1018

Diwar-benn bloavezh 1018 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

Darvoudoù

Europa

Frañs

Azia

Reter-pellañ

Amerikaoù

Suamerika

Arzoù ha lizhiri

Lennegezh

A bep seurt/diasur

Ganedigezhioù

Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1018

Marvioù

Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1018

Aberporth

52.1321, -4.5406

Aberporth pe Aber-porth zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Ceredigion, Kembre, 160,8 km eus Kerdiz. E 2011 e oa poblet gant 2 374 a dud, ha 1018 anezho (44,4%) a oa kembraegerien.

Bulgaria

Bulgaria (e bulgareg България, LFE: /bɤlgˈariɤ/) a zo ur riez e gevred Europa. Harzoù he deus gant Turkia ha Gres er Su, Serbia ha Republik Makedonia er c'hornôg ha Roumania en Norzh. Er Reter emañ-hi war riblenn ar Mor Du.

Anavezet eo evel bro ar Vulgared abaoe 661, ha gant se ez eo unan eus broioù koshañ Europa. Unan eus riezoù an AFNA eo. D'ar 1añ a viz Genver 2007 e oa deuet da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. Komzet e vez bulgareg gant an darn vuiañ eus an annezidi, met un vinorelezh tud a gomz turkeg a zo ivez dre m'eo bet ar vro dindan beli an Impalaeriezh otoman tri gantved-pad.

Deheubarth

Deheubarth (Dehoubarzh e vije hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu = "dehou" a dalv kement ha "kreisteiz").

Egza

Egza (aroueziet E) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 1018.

Degemeret e voe e 1991.

Dont a ra eus ar gresianeg ἕξ "'c'hwec'h", peogwir eo kevatal da 10006.

Ermengarde Anjev

Ermengarde Anjev zo anv teir friñsez anavezet en istor Anjev.

Ermengarde (merc'h Jafrez Iañ) (932-992), merc'h Jafrez Iañ (kont Anjev), c'hoar da Foulk Nerra, dimezet da g-Konan Iañ, kont Roazhon ha dug Breizh.

he nizez Ermengarde Anjev (1018-1076), merc'h da Foulk Nerra, kont Anjev,

Ermengarde Anjev (dugez Breizh), marvet en 1146, merc'h-vihan dezhi, merc'h da Foulk IV, dimezet da Alan IV, dug Breizh.

Firenze

Firenze a zo ur gêr ag Italia, kêrbenn Toskana ha pennlec'h he froviñs (417 386 annezad). En Italianeg ez eo anvet "Firenze" [fiˈrɛntse] ("Fiorenza" zo ur stumm dispredet), hag e latin : "Florentia"). Bet eo bet kêrbenn gentañ Italia pa oa bet unanet ar vro en ur rouantelezh e 1865. Brudet-tre eo Firenze diwar ar monumantoù hag an oberennoù-arz savet e-pad an Azginivelezh a zo bet gwelet an elfennoù kentañ enni.

Heol

Gwelout ivez Heol (disheñvelout).

An heol (Sol e latin) eo steredenn ar Sistem heolel e-lec'h m'emañ an Douar. Hanter-ahel bras kelc'htro an Douar en-dro d'an Heol, 149 957 870 km, a oa termenadur orin an unanenn astronomel (u.a.). Emañ an Heol en un teskad materi etresteredel ha 200 miliard a stered pe war-dro, hor galaksienn, anvet an Hent Gwenn, pe c'hoazh Hent Sant-Jakez e brezhoneg (Via lactea e latin, da lavarout eo "an hent-laezh").

Heol hanternoz

Kilogramm

Ar c'hilogramm (simbol: kg) eo an unanenn SI diazez evit ar mas. Dre dermenadur ez eo kevatal gant mas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram, anezhañ ur granenn platin iridiet (90 % platin ha 10 % iridiom), 39 mm he diametr ha 39 mm hec'h uhelder, ha disklêriet unanenn vas SI abaoe 1889 gant Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM).

Bez' ez eo an unanenn SI diazez nemeti a ra gant ur rakger [1]. Ul lieskement eus ar gramm eo: 1 kg = 1 000 g.

Bez' ez eo ivez an unanenn SI nemeti a zo termenet c'hoazh gant ur stalon danvezel ha n'eo ket gant ur perzh diazez eus ar fizik. Miret e vez ar pimpatrom-se dindan tri c'hloc'h gwer siellet ha na vez tennet er-maez nemet evit ober stalonadennoù (ar pezh a zo c'hoarvezet teir gwezh hepken abaoe ma'z eus anezhañ). Daoust d'an diwalloù-se ez eo variet mas ar pimpatrom eus un nebeud mikrogrammoù dija.

Padal, abaoe m'eo bet termenet talvoudoù digemmennoù Josephson (CIPM (1988) Erbed 1, PV 56; 19) ha von Klitzing (CIPM (1988), Erbed 2, PV 56; 20) gant an SI, e c'heller ober gant an daou dalvoud-se (KJ = 4,835 979×10+14 Hz/V hag RK = 2,581 280 7×10+4 Ω) ha gant termenadur an amper evit termeniñ ar c'hilogramm evel-henn :

Ar c'hilogramm eo ar mas a vefe buanaet eus 2×10-7 m/s² rik ma vefe sujet d'an nerzh dre vetr etre daou gonduer parallelek, eeun, anfin o hirder, disterdra o zroc'h kelc'hiek, lakaet war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder, hag a dremen drezo ur red elektrek digemm a 6,241 509 629 152 65.1018 karg elfennel dre segondenn rik.

Graet eo vez ivez gant an unanennoù-se war dachenn ar relativelezh strishaet e-giz unanennoù energiezh (dre al liammadenn E=mc²).

Koblenz

Koblenz zo ur gêr eus Rheinland-Pfalz en Alamagn. Emañ e kember ar stêrioù Roen ha Mozel, 92 km er gevred diouzh Köln. E 2006 e oa annezet gant war-dro 106 000 den.

Loarennoù Yaou

A-douez holl blanedennoù ar sistem Heol eo Yaou, an hini vrasañ anezho, eo he deus ar muiañ a loarennoù, ar pezh n'eo ket souezh.

Graet e vez loarennoù galilean eus peder loarenn vrasañ Yaou dre ma oant bet arsellet evit ar wech kentañ gant Galileo Galilei d’ar 7 a viz Genver 1610.

Kalz a re all a zo bet kavet dibaoe, nevezik 'zo dre vras, met an darn vrasañ anezho eo bihan o ment.

E miz 2012 e oa renablet 66 (pe 67).

Anvioù dousoù an doue Yaou a zo bet roet d'ar re bennañ.

Metr

Ar metr (simbol : m) eo unanenn diazez hirder ar sistem etrebroadel. Termenet eo evel an hed dedreuzet gant ar gouloù er goullonder e-pad 1/299 792 458 segondenn.

Ouran (planedenn)

Ouran (Uranus e latin) a zo anezhi seizhvet planedenn koskoriad an Heol, an drede vrasañ. Ur ramzenn c'hazek eo. Kavet e oa bet d'an 13 a viz Meurzh 1781 gant an Alaman William Herschel. Dont a ra e anv eus an doue roman Uranus, doue an oabl heñvel ouzh an doue gresian Ouranos.

Rouantelezh Gwynedd

Ur pennad Gwynedd a zo ivez.

Sancho Garcés III Navarra

Sancho Veur, pe Sancho III, pe Sancho Garcés III Navarra (992 - 1035), lesanvet el Mayor pe el Grande, a oa Roue Pamplona, en amzer rouantelezh Nájera-Pamplona, entre ar bloavezhioù 1000-1035, kont Sobrarbe ha Ribagorza (1018-1035) ha Roue Kastilha ha Monzón (1029-1035).

Mab e oa d'ar roue García III Navarra ha da Jimena Fernández (marvet war-dro 1035). Kont Aragon e voe etre 1028 ha 1029. En e amzer e teuas e rouantelezh da vezañ ar galloudusañ rouantelezh eus al ledenez. Meneg a veze graet anezhañ evel rex Ibericus pe rex Hispaniarum hag Impalaer ar Spagnoù n'ouzer ket gwall vat pegoulz.

Taifa Zaragoza

Taifa Zaragoza pe emiriezh Saraqusta (diwar anv latin kêr Caesar Augusta) zo un taifa, pe rouantelezh vuzulman, e hanternoz ledenez Iberia, ha Saraqusta, a zo Zaragoza hiriv, e oa ar gêrbenn anezhi. Ur rouantelezh dizalc'h e voe entre 1018 ha 1110, goude kouezhet Kalifiezh Córdoba e deroù an XIvet kantved, pa voe aloubet gant an Almoravided en 1110, ma renas Al-Muqtadir, Al-Mutamán y Al-Mustaín II en en eil hanterenn ar c'hantved-se.

Eus an hêrezh arab e chom Palez an Aljafería ha koun eus ar c'hentañ skol prederouriezh andalous, ha dreist-holl Avempace, ganet en Zaragoza entre 1070 ha 1080 a rankas divroañ e 1118 dirak lanv an armeoù kristen.

Viktor II

Viktor II (e latin: Victor II), Gebhard, Kont Calw, Tollenstein, ha Hirschberg e anv-tiegezh, ganet e 1018 ha marvet d'an 28 a viz Gouhere 1057 e Arezzo (Italia), a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'an 13 a viz Ebrel 1055.

XIvet kantved

D'ar 1añ Genver 1001 e krog an XIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1100.

Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ eus Istor Europa.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.