1739

Diwar-benn bloavezh 1739 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

Darvoudoù

Europa

Frañs

Azia

Indez

Reter-pellañ

Amerikaoù

Suamerika

Arzoù ha lizhiri

Lennegezh

Skiantoù ha politikerezh

A bep seurt/diasur

Ganedigezhioù

Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1739

Marvioù

Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1739

Gwelet ivez

  • Roll ar Pennoù Stad e 1739
1736

Diwar-benn bloavezh 1736 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1737

Diwar-benn bloavezh 1737 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1738

Diwar-benn bloavezh 1738 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1740

Diwar-benn bloavezh 1740 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1741

Diwar-benn bloavezh 1741 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1742

Diwar-benn bloavezh 1742 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

Anna Amalia von Braunschweig-Wolfenbüttel

Anna Amalia von Braunschweig-Wolfenbüttel (1739 en Wolfenbüttel - 1807 en Weimar) a oa ur briñsez alaman, dugez Sachsen-Weimar-Eisenach, hag ur sonaozourez.

Charles-François Lebrun

Charles-François Lebrun Duc de Plaisance, ganet e La Bouchelière, ur gêriadennig vihan nepell diouzh Saint-Sauveur-Lendelin en eskopti Coutances (Manche), d'an 19 a viz Meurzh 1739 hag aet da Anaon Sainte-Mesme (Yvelines), d'ar 14 a viz Even 1824, beziet e bered Père-Lachaise (5vet divizion), zo bet trede koñsul ha priñz arc'hteñzorer ar C'hentañ impalaeriezh gall.

Jean Nicolas Houchard

Jean Nicolas Houchard, milour ha jeneral gall, bet ganet d'ar 24 a viz Genver 1739 e Forbach (Bro-C'hall), marvet dibennet d'ar 17 a viz Du 1793 e Pariz (Bro-C'hall).

Trec'h e voe en Emgann Hondschote e 1793.

Loeiz VIII

Loeiz VIII a vez graet eus an dud -mañ

Loeiz VIII (Bro-C'hall) (1187-1226),

Loeiz VIII Bavaria-Ingolstadt, dug Bavaria eus 1441 da 1445,

Loeiz VIII Hesse-Darmstadt (1691-1768), Landgrav Hesse-Darmstadt (1739-1768).

Loeiz XV (Bro-C'hall)

Loeiz XV, ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1710 e Versailhez (Bro-C'hall) ha marvet eno d'an 10 a viz Mae 1774 a voe Roue Bro-C'hall ha Navarra adalek 1715 betek e varv e 1774.

Mervel a reas e dad pa oa 2 vloaz hag anvet e voe da zaofin en ofisiel. E dad-kuñv e oa ar roue Loeiz XIV, ha pa varvas hennezh e 1715 ne oa-eñ nemet 5 bloaz. E eontr-kozh, dug Orléans, a voe anvet da « rejant ar Rouantelezh » d'an 2 a viz Gwengolo 1715, betek ar 15 a viz C'hwevrer 1723: en dezi-se, krog ar c'hrennard en e 14vet bloavezh, e voe kemeret ar galloud gantañ.

Maria Josepha von Bayern

Maria Josepha von Bayern, pe Maria Josepha Antonia Walburga Felicitas Regula (1739–1767), a oa merc'h d'an impalaer Karl VII an Impalaeriezh Santel ha d'e bried Maria Amalie von Österreich.

Ganet e oa e München.

Mengli II Giray

Mengli II Giray a oa mab da Selim Iañ Giray ha khan Krimea div wech en XVIIIvet kantved.

Kalgay e voe d'e vreur, Kaplan Iañ Giray e-pad e daou ren kentañ.

Dont a reas da vezañ khan goude ma voe kaset e vreur, Saadet IV Giray, en harlu ha d'ar 24 a viz Du 1724 e erruas e Bahçesaray, kêrbenn ar c'hanat.

E miz Gwengolo 1730 e voe un emsavadeg en Istanbul ha skarzhet ar sultan Ahmet III. An emsaverien a dennas ivez e garg digant Mengli II a-benn lakaat en-dro Kaplan Iañ war tron khanat Krimea pa soñjent e oa a-du ganto.

Mervel a reas d'an 31 a viz Kerzu 1739.

Palez Nymphenburg

Palez Nymphenburg zo ur palez e Bavaria, nepell diouzh kêr München.

Palez hañv an tiegezh Wittelsbach e oa. Ur skouer eus oberennoù ar savouriezh varok eo, ha kroget e voe d’e sevel e 1664, gant ar priñs-dilenner Ferdinand Maria Bavaria. Kresket e voe ar palez gant e ziskennidi, evel e vab Masimilian II Emmanuel, Karl VII an Impalaeriezh Santel, pe Masimilian III Jozeb, dilenner Bavaria (1745–1777).

E-pad meur a vloaz e voe lec’h annez boas renerien Bavaria e-pad an hañv. E Nymphenburg e voe ganet ar roue Loeiz II (Bavaria) hag eno ivez e varvas ar roue Masimilian Iañ Jozeb.

E savadurioù ar palez e kaver c’hoazh ar c’hinkladurioù bet degaset gant rouaned disheñvel Bavaria. En o zouez emañ Poltredaoueg ar gened, un hollad poltredoù merc’hed kaer eus ar vro, bet savet gant ar roue Loeiz Iañ. El liorzh, treset e 1701 gant Carbonet, unan eus diskibled Le Nôtre, krouer liorzh kastell Versailhez, ez eus meur a savadur barok, evel Pagodenburg (1716–1719), Badenburg (1718–1721) hag Amalienburg (1734–1739).

Tauraco

Tauraco a zo ur genad e rummatadur an evned, ennañ an darn vrasañ eus an tourakoed, krouet e 1779 gant an naturour poloniat Jan Krzysztof Kluk (1739-1796).

Twm o'r Nant

Twm o'r Nant eo an anv-pluenn implijet gant ar skrivagner kembraek Thomas Edwards (1739 – 3 a viz Ebrel 1810). Genidik e oa eus Llanefydd, e Sir Ddinbych gwechall, e biz Kembre. Yann e vil vicher e voe e-pad e vuhez : devezhour war ar maez, tavarnour, douger keuneud, mañsoner...

Anavezet eo Twm o'r Nant gant e skridoù anvet “anterliwtiau”, pezhioù-c’hoari farsus ha flemmus, graet evit bezañ c’hoariet war leurennoù er foarioù pe er pardonioù. Skrivañ a reas ivez e-leizh a ganaouennoù hag a varzhonegoù.

E dibenn an XVIIIvet hag e deroù an XIXvet kantved e teuas da vezañ brudet e-touez an dud vunut, rak en e skridoù e adkavent o meno war direizhderioù ar mare-hont. En e amzer e veze graet "Cambrian Shakespeare", da lavaret eo "Shakespeare Kembre", eus Twm o'r Nant.

XVIIIvet kantved

Kregiñ a ra an XVIIIvet kantved d'ar 1añ Genver 1701 hag e echu d'an 31 Kerzu 1800.

A-wechoù, gant istorourien europat zo, e vez strishaet an XVIIIvet kantved d'ar prantad a ya eus 1715 da 1789 hepken, da lavaret eo d'ar mare etre marv Loeiz XIV a Vro-C'hall hag an Dispac'h gall.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.