1491

Diwar-benn bloavezh 1491 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

Darvoudoù

Europa

Breizh

Frañs

Azia

Reter-pellañ

Amerikaoù

Suamerika

Arzoù ha lizhiri

Lennegezh

A bep seurt/diasur

Ganedigezhioù

Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1491

Marvioù

Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1491

1488

Diwar-benn bloavezh 1488 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1490

Diwar-benn bloavezh 1490 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1492

Diwar-benn bloavezh 1492 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

1494

Diwar-benn bloavezh 1494 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

Afonso Portugal (1475-1491)

Afonso Portugal (1475-1491), a oa infant Portugal, ha dezhañ e oa kurunenn rouantelezh Portugal da zegouezhout pa varvas en ur gwallzarvoud.

Anna Breizh

Anna Breizh pe Anna Vreizh a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, betek 1514.

Dre he dimezioù e voe ivez :

arc'hdukez Aostria ha rouanez ar Romaned (1490-1491);

rouanez Bro-C'hall (1491-1498) ha rouanez Sikilia ha Jeruzalem war un dro;

rouanez Bro-C'hall adarre (1499-1514) ha dugez Milano war un dro.Merc'h e oa da Frañsez II (1435-1488), dug Breizh, ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez a Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.

Herri VIII (Bro-Saoz)

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Herri VIII Tudor, bet ganet d'an 28 a viz Mezheven 1491 ha marvet d'an 28 a viz Genver 1547 a voe roue Bro-Saoz adalek an 21 a viz Ebrel 1509 (kurunennet d'ar 24 a viz Mezheven) betek e varv. Roue Iwerzhon e oa ivez, titl roet dezhañ gant breujoù Iwerzhon en 1541, pa oa bet anvet Aotrou Iwerzhon a-gent. Dug York e oa ivez, ha priñs Kembre abaoe marv e vreur henañ Arzhur Tudor e 1502.

Jakez Karter

Jakez Karter (31 a viz Kerzu 1491 - 1añ a viz Gwengolo 1557), pe Jacques Cartier evel ma reer anezhañ e galleg, a oa ur moraer eus Sant-Maloù hag a seller outañ evel unan eus ergerzherien vras reter Kanada.

En ur familh moraerien binvidik e oa bet ganet Jakez Karter e 1491. Dimeziñ a reas gant ur vaouez uhel he renkad, Catherine des Granches, a oa meur a lestr gant he zad.

Ne ouzer ket kalz tra diwar-benn temz-spered Karter, met sklaer eo e oa ur moraer barrek. Teir beaj a reas, mont ha dont, betek Kanada, dre vorioù dianav dezhañ ha dañjerus hep koll lestr ebet na martolod ebet estreget ar re a varvas gant ar c'hleñved. Neuze e c'heller lavaret e oa ur moraer eus an akuitañ, evit an amzer-se.

Jean Meschinot

Jean Meschinot (1420-1491) ganet e Meliner, nepell diouzh Klison, a oa ur barzh gallek, e lez Duged Breizh Frañsez II hag e verc'h Anna e Naoned.

Martin Schongauer

Martin Schongauer (war-dro 1450 e Colmar – 1491 e Breisach am Rhein) a oa ul livour hag un engraver elzasat eus dibenn ar Grennamzer. Engraver (war goad ha war gouevr) brudetañ e amzer e oa, ha brudet e oa en Italia hag en Izelvroioù. Albrecht Dürer a felle dezhañ dont da vezañ e skoliad, met mervel a reas Schongauer re abred.

XVIvet kantved

Kregiñ a ra ar XVIvet kantved d'ar 1añ Genver 1501 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1600.

XVvet kantved

D'ar 1añ Genver 1401 e krog ar XVvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1500.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.