1913

Diwar-benn bloavezh 1913 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Darvoudoù

Europa

Breizh

  • Difennet eo ouzh ar skolioù publik kemer perzh er genstrivadeg vrezhonek aozet gant an Association Bretonne.
  • Krouidigezh ar gelaouenn Brug gant Emil Masson

Frañs

Azia

Reter-pellañ

  • 20 a viz Meurzh: Sung Chiao-jen, unan eus krouerien Strollad Broadelour China (KMT), a zo gloazet pa glasker e lazhañ. Mervel a ra daou zevezh diwezhatoc'h.

Amerikaoù

Suamerika

Arzoù ha lizhiri

Sinema

A bep seurt/diasur

Ganedigezhioù

Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1913

Marvioù

Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1913

1910

Diwar-benn bloavezh 1910 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1914

Diwar-benn bloavezh 1914 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1915

Diwar-benn bloavezh 1915 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1916

Diwar-benn bloavezh 1916 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1992

Diwar-benn bloavezh 1992 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Artur Axmann

Artur Axmann (18 a viz C'hwevrer 1913 e Hagen - 24 a viz Here 1996 e Berlin) a oa un ezel eus NSDAP. Kemer a reas plas Baldur von Schirach e penn an Hitlerjugend (Yaouankizoù hitlerian) e 1940.

Frañsez Kervella

Frañsez Kervella, François-Marie Kervella e marilh ar boblañs, ganet e Dirinonn (Kerne - Penn-ar-Bed) d'an 31 a viz Genver 1913, marvet e Lannuon d'an 10 a viz C'hwevrer 1992. Anavezet eo ivez dre e anv-pluenn "Kenan Kongar". Douarour eo, skrivagner, barzh brezhonek, hogen anavezet dreist-holl evel yezhadurour brezhonek. Er gelaouenn Gwalarn e kemeras perzh, ha goude ar brezel e Barr-Heol hag el Liamm.

(Taolit evezh : Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en Emsav ivez : Frañsez Kervella-Kernu a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou. Daoust da se e vezont kemmesket alies el levrioù savet diwar-benn an amzer-se.)

Gerald Ford

Gerald Rudolph Ford, Jr. (Omaha (Nebraska) 14 a viz Gouhere 1913 – Rancho Mirage, Kalifornia 26 a viz Kerzu 2006) a zo bet an 38vet Prezidant eus Stadoù-Unanet Amerika etre miz Eost 1974 ha Genver 1977 war-lerc'h dilez Richard Nixon. Ar prezidant nemetañ en Istor ar Stadoù-Unanet eo a-gement ne oa ket bet dilennet evit bezañ prezidant, pa oa bet anvet da vesprizant war-lerc'h dilez Spiro Agnew, hag aet da brezidant war-lerc'h dilez ar prezidant Nixon, da heul Afer Watergate. Mont a reas war ar renk en anv ar Strollad Republikan met faezhet e voe gant an demokrat Jimmy Carter.

Heinz Linge

Heinz Linge (23 a viz Meurzh 1913 e Bremen - 9 a viz Meurzh 1980 e Hamburg) a oa mevel-ofiser personel Adolf Hitler.

Heinz Linge a oa mevel a gambr ha mevel-ofiser Hitler er Wolfsschanze e Rastenburg er penn-kentañ, hag e dibenn ar brezel en doe ar memes kargoù er Führerbunker e Berlin. Kas a rae ar c'hemennadennoù embannet gant Hitler pe ar re bet savet evitañ, hag ec'h ambrouge an dud a zeue da welout ar Führer. Labourat a reas betek an devezhioù diwezhañ ma vevas Hitler hag e voe e-touez ar re ziwezhañ o kuitaat ar bunker goude marv ar Führer e miz Ebrel 1945. Tapet e voe Linge gant soudarded an Arme Ruz hag e chomas prizoniad-brezel betek 1955.

Er film Der Untergang (2004) ez eo an aktor Thomas Limpinsel a c'hoari perzh Linge.

Heinz Lorenz

Heinz Lorenz (7 a viz Eost 1913 e Schwerin - 23 a viz Du 1985 war an hent etre Bonn ha Düsseldorf) a oa e penn sekretouriezh kelaouiñ Adolf Hitler e-pad an Eil Brezel-bed.

E 1945 e voe lakaet e-karg eus ar c'helaouiñ er Führerbunker e-pad emgann Berlin. D'ar mare-se e oa peurzistrujet pe dost holl sistem kelaouiñ an Trede Reich ha Lorenz a oa e-touez ar re a save danevelloù-kelaouiñ dre adlenn hag adskrivañ kemennadennoù ar Gevredidi.

Lorenz a laboure evit ar jeneral Hans Krebs hag ivez evit Bernd von Freytag-Loringhoven ha Gerhardt Boldt. Pizh e selaoue kemennadennoù Reuters war BBC; biskoazh ne ouezas Hitler an dra-se.

D'an 28 a viz Ebrel 1945 ez eo Lorenz a lavaras da Hitler e oa aet Heinrich Himmler e darempred gant ar Gevredidi, dre hanterouriezh Folke Bernadotte.

Kreta

Enezenn Greta luc’hskeudennet an 22 a viz Mezheven, 1973 gant Skylab

Kreta (e gresianeg : Κρήτη, Kríti ['kriti]; Gresianeg kozh: Κρήτη, Krḗtē) a zo an enezenn vrasañ ha pobletañ Inizi Gres, 88vet enezenn vrasañ ar bed ha pempvet enezenn vrasañ ar Mor Kreizdouarel, war-lerc’h Sicilia, Sardinia, Kubris, ha Korsika. Kreta hag un toullad enezennoù tro-war-dro da Greta a ya da ober rannvro Kreta (e gresianeg: Περιφέρεια Κρήτης), unan eus rannvroioù melestradurel e Bro-C’hres. Ar gêrbenn a zo Heraklion. E 2011, e oa 623,065 a dud o vevañ eno.

Ul lodenn vras eus an ekonomiezh ha glad sevenadurel Bro-C’hres enni, brudetevit ar muzik hag ar varzhoniezh, hagez eo kreizenn ar sevenadurezh vinoan (war-dro 2700–1420 kent J.-K.), unan eus kentañ sevenadurezhioù bras Europa, ma oa savet kentañ palezioù Europa[1]. Staget eo bet ouzh Bro-C'hres e 1913 hag unan eus he zrizek periferia (rannvro velestradurel) eo.

Monsieur Parent (dastumad)

Monsieur Parent zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant, hag embannet en 1886 gant an embanner Paul Ollendorff. Anvet eo al levr diwar anv an danevell Monsieur Parent.

Philip Lutley Sclater

Philip Lutley Sclater, bet ganet d'ar 4 a viz Du 1829 e Wootton St Lawrence (Hampshire, Bro-Saoz) hag aet da anaon d'ar 27 a viz Mezheven 1913 en Odiham (Hampshire), a oa un alvokad hag ul loenoniour saoz.

Un evnoniour hep e bar e oa ha bez' e voe e penn Zoological Society of London evel sekretour adalek 1859 betek 1902.

Richard Nixon

Richard Milhous Nixon (Yorba Linda (Kalifornia) 9 a viz Genver 1913- New York 22 a viz Ebrel 1994 a zo bet 37vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika eus 1969 da 1974. Besprezidant e oa bet etre 1953 ha 1961 pa oa Dwight D. Eisenhower prezidant. E-kerzh ar pevar bloavezh kentañ tremenet e penn ar vro e kresk nerzh brezel ar Stadoù-Unanet e Brezel ar Viêt-nam a-raok lakaat un termen dezhañ e 1973. Digeriñ a ra ivez darempredoù gant Republik Pobl Sina, ha kas da benn an dizisrann etre ar gouennoù e Stadoù ar Su. Addilennet aes eo e 1972 met goude e teu Afer ar Watergate ha reiñ a ray e zilez.

Rouantelezh Bavaria

Rouantelezh Bavaria (Königreich Bayern en alamaneg) zo ur rouantelezh a zo bet e Bavaria adalek 1806 betek 1918.

E 1806 e voe anvet Priñs-dilenner Bavaria, Masimilian IV Jozeb, eus Tiegezh Wittelsbach, da roue Bavaria, evel Masimilian Iañ Jozeb.

En amzer an Impalaeriezh alaman e teue Rouantelezh Bavaria war-lerc'h Rouantelezh Prusia evit he ment.

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1913

Dalc'het e oa bet 11vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 29 a viz Mezheven hag ar 27 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 388 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Philippe Thys, 26,715 km/e e dizh keitat.

Aet e oa kuit an Dro eus Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine a-vremañ) hag war-du ar c'hornôg, evit ar wech kentañ, a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.

Peurdrec'h ar skipailh Peugeot a oa dre ma oa ac'hubet an tri flas kentañ gant ar rederien anezhañ. Dilezet en devoa ar reder breizhat Lucien Petit-Breton goude kouezhañ war al leur e-kerzh ar 14vet tennad-hent.

25 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 140 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1914

Dalc'het e oa bet 12vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 28 a viz Mezheven hag ar 26 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 405 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Philippe Thys evit an 2l gwech, 27,028 km/e e dizh keitat.

Aet e oa kuit an Dro eus Saint-Cloud (Hauts-de-Seine a-vremañ) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.

7 gounigeg kozh a oa war ar renk :

Louis Trousselier (1905),

Lucien Mazan (1907) ha (1908),

François Faber (Luksembourg) (1909),

Octave Lapize (1910),

Gustave Garrigou (1911),

Odile Defraye (Belgia) (1912),

Philippe Thys (Belgia) (1913).Lod anezho (Faber, Lapize ha Mazan) ne vint ket adwelet ken dre ma vo kollet o buhez ganto e-kerzh emgannoù an Eil Brezel-bed a darzho ur sizhunvezh (4 a viz Eost) war-lerc'h degouezh an Dro e Pariz...

54 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 145 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

XXvet kantved

Kregiñ a ra an XXvet kantved d'ar 1añ Genver 1901 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 2000.

Y Fenni

Y Fenni (pe Abergavenny e saozneg) zo ur gêr vihan eus Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ 25 km er c'hornôg da Drefynwy ha tost da 10 km er mervent d'an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz. Lesanvet e vez "Porth i Gymru" pe "Gateway to Wales" (dor Kembre).

Poblet e oa Y Fenni gant 10 078 a dud e 2011, ha 9,7% anezho a oa kembraegerien.

Evel m'en diskouez an anv saoznek emañ ar gêr e kember div stêr, ar Gafenni hag ar Wysg. Tro-dro d'Y Fenni ez eus torgennoù a dap tost da 600 m uhelder hag a zo uhelennoù diwezhañ aradennad ar Bannau Brycheiniog, er reter.

En amzer an Impalaeriezh Roman e oa Y Fenni ur greizenn a bouez dija, er vro annezet gant pobl ar Silures. Diwezhatoc'h, er Grennamzer, e teuas da vezañ ur gêr a bouez evit ar c'henwerzh, war harzoù Kembre. Gwelet a reer c'hoazh dismantroù ur c'hastell savet da vare donedigezh an Normaned.

En Y Fenni e voe aozet Eisteddfod Vroadel Kembre e 1838, e 1913 hag e 2016. E-skeud Eisteddfod 1838 e voe aozet ur C'hendalc'h Etrekeltiek, gant tud deuet eus Breizh evel Kervarker, kalz a-raok ma voe roet lañs da vat d'ar C'hendalc'hioù Keltiek.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.