132

885 Ab Urbe Condita = 132 goude J.-K.

Kantvedoù: 1añ kantved - 2vet kantved - 3e kantved
Dekvedoù: 100  110  120  - Bloavezhioù 130 -  140  150  160
Bloavezhioù: 129 130 131 - 132 - 133 134 135

Darvoudoù

Europa

Impalaeriezh roman

  • Impalaer : Hadrian (Publius Aelius Hadrianus) (10.08.117 / 10.07.138)
  • Koñsuled : Caius Iunius Serius Augurinus & Trebius Sergianus

Reter-nesañ

Judea

  • Emsavadeg ar Judevien, kaset gant Shimon bar Kokba, abalamour eo bet savet un templ da Jupiter war an templ koz Jeruzalem.

Azia

Arzoù, skridoù, ha skiantoù

Sina

  • Aozet eo ar sismograf "Houfeng Didong Yu" gant Needham Zhang Heng

Relijionoù

Aljeria

Aljeria (arabeg لجزائر al-Jazā'ir, "An Inizi" ; tamazigteg hag arabeg aljerian : Dzayer, Djazaïr pe Ldzayer) zo ur Stad norzhafrikat, ul lodenn eus ar Maghreb eo. 'Republik Aljerian Demokratel ha Poblel, berraet en « R.A.D.P. » eo anv klok ar Stad (arabeg : لجمهورية الجزائرية الديمقراطية الشعبية, tamazigteg : ⵟⴰⴳⴷⵓⴷⴰ ⵜⴰⵎⴻⴳⴷⴰⵢⵜ ⵜⴰⵖⴻⵔⴼⴰⵏⵜ ⵜⴰⵣⵣⴰⵢⵔⵉⵜ Tagduda Tadzayrit Tadimoqṛatit Taɣerfant).Aljer eo ar gêr-benn, a zo lec'hiet en norzh, war vord ar Mor Kreizdouarel. Brasañ bro Afrika eo, ul lodenn eus ar bed arabek hag eus an diaz kreizdouarel.

Da 2 381 741 km² e sav gorread Aljeria, a zo gronnet gant 6 385 km a harzoù gant Tunizia er biz, Libia er reter, Niger ha Mali er su, douar nann emren eus ar Sahara ar C'hornôg hag evit echuiñ Maroko er c'hornôg.

Goude 132 vloaz evel trevadenn c’hall he doa gounezet Aljeria he dieubidigezh d'ar 5 a viz Gouere 1962, goude ur brezel hir ha koustus, ha goude ur referendom emdermeniñ d'ar 1añ a viz Gouere 1962.

Ezel eo Aljeria eus ar Broadoù Unanet, eus Unaniezh Afrika, eus Emsav ar Re E-maez hag eus Kevre ar Stadoù Arab abaoe an dieubidigezh e 1962.

Disklêriañ a ra bonreizh Aljeria ez eo « an islam, an Arabed hag an Amazighed » evel krevrennoù kreñv eus identelezh pobl Aljeria.

Cadreita

Cadreita zo ur gumun tre e kreisteiz Nafarroa en Euskal Herria, stok ouzh La Rioja.

Eil kantved

D'ar 1añ Genver 101 e krog an Eil kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 200.

Enez Cara

Enez Cara zo un enezennig er-maez da Cinn Tìre e Bro-Skos, ha 132 devezh-arat enni. Didud eo abaoe ar bloavezhioù 1940.

Guangdong

Guangdong (e sinaeg : 广东 Reter ledan) zo ur proviñs eus Republik Pobl Sina, e gevred ar vro. Proviñs pobletañ Sina eo abaoe 2005.

Jawa

Jawa (pe Java) zo unan eus inizi Indonezia. E-touez lec'hioù pobletañ ar bed eo Jawa, gant 124 milion a annezidi, a zo o vevañ war ur gorread 132 000 km².

Emañ Jawa en aridennad inizi en em astenn eus kornôg da reter Indonezia, gant Sumatera er c'hornôg dezhi ha Bali er reter. Er biz emañ enez Borneo. Un toullad mat a venezioù-tan zo e Jawa, hag abalamour d'an danvezioù taolet ganto ez eo druz ha strujus an douaroù.

E Jawa emañ kêr-benn Indonezia, Jakarta. Kêrioù bras all zo en enezenn, evel Surabaya, Bandung ha Semarang. Komzet e vez javaeg e kreiz hag e reter an enezenn.

Gwechall e oa ur rouantelezh hindou, hag en amzer an trevadenniñ e oa unan eus ar broioù e dalc'h Kompagnunezh Izelvroat Indez ar Reter, en Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù. Bremañ ez eo kreizenn buhez politikel hag armerzhel Indonezia.

Rannet eo Jawa e peder froviñs ha daou zistrig :

Banten

Jawa Barat (kornôg Jawa)

Jawa Tengah (kreiz Jawa)

Jawa Timur (reter Jawa)

Jakarta (distrig ar gêr-benn)

Yogyakarta (distrig arbennik)

Kensonenn kevig dre daravat divouezh

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn kevig dre daravat divouezh treuzskrivet [s] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 132.

Kavet e vez stank-tre ar son [s] e-touez yezhoù ar bed, ha pa vez implijet kensonennoù dre daravat gant ur yezh e vez implijet ganti hogozik atav ar son [s] ivez. Ral a-walc'h eo ar c'hensonennoù er yezhoù komzet en Aostralia dre vras ha ne vez implijet gante kensonenn dre c'hwitellat ebet, en o zouez ar gensonenn [s].

E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [z] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):

[s] > [z]

"sent" > "ar sent" (distaget "zent")

Kensonenn kevig taravat dre strakal

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn kevig taravat dre strakal treuzskrivet [sʼ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 132 + 401 (sin diakritek).

Divouezh eo an holl gensonennoù dre strakal.

Köln

Köln (distaget [ˈkœln]), e rannyezh Köln: Kölle ([ˈkœɫə]) a zo ur gêr eus kornaoueg Alamagn, war ribl ar Roen. Ar pevare brasañ kêr eus ar vro eo-hi war-lerc'h Berlin, Hamburg ha München. Kêr vrasañ Nordrhein-Westfalen eo ivez. Ur milion a dud a zo o vevañ enni.

Listenn kumunioù Nafarroa

Sed amañ listenn an 272 kumun a zo e Kumuniezh Forel Nafarroa. merket eo ivez e pe merindad emaint, statud an euskareg enne, ha kresk-digresk ar boblañs enne.

Mithridates Eupator

Mitridates Veur (Megas) , pe Mithridates VI pe Mithridates Eupator (da lâret eo an hini en deus un tad nobl), ganet war-dro 132 kent JK, ha marvet e 63 kent JK, a oa roue Pontos hag Armenia-Vihanañ, e norzh Anatolia (Turkia hiziv), er Iañ kantved kent JK. Roue e voe adalek 120 kent JK betek e varv e 63 kent JK. Brudet eo anv Mitridates evel unan eus enebourien dañjerusañ Republik Roma hag unan eus ar re a reas ar muiañ a verzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled diwezh Republik Roma e-pad an tri brezel anvet Brezelioù Mithridates: Lucius Cornelius Silla, Lucullus ha Pompeius.

Penn-ar-Bed

Penn-ar-Bed (distaget: [ˌpɛnarˈbeːt]), Finistère e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [fi.nis.tɛʁ]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E kornaoueg ar vro emañ, Kemper eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 29 an niverenn roet dezhañ.

Proviñs Judea

Judea pe Iudaea a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh roman krouet er bloaz 6 war un darn eus ar rouantelezhioù hasmonean hag herodian. Dont a ra an anv anezhi eus rouantelezh Juda. En em astenn a rae war broioù Judea, Samaria hag Idumea. En hanternoz dezhi e oa proviñs Syria.

Dispac'h a voe buan e proviñs Judea e-pad Census Quirinius ha meur a vrezel a voe etre Yuzevien ha Romaned . E 70 e voe distrujet an Templ e-pad an Emsavadeg yuzev vras, ma voe krouet ur Fiscus Judaicus. Goude emsavadeg Bar Kokhba 132–135, e voe kemmet anv ar broviñs gant an impalaer Hadrianus ha dont a reas da vout proviñs Syria Palaestina, ma teuas Jeruzalem da vout Aelia Capitolina.

Rannvro Moravia ar Su

Rannvro Moravia ar Su (tchekeg : Jihomoravský kraj) a zo ur rann velestradurel (kraj) er Republik Tchek, lec'hiet e mervent Moravia. War-bouez, Jobova Lhota, hag a zo e Bohemia. Brno eo ar gêr-benn. 7 196,5 km² eo gorread ar Rannvro hag e 2006 e oa 1 132 563 annezad enni (stankter : 163 annead/km²).

Suis

Ur stad eus Europa eo Suis (en alamaneg Schweiz, e galleg Suisse, en italianeg Svizzera, e romañcheg Svizra) a zo ur vro eus kreiz-kornaoueg Europa gant Alamagn, Frañs, Italia, Aostria ha Liechtenstein en-dro dezhi. Gant hec'h anv latin Helvetia e vez graet ivez. Bern eo he c'hêr-benn.

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1972

E 1972 e oa bet gounezet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn gant ar reder belgiat Eddy Merckx.

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1973

E 1973 e oa bet gounezet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn gant ar reder spagnol Luis Ocaña.

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1986

E 1986 e oa bet gounezet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn gant ar reder amerikan Greg LeMond evit ar wech kentañ.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.