europa (ezel diazezer), Kuzul Europa, ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (NATO), an ABU eo Republik Italia. E Roma eo bet sinet ar feur-emglev a stalias Kumuniezh Ekonomikel Europa, kentañ stumm Unaniezh Europa.

Liban

Liban (arabeg: لبنان‎, Lubnān), ent-ofisiel Republik Liban, a zo ur riez vihan ha meneziek eus ar Reter-nesañ, war aod reter ar Mor Kreizdouar. Dindan ur gorread a 10 400 km² emañ-hi gant 3 milion a annezidi pe war-dro. En-dro da Liban emañ Siria en norzh hag er reter, Israel er su, hag ar mor a-hend-all eus tu ar c'hornaoueg. E 1928 e oa bet embannet ar republik, met digabestret diouzh Bro-C'hall e oa bet e 1943 hepken (honnezh e oa bet fiziet enni ur gefridi gant Kevredigezh ar Broadoù goude ma oe skarzhet Turkia kuit e 1918). Ezel eus ABU hag ar C'hevre arab eo.

Napoli

Napoli (en italianeg), pe Naplez (e brezhoneg), (napolitaneg: Nàpule, gresianeg: Νεάπολη > Νέα Πόλις - Néa Pólis - , d.l.e. "Kêr Nevez"), zo ur gêr hag ur gumun ag Italia ha kêrbenn proviñs Napoli ha Campania.

The Beatles

The Beatles a oa ur strollad sonerien pop ha rock eus Liverpool (Breizh-Veur). Meur a rekord gwerzhañ pladennoù en doa tapet ha renket e oa bet da gentañ e rolloù an hitoù ouzhpenn 50 gwech (20 gwech er Stadoù-Unanet). Lod a lavar e oa bet ar fed pouezusañ e sonerezh an 20vet kantved. Hervez embanner pladennoù EMI records e vije bet gwerzhet 1 miliard a bladennoù ganto d'an nebeutañ. Sellet ouzh : [1].

Ar c'hanaouennoù savet gant ar Beatles a ziskouez meur a zoare seniñ : kanaouennoù a-boz, blues, heavy metal, reggae, sonerezh psikedelek. Digoret o doa an hent evit sonerezhioù nevez.

Ar strollad, lesanvet "The Fab Four" (ar Pevar Dreist), a oa e izili John Lennon (1940 - 1980), (James) Paul McCartney (° 1942), George Harrison (1943 - 2001) ha Ringo Starr (Richard Starkey, bet ganet e 1940). Gant Lennon ha McCartney e oa bet savet an darn vrasañ eus ar c'hanaouennoù ; un nebeud reoù all a oa bet savet gant Harrison.

Evel produer er bloavezhioù kentañ, George Martin en doa harpet anezho evit ober berzh. Ul levezon vras en doa bet war emdroadur o doare seniñ.

XXvet kantved

Kregiñ a ra an XXvet kantved d'ar 1añ Genver 1901 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 2000.

Yann-Vari Perrot

Yann-Vari Perrot (3 a viz Gwengolo 1877-12 a viz Kerzu 1943) a oa ur beleg katolik hag ur skrivagner brezhonek hag a voe drouklazhet e 1943 e Skrigneg. Labouret en doa a-hed e vuhez evit ar brezhoneg. Rener ar gazetenn “Feiz ha Breiz” ha krouer ar “Bleun-Brug” e oa.

Hiziv eo brudet muioc'h abalamour d'an doare ma oa marvet, a zo bet danvez da gaoz etre an holl, eget d'al labour en doa graet evit ar yezh

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.